Lun 1añ a viz Meurzh, niv.275
Sizhun 9 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Graet freskennad-tud Breizh unvan!

 

 

Ar gevredigezh Breizh Unvan, asambles gant ar strollad 44=Breizh, o doa roet emgav disadorn tremenet d'an holl dud tomm ouzh adunvanidigezh velestradurel ha politikel ar vro, e Naoned. Ar pal a oa tresañ, gant tud, al lugan 44=BZH, ha luc’hskeudenniñ ar freskennad-tud-se diwar an uhel. Ar pal o vezañ brudañ ar stourm-se en un doare dic'hortoz ha nevez. Daoust d'an amzer fall-tre (un nebeud eurvezhioù a-raok ma c'hwezhfe korvetenn Xynthia), ez eo deuet a-benn an aozerien da vodañ ar 1500 den ret evit aozañ an tres war an dachenn vras e-kichen an Hangar à bananes, (al lab-bananez) lec'h ma oa gwechall chanterioù bigi Naoned. Gortozet o deus ar berzhidi ma teufe ur viñsaskell feurmet gant Breizh Unvan ha 44=Breizh, en un aergelc'h plijus ha laouen, daoust d'ar glav ha d'ar yenijenn. Skeudennet ha filmet eo bet an traoù neuze diwar ar viñsaskell. Embannet o deus an aozerien bezañ laouen-tre gant an disoc'h, ha spi o deus e sikouro kement-se da vrudañ kudenn adunvaniñ ar vro, dreist-holl p'emaomp e-kreiz koulzad kabaliñ an dilennadegoù-rannvro.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://fresquehumainereunification.wordpress.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Endro ha politikerezh

 

 

Abaoe 3 bloaz hanter zo bremañ e skrivan pennadoù diwar-benn an endro e-barzh Bremaik. Evit deiz-ha-bloaz ar gelaouenn e klaskin kinnig petra eo an dro-spered a vez heuliet a-hed ar pennadoù. Merzet ho po moarvat e vez klasket kinnig e-barzh Bremaik keleier disheñvel diouzh ar re a c'heller kavout dija e-barzh kazetennoù bras pa vez kaoz eus an endro. Petra eo an diforc'h, hag eus pelec'h e teu?

A-hed ar pennadoù, n'eus ket bet kavet alies keleier diwar-benn ar yec'hed, a gaver koulskoude liammet gant hini an endro e lec'hioù all. N'eus ket bet kennebeut kalz bruderezh evit produoù pe teknologiezhioù nevez a vefe sañset saveteiñ ar blanedenn. An nebeutañ posupl ez eus bet klasket reiñ kentelioù d'al lennerien, lâret dezho ar pezh o deus d'ober, pe kinnig peseurt produoù bio a vo diouzh ar c'hiz evit Nedeleg. Er c'hontrol ez eus bet kaoz eus prosezioù, lod anezhe o vezañ heuliet war hirdermen (brezel al linad, prosezioù ar falc'herien, hini ar rezin...). Kaoz ez eus bet ivez eus al lezennoù a veze studiet, hag alioù pep hini war ar re-se. Alies eo bet meneget stourmoù ar poblañsoù a-enep da embregerezhioù pe lobbyoù bras, o klask reiñ kement a bouez d'o arguzennoù politikel ha d'an arguzennoù o tennañ d’an endro. Ar pal a oa neuze kinnig danvez an endro el liammoù en deus gant ar politikerezh, ha n'eo ket gant ar beveziñ.

