Lun 22 a viz C'hwevrer, niv.274
Sizhun 8 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

6 vloaz eo Bremaik !

 

 

D'an 23 a viz C'hwevrer 2004 e oa bet roet lañs d'ar gelaouenn vrezhonek sizhuniek war Internet Bremaik. Diwar atiz skipailh Bremañ ha Skol an Emsav, e oa deuet ar mennozh kinnig keleier war ar genrouedad, gant ul lusk hag ur stumm disheñvel diouzh ar pezh a veze kinniget war baper. Pennadoù berr, keleier liesseurt, troet un tamm war an dudi dre vras (sinema, sonerezh, sportoù), war ar vuhez pemdez (endro, rekipeoù)... Reiñ un tu da lenn brezhoneg ingal, da dud n'int ket boas d'ober zoken (tud o teskiñ ar yezh pe o vevañ pell diouzh ar vro), digoust, a zo lod eus palioù pennañ Bremaik.

Evel alies pa vez intrudu gant bed ar brezhoneg, emañ al labour a-youl vat e-kreiz ar jeu. Al lec'hienn zo bet savet gant ur grafour a-youl vat, bodet ez eus bet kenskriverien evit magañ ar rubrikennoù a sizhun da sizhun, adlennet ha difaziet e vez ar skridoù a-youl vat ivez... Lod eus ar genskriverien a sav pennadoù bep sizhun pe dost abaoe 6 vloaz, lod all o deus labouret ingal bep sizhun e-pad ur bloaz, daou vloaz, tri bloaz... ha lod all c'hoazh o deus sikouret da ginnig muioc'h c'hoazh a bennadoù liesseurt en ur gas pennadoù ingal pe ingaloc'h.

Setu an disoc'h: 273 niverenn embannet, da lâret eo e-tro 1900 pennad brezhonek bet embannet abaoe miz C'hwevrer 2004. Ouzhpenn 300 den a lenn ar gelaouenn bep sizhun, da lâret eo 1000 lenner ar miz abaoe 6 vloaz. Ar pezh a dalvez ez eo bet lennet Bremaik e-tro 72000 gwech! Trugarez deoc'h holl neuze lennerien ger. Evit lidañ 6 vloaz ar gelaouenn odeus ar genskriverien a-youl vat kas muioc'h a bennadoù en taol-mañ.

Ma vefe peg ennoc'h-c'hwi, lennerien feal, ar c'hoant da ginnig keleier berr, e brezhoneg, diwar-benn un danvez a blij deoc'h kalz, e viot degemeret gant ar skipailh gant plijadur!

Er mizioù da zont hon eus spi bras da zont a-benn da ginnig al lec'hienn en un doare nevez, a-benn aesaat al lenn, freskaat ar c'hinnig, ha kaout un doare efedus da furchal en dielloù. Gant ar spi e vo dedennet muioc'h c'hoazh a dud da lenn Bremaik ingal!

Sikour a c’hellit en ur adkas liamm Bremaik d’ur mignon bennak da skouer. Ra vo kalz a niverennoù all gant Bremaik!

 

 

 

 

 

 

 

 

Endro ha politikerezh

 

 

Abaoe 3 bloaz hanter zo bremañ e skrivan pennadoù diwar-benn an endro e-barzh Bremaik. Evit deiz-ha-bloaz ar gelaouenn e klaskin kinnig petra eo an dro-spered a vez heuliet a-hed ar pennadoù. Merzet ho po moarvat e vez klasket kinnig e-barzh Bremaik keleier disheñvel diouzh ar re a c'heller kavout dija e-barzh kazetennoù bras pa vez kaoz eus an endro. Petra eo an diforc'h, hag eus pelec'h e teu?

A-hed ar pennadoù, n'eus ket bet kavet alies keleier diwar-benn ar yec'hed, a gaver koulskoude liammet gant hini an endro e lec'hioù all. N'eus ket bet kennebeut kalz bruderezh evit produoù pe teknologiezhioù nevez a vefe sañset saveteiñ ar blanedenn. An nebeutañ posupl ez eus bet klasket reiñ kentelioù d'al lennerien, lâret dezho ar pezh o deus d'ober, pe kinnig peseurt produoù bio a vo diouzh ar c'hiz evit Nedeleg. Er c'hontrol ez eus bet kaoz eus prosezioù, lod anezhe o vezañ heuliet war hirdermen (brezel al linad, prosezioù ar falc'herien, hini ar rezin...). Kaoz ez eus bet ivez eus al lezennoù a veze studiet, hag alioù pep hini war ar re-se. Alies eo bet meneget stourmoù ar poblañsoù a-enep da embregerezhioù pe lobbyoù bras, o klask reiñ kement a bouez d'o arguzennoù politikel ha d'an arguzennoù o tennañ d’an endro. Ar pal a oa neuze kinnig danvez an endro el liammoù en deus gant ar politikerezh, ha n'eo ket gant ar beveziñ.

