|
|
|
|
|
|
|
Lun 8 a viz Meurzh, niv.276 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Dilennadegoù Togo: disoc'hoù tabutet |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tabut war
ar Pelargoniom |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Barzhoniezh: lennadennoù, Anjela
Duval ha barzhezed all |
|
|
D'ar Gwener 19 a viz Meurzh
e vo kinniget an abadenn, e Sal Gouelioù Kawan, da 8e noz. D'ar Meurzh 16 e
vo tu da welet rik ar memes abadenn e levrdi Le Bel Aujourd'hui,
da 8e noz ivez, e Landreger. An div abadenn zo digoust ha digor d'an holl. Evit gouzout hiroc'h : Levraoueg Aodoù-an-Arvor, skourr Kawan, e ti Ti ar
Vro, hent Jean Monnet, 22140 Kawan. Pgz: 02 96 49 12 06 Postel: PUILLSTEPHANBleuenn@cg22.fr Blog : http://levraouegaodouanarvorkawan.nireblog.com Lec'hienn : http://www.printempsdespoetes.com |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
Marsilha-An Oriant (1-1) |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Shutter Island |
|
|
Stadoù-Unanet
– 2008 Seveniñ
: Marin Scorsese Difennet
d’ar re dindan 12 vloaz
Un abadenn stegn eo, liv filmoù polis ar
bloavezhioù 50 warni. Adalek ar skeudennoù kentañ e wask Scorsese war hon
nervennoù. Awenet-bras eo bet gant e senario : staliañ a ra un
aergelc’h mougus hag enkrezus war un dro hag a glot mat gantañ. An
aktor a zere eo Leonardo DiCaprio evit enkorfañ un den a stourm ouzh e
dasmantoù. Kement-se a ya d’ober unan eus filmoù gwellañ Scorsese, ar
pezh n’eo ket dister tamm ebet. Meriadeg Vallerie Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Art Rock : 20 - 23 a viz Mae e Sant-Brieg |
|
|
D'an 20 a viz Mae e vo
kinniget rap gant Lucy Love, hag ur sonadeg krouet gant Air ha Yi
Zhou aozet a-ratozh-kaer evit Art Rock. En deiz war-lerc'h e sono The
Low Frequency in Stereo, ur strollad eus Norvegia. War a lenner e veskont
levezonioù pop ha hini Sonic Youth ha hini Stereolab. Dont a raio ivez Revolver
(sonerezh pop), Vitalic (sonerezh elektro nerzhus), Ghinzu
(rock) hag Olivia Ruiz. D'ar Sadorn e vo kinniget Pete
Doherty (sonerezh rock-pop saoz), Coeur de Pirate (ur plac'h
hec'h-unan gant he fiano), Caravan Palace (jazz swing hag elektro), White
Rabbits (pop underground), The Heavy (meskaj
blues-soul-rock-reggae) ha Féfé (hip hop). Echuiñ a raio an traoù d'ar
Sul 23 gant Gaetan Roussel (bet ezel eus Tarmac ha Louise Attaque), Bibi
Tanga and the Selenites (meskaj sonerezh Afrika, funk, hip-hop), The
Go! Team (pop saoz dic'hortoz [skeudenn]), Jacques Dutronc ha Novak
3D Disco (sonerezh elektronek). Evel bep bloaz e vo
kinniget ivez diskouezadegoù arzoù niverel ha filmoù (programm kinniget gant Arte). Pass tri devezh 70 euro,
nozvezhioù etre 10 ha 33 euro. R.M. Muioc'h a Art Rock : http://www.myspace.com/festivalartrock |
|
|
|
|
|
|
|
|
Flañ du Iwerzhonat |
|
|
Danvez: toaz tartez – 1 loaiad vras
bleud maiz – 3 melen vi – ½ litrad laezh yen – 1½ loaiad vras sukr – ½
loaiad dourenn vanilhez –
1 hanter tasad alamandez drailhet – un toullad alamandez
troc’het a dammoù evit ober brav – 4/6 kerezenn koñfizet
-Meskañ ar bleud maiz hag
ar melen vi. Ouzhpennañ ur banne bihan a laezh. -En ur gastelodenn, lakaat
ar peurrest eus al laezh da virviñ. Lakaat al laezh tomm er meskaj. Meskañ
diehan. -Gwalc’hiñ ar
gastelodenn gant dour yen ha lakaat ar meskaj enni da virviñ en-dro
goustadik. -Lakaat ar sukr, an
alamandez drailhet hag ar vanilhez, ha meskañ mat. Lakaat ar meskaj en toaz ha lakaat da yenaat. Kinklañ ar flañ gant
tammouigoù alamandez ha kerez koñfizet. Riwanon Lennit Bremañ Meurzh 2010 !
An teuliad zo gouestlet er
miz-mañ d'an dilennadegoù-rannvro. Pevar bloaz en do ar c'huzul nevez evit
kas war-raok e raktresoù. Goulennet ez eus bet ouzh an 11 listenn war ar renk
e Rannvro Breizh reiñ o c'hinnigoù e-keñver labour hag armerzh, endro ha
diorren padus, yezh ha sevenadur, hag an adunvanidigezh. Kendalc'het e vo er miz-mañ
gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e
kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt,
diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm – 50€ evit ur
bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre
lamadenn) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|
|
|