Kompren an endro asambles gant ar politikerezh, sed aze ar skoulm a liamm an holl dibaboù a vez graet evit danvez ar pennadoù. Re alies e vez kinniget ar c'hudennoù ekologel evel pa vefent distag diouzh kudennoù all, hag evel pa c'hellfent bezañ diskoulmet diouzh o zu, o kemm un tammig doareoù da broduiñ pe da veveziñ. Amañ, er c'hontrol, e vez lâret eo ar c'hudennoù-mañ kentoc'h un heuliad eus dibaboù politikel, ha n'hallont ket bezañ renket hep kemer e kont hollad ar mennozhioù politikel a vez liammet outo. Setu perak, pa vez kinniget kudenn an Organoù o Genoù Kemmet, da skouer, ne vez ket kaoz eus arguzennoù a denn d’ar yec'hed, met kentoc'h d’ur goulenn ledanoc'h: petra soñjal eus ar berc'hentiezh a vez roet d'an embregerezhioù war ar boudoù bev, hag an disoc'hoù stag ouzh kement-mañ? Daoust hag-eñ eo ur mont en-dro yac'h ma teu al labourerien-douar da vezañ e-dalc'h an embregerezhioù greun, gant ar berc'hentiezh o deus war ar spesadoù, hag ar redi da brenañ ar greun en-dro bep bloaz? Ar goulenn-mañ n'eo nemet ur skouer. Met gallout a ra bezañ lakaet e pleustr war tachennoù all.

Ha setu, a-benn ar fin, e-keit-se, pa ginnigen ur "gudenn ekologel", e klasken bountañ davet ar goulenn: "Ouzh peseurt dibaboù politikel eo liammet ar gudenn-mañ? Peseurt aozadur ekonomikel a zo kaoz eus ar saotradur? Ma vezan a-du gant an arguzennoù o tennañ d'an endro, petra eo ret din degemer e memes tro war an dachenn bolitikel?" Ar c'hudennoù ekologel ne savont ket dindan n'eus forzh peseurt aozadur politikel. Setu eo dav deomp kemer e kont n'hallont ket bezañ komprenet ma vezont distaget diouzh an endro politikel a lak anezho da sevel.

 

M.M.

 

Evit mont donoc'h gant an danvez e c'hellit lenn ur pennad gallek savet ganin:
pour que la revendication écologique fasse place à celle politique

 

 

 

 

 

 

 

 

Kejadenn gant arz Jacques Burel ha dizagn Owen Poho

 

 

A-benn disadorn, d'ar 6 a viz Meurzh, e vo lidet digoradur un diskouezadeg gouestlet da arz Jacques Burel, en egorenn Lucien Prigent Landivizio. Daou arzour a vo lakaet war wel e gwirionez : al livour Jacques Burel. Tresadennoù, livadurioù, lod na oant bet diskouezet gwech ebet, graet etre 1930 ha 1990 a vo tu da welet. Tud ha maezioù Bro-Vontroulez a vo kavet kalz en e oberennoù. Diouzh an tu all e kinnigo an dizagnour Owen Poho e labour, bet maget hag awenet ivez gant sevenadur ar vro. Livioù, stummoù, danvezioù, a gav o orin e personelezh hag arz ar vro, zo bet lakaet da gador, loaioù pe patromoù broderezh, ijinet gant Owen Poho. Al lid digeriñ evit diskouezadeg an dizagnour a vo aozet da 11e. Ur gaozeadenn bedagogel a vo kinniget goude-merenn, etre 2e ha 4e, digoust ha digor d'an holl, lec'h ma c'hello ar weladennerien eskemm gant Owen Poho ha kemer perzh en un atalier liammet gant danvez an diskouezadeg. Da 5e e vo lidet digoradur an diskouezadeg gouestlet da labour Jacques Burel.

 

Egorenn sevenadurel Lucien Prigent, Park Kreac'h Kellen, Landivizio.

Pgz: 02 98 68 00 30.

Evit gouzout hiroc'h: www.musee.ville.morlaix.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Vancouver 2010 : laouen-bras ar Ganadianed

 

 

Dec'h e oa bet klozet C'hoarioù Olimpek Vancouver. Ouzhpenn laouen e oa ar Ganadianed e-kerzh an abadenn gimiadiñ. E-tro 60000 den a oa bodet e BC Place Stadium Vancouver evit gwelet ar flammenn olimpek ur wech diwezhañ. Ma oa ken laouen ar Ganadianed eo ivez en abeg d'ar Gourfenn hockey aozet un nebeud eurvezhioù a-raok. Skipailh ar vro zo bet trec'h war hini ar Stadoù-Unanet, 3-2. A-rampo e oa bepred an niver a boentoù 24" a-raok fin ar c'hrogad. Deuet eo a-benn Sidney Crosby da blantañ ar pal en deus roet da Ganada he 14vet medalenn aour er C'hoarioù Olimpek-mañ. Ur rekord eo evit ur Stad er C'hoarioù goañv : 13 medalenn aour zo bet dastumet e 1976 gant Rusia (en Innsbruck) ha kement-all gant Norvegia e 2002 (e Salt Lake City). Evit abadenn Vancouver, da heul Kanada e teu Alamagn gant 10 medalenn aour, hag ar Stadoù-Unanet ha Norvegia gant 9 medalenn. E-keñver an holl vedalennoù eo ar Stadoù-Unanet o deus dastumet ar muiañ gant 37, heuliet gant Alamagn (30) ha Kanada (26). E-kerzh abadenn klozadur ar c'hoarioù ez eus bet distaget un nebeud gerioù e koun un atletour jorjian Nodar Kumaritashvili, marvet e penn-kentañ ar C'hoarioù.

Ar flammenn hag ar banniel olimpek zo bet roet da aozerien ar C'hoarioù a zeu, a vo dalc'het e Sotchi, e Rusia, a-benn 2014.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Fantastic Mr. Fox

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Wes Anderson

 

Tremen skuizh eo Mr. Fox o seblantout paour en e doull. Kinnig a ra d’e familh mont da chom en ur wezenn, kalz cheuc’hoc’h. Er c’harter nevez ez eus teir labouradeg divent perc’hennet gant labourerien-douar droukañ ar vro. Mr. Fox, hag a zo bet laer a-raok dont da vezañ kazetenner a ziviz ober un dro gamm ziwezhañ…

 

Film bevaat kentañ Wes Anderson (The Life Aquatic with Steve Zissou, Rushmore, The Darjeeling Limited…) eo hemañ. Savet diwar levr Roald Dahl (Fantastique Maître Renard e galleg) eo. Ur film bevaat klasel eo, gant mergodennoù. An disoc’h a-fed skeudenn a zo dispar. Ur gwir aergelc’h ha personelezh a zo d’ar film. Ouzhpenn-se, ez eus kalz fent ha traouigoù heñvel ouzh bedoù Roald Dahl, kement hag ouzh filmoù all Wes Anderson. Evit ar re vras e kuzulier gwelet ar film e soazneg. Ul labour a-feson a zo bet graet gant George Clooney, Meryl Streep hag an aktored all evit reiñ blaz da gomzoù al loened fin-se. Un drugar!

 

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Sonadegoù da zont

 

 

Warc'hoazh e kinnigo skipailh an Erer Kozh anvioù kentañ festival Karaez, a vo aozet etre ar 15 hag an 18 a viz Gouere.

A-benn ar 5 eus ar miz-mañ e vo kinniget ivez programm klok Art Rock (e Sant-Brieg etre an 20 hag an 23 a viz Mae). Sur-mat e vo dedennus ha liesseurt ar festival-se, pa weler an arzourien gentañ meneget en e lec'hienn: Air, Olivia Ruiz, Pete Doherty ha Jacques Dutronc.

Da c'hortoz e c'hallo an dud mont da selaou 2 Many DJ's, a gemero plas B-Real, d'an 3 a viz Ebrel e Montroulez. Kinniget hon eus amañ programm klok Panoramas.

Met n'eo ket dav gortoz gouelioù bras an hañv, rak birvilh a vez e Breizh a-hed ar bloaz a-fet sonerezh.

Menegomp ivez neuze ar sonadegoù a vez kinniget er Garen e Brest: The Bellrays (skeudenn) d'ar 4 a viz Meurzh, Jean-Louis Murat d'an 19 pe c'hoazh The Nits d'ar 25. Evit ar re a zo o chom e penn all Breizh ez eus peadra ivez: Thee Silver Mount Zion a sono en Ubu e Roazhon d' an 30 a viz Meurzh. En Olympic e Naoned e teuio Yuksek d'an 13 a viz Meurzh, Autechre d'an 21 ha The Brian Jonestown Massacre d'ar 25 a viz Ebrel.

R.M.

Muioc'h a sonadegoù :

http://www.olympic.asso.fr/Concerts

http://www.lestrans.com/#/ubu/

http://www.lacarene.fr/

 

 

Lorans-Outangs Roazhon Marathon

 

Met petra an diaoul a ra Loran, gitarour ha kaner ar strollad Ramoneurs de Menhirs, brudet ivez evit bezañ bet oberiant gant ar Béruriers Noirs, ha Loran Mass, paotr ar son evit ar Ramoneurs, bet ezel e Mass Murderers (strollad Punk Hard-Core eus Sant-Brieg), etre div sonadeg? Ur strollad all evel-just! Anvet eo Lorans-Outangs (anat deoc'h). E-giz se e c'hellont seniñ kanaouennoù punk-rock a blij dezhe, bet brudet gant strolladoù all evel: Parabellum, OTH, BxN, Sham 69... N'int nemet daou o seniñ gitar sikouret gant ur "voest-taboulin" [boite à rythme]. Met trouz a reont! Posupl eo dezhe mont e lec'hioù a zo deuet da vezañ re vihan evit degemer ar Ramoneurs de Menhirs. Roazhoniz zo o doa bet tro da welet anezho evit sonadeg diwezhañ an davarn vrudet 1929, e miz Kerzu, nepell eus straed Sant-Mikael. Ha just a-walc'h, er sizhun-mañ e vo tu deoc'h da zont da glevet an tonioù punk, hag ivez kanaouenn Meic Stevens, ar barzh kembreat brudet. Kompozet en doa ur ganaouenn anvet Straed Sant-Mikael ur c'hard kantved zo, pa oa o chom e Roazhon. Troet eo bet e brezhoneg ha lusket mod punk gant an daou Loran hag ur c'homper all. Teir abadenn a vo e-korf daou zevezh, ar gounidoù a servijo evit prenañ kilometradoù evit ar Redadeg.

 

D’ar Merc’her 3 a viz Meurzh da 12e30 e skol-veur Roazhon 2 (aozet gant SLB Skol-Veur)
D’ar Merc’her 3 a viz Meurzh en davarn Bistrot de la cité (straed ar Geoded/la Cité) da 8e30 noz

D’ar Yaou 4 a viz Meurzh en davarn Papier Timbré (straed Dinan) da 8e30 noz (aozet gant Gwagenn TV:, ur film e brezhoneg a vo bannet a-raok!)

 

 

Skoazell Vreizh: sonadeg ha fest-noz evit lidañ 40 vloaz a gengred

 

Abaoe 40 vloaz e labour izili Skoazell Vreizh evit harpañ an holl stourmerien bolitikel pe sevenadurel eus ar vro, hag o familhoù, lakaet diaes ha gwallgaset gwechoù zo, gant gwikefre justis ar Stad c'hall. N'eo ket Skoazell Vreizh ur benveg politikel: pal ar jeu zo bezañ kengret gant ar re o deus dibabet stourm en ur mod pe unan all evit ma vefe anavezet gwirioù ar Vretoned evel pobl. Ur skoazell psikologel a zo degaset evel-se evel-just, met pleustrek eo da gentañ-penn: lakaat an dud e darempred gant breutaerien, sikour e-keñver arc'hant diouzh ret, harp e aozañ ar vuhez pa vez unan bennak toullbac'het... Gant youl ha gwenneien ar Vretoned o-unan e teu a-benn Skoazell Vreizh da gas e gefridi da benn.

Daou devezh gouel a vo kinniget neuze d'ar Gwener 5 ha Sadorn 6 a viz Meurzh, "Devezhioù ar c'hengred", e Roazhon, e sal ar Cité (ar Geoded).

 

Sonadeg ar 5 a viz Meurzh gant : Les Ramoneurs de Menhirs, Gilles Servat, Trouz an Noz, Bernez Tangi, Daonet, Lik ha Lik. Digor ar sal adalek 6e30 noz. 8€

Fest-noz ar 6 a viz Meurzh gant: Plantec, Startijenn, IMG, Dom Duff, Gweltaz Adeux, Yac'hus. Digor ar sal adalek 6e30 noz. 6€

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kouignoù pato (Kerne-Veur)

 

 

Danvez: 4 / 5 patatezenn – ur werennad laezh – 120g bleud gwinizh – 30g amann – holen – pebr gwenn

 

Peilhat ar patatez, troc’hañ anezhe e tammouigoù karrezek ha lakaat anezhe da boazhañ en dour gant holen. Dizourañ, malañ ha meskañ gant al laezh, an holen hag ar pebr. Lezel da yenaat.

 

E-barzh ur plad, meskañ an amann gant ar bleud evit kaout un toaz aes da verat ha greunennek. Meskañ mat gant ar yod patatez yen.

 

Bleudañ an daouarn, ledañ an toaz, ober galetez bihan ha lakaat da fritañ eus an daou du en ur billig gant amann.

 

Ur blijadur da zebriñ gant un tamm amann war c’horre!

 

Riwanon

 

 

Skrivadeg 2010: d'ar 6 a viz Meurzh!

 

A-benn ar Sadorn 6 a viz Meurzh e vo aozet tolpadoù lec'hel ar Skrivadeg! Ingal bep bloaz, e vez bodet un tamm e pep lec'h e Breizh (hag e lec'h all ivez gwechoù zo) kantadoù a vrezhonegerien a bep oad, evit plediñ gant ar selaou ha skrivañ brezhoneg, ha dreist-holl bezañ holl a-gevret tro-dro d'ar yezh. Ar skrivagnerez Mich Beyer (Seizh devezh warn-ugent, Etrezek an enez...) eo a ginnigo an destenn er bloaz-mañ. E penn an aozadur emañ Sked, a vod kevredigezhioù sevenadur Breizh bro Vrest, evit abadenn 2010. E Brest e vo pedet loreidi an tolpadoù kentañ evit Gourfenn ar Skrivadeg, a vo aozet d'ar Sadorn 22 a viz Mae 2010.

Sed amañ da heul roll an aozadurioù a gemero perzh ar Skrivadeg, ha pelec'h. Kit e darempred ganto buan evit lakaat hoc’h anv !

 

BREST

Sked: 02 98 80 26 71 / sked.breizh@free.fr

 

DOUARNENEZ

Ti ar Vro Kemper: 02 98 90 73 43 / david.tiarvro@orange.fr

 

GWERZHAV (Bro Naoned)

Kentelioù an Noz:  02 40 20 39 74 / kann@netcourrier.com

 

LANDIVIZIO

KLT: 02 98 63 98 79 / klt@wandoo.fr

 

LANNARSTÊR

Emglev Bro an Oriant: 02 97 21 37 05 / 02 97 21 69 75 / emglev.bro.an.oriant@cegetel.net

 

AN OSPITAL

Ar Froud Birvidik & Bugale Amañ: 02 29 62 89 47 / divyezhbrodaoulaz@gmail.com / 7mimoza@wanadoo.fr / fr.kermarec@wanadoo.fr

 

PARIZ

Ti ar Vretoned: 01 79 46 52 24 / aude.merrien@laposte.net

 

PLOUHA

Kalon Plouha: 09 75 94 96 84 / kalon.plouha@wanadoo.fr

 

ROAZHON

Skeudenn Bro Roazhon: 02 99 30 06 87 / skeudenn@wanadoo.fr

 

Lennit Bremañ C'hwevrer 2010 !

 

Haiti, afer peñse ar Bugaled Breizh, Prizioù 2010 France 3, pladenn nevez Soïg Sibéril, pennadoù e koun Bernez an Nail ha Meriadeg Herrieu... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Redadeg 2010. 1200 km a zo bet lakaet e gwerzh hag a vo redet evit reiñ "bazh-eilañ ar brezhoneg" a zorn-da-zorn war hentoù Breizh, etre an 10 hag ar 15 a viz Mae. Gant an arc'hant dastumet e vo sikouret ar skolioù Diwan evit ul lodenn hag hanterenn all ar sammad a vo roet da raktresoù evit kas war-raok implij ar brezhoneg er mediaoù hag er vuhez pemdez dre vras.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org