Kompren an endro asambles gant ar politikerezh, sed aze ar skoulm a liamm an holl dibaboù a vez graet evit danvez ar pennadoù. Re alies e vez kinniget ar c'hudennoù ekologel evel pa vefent distag diouzh kudennoù all, hag evel pa c'hellfent bezañ diskoulmet diouzh o zu, o kemm un tammig doareoù da broduiñ pe da veveziñ. Amañ, er c'hontrol, e vez lâret eo ar c'hudennoù-mañ kentoc'h un heuliad eus dibaboù politikel, ha n'hallont ket bezañ renket hep kemer e kont hollad ar mennozhioù politikel a vez liammet outo. Setu perak, pa vez kinniget kudenn an Organoù o Genoù Kemmet, da skouer, ne vez ket kaoz eus arguzennoù a denn d’ar yec'hed, met kentoc'h d’ur goulenn ledanoc'h: petra soñjal eus ar berc'hentiezh a vez roet d'an embregerezhioù war ar boudoù bev, hag an disoc'hoù stag ouzh kement-mañ? Daoust hag-eñ eo ur mont en-dro yac'h ma teu al labourerien-douar da vezañ e-dalc'h an embregerezhioù greun, gant ar berc'hentiezh o deus war ar spesadoù, hag ar redi da brenañ ar greun en-dro bep bloaz? Ar goulenn-mañ n'eo nemet ur skouer. Met gallout a ra bezañ lakaet e pleustr war tachennoù all.

Ha setu, a-benn ar fin, e-keit-se, pa ginnigen ur "gudenn ekologel", e klasken bountañ davet ar goulenn: "Ouzh peseurt dibaboù politikel eo liammet ar gudenn-mañ? Peseurt aozadur ekonomikel a zo kaoz eus ar saotradur? Ma vezan a-du gant an arguzennoù o tennañ d'an endro, petra eo ret din degemer e memes tro war an dachenn bolitikel?" Ar c'hudennoù ekologel ne savont ket dindan n'eus forzh peseurt aozadur politikel. Setu eo dav deomp kemer e kont n'hallont ket bezañ komprenet ma vezont distaget diouzh an endro politikel a lak anezho da sevel.

 

M.M.

 

Evit mont donoc'h gant an danvez e c'hellit lenn ur pennad gallek savet ganin:
pour que la revendication écologique fasse place à celle politique

 

 

 

 

 

 

 

 

Lidoù evit enoriñ Youenn Gwernig

 

 

Gant MJC La Marelle Skaer e vo boulc'het d'ar Sadorn 6 a viz Meurzh ur rummad abadennoù evit enoriñ Youenn Gwernig. Barzh, kaner, soner, livour, kizeller, labouret gantañ en tele, krouet en deus dre ar brezhoneg, saozneg, galleg... Klask a raio al lidoù "Youenn Gwernig: la Grande Tribu" (ar meuriad bras) diskouez an hêrezh lezet gantañ war dachenn an arzoù. Boulc'het e vo prantad enoriñ Gwernig gant ur sonadeg, d'ar Sadorn 6 a viz Meurzh, e Leurenn Youenn Gwernig Skaer. Laz-kanañ Penn-ar-Bed eo a ginnigo tonioù e koun an arzour, aet da Anaon e 2006. Dibaboù sonerezh tennet diwar ar bladenn Deiz al lid a vo sonet dreist-holl. 15 vloaz ar gevredigezh Mervent a vo lidet war memes tro.

Meur a abadenn all a heulio, e-kerzh miz Mae evit an darn vrasañ, da vare Gouel Erwan. Kendivizoù, sonadegoù a vo, ha bannet e vo daou film ivez, sevenet gant Jean-Charles Huitorel, Youenn Vras ha Gant Youenn, d'ar 15 a viz Mae, da skouer.

 

Evit gouzout hiroc'h: www.mjc-marelle.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

R2 mell-droad: derby Gwengamp-Brest difrouezh

 

 

Daoust d'an disoc'h etre daou, ne oa ket memes blaz gantañ a bep tu eus an dachenn. Kenderc'hel a ra Gwengampiz da vezañ dipitet gant ar pemvet krogad diouzh renk echuet a-rampo war o zachenn. Diouzh o zu Brestiz a oa tresoù laouenoc'h ganto, an hent war-du ar R1 o tigeriñ a grogad da grogad. An 11vet krogad diouzh renk gant un disoc'h mat evit Brestiz e oa (8 trec'h, tri a-rampo). Kement-se daoust da Wengampiz bezañ aozet muioc'h a zigarezioù palañ e-kerzh an abadenn dec'h, e stad ar Roudourou. En hanterenn gentañ eo bet paotred Treger o klask ren war ar jeu. D'an 22vet munutenn, siwazh, e c'hwitas an argader Scarpelli un digarez merkañ eus ar re vravañ. Poan o deus bet Gwengampiz da c'houde da adkavout kement a youl, daoust dezho bezañ lakaet ar vell da vont ha da dont gant startijenn e-kerzh ar bartienn. Un eil digarez palañ c'hwitet ganto d'ar 84vet munut. Paotred Bro-Leon o deus klasket lakaat bec'h war Gwengampiz en eil prantad, harpet gant suporterien deuet niverus. Daou zigarez palañ brav a-walc'h o deus gellet aozañ e-kerzh an eil hanterenn (gant Grougi hag Autret). Chomet eo solut an difenn ha setu Stad Brest eil (goude Caen) war e renkadur er R2. Gwengamp, er c'hontrol zo el lodenn izelañ, dres a-raok Istres ha Bastia, ar re ziwezhañ.

 

Vancouver 2010: aour Super-G ar merc'hed gant Aostria adarre

 

Disadorn e oa bet aozet abadenn ar Super-G evit ar merc'hed, evit C'hoarioù Olimpek Vancouver, e Whistler. Un hentad direbech he deus graet Andrea Fischbacher (skeudenn), an Aostrianez 24 bloaz, en 1'20"14. Deuet eo a-benn da dremen dreist Tina Maze (Slovenia) ha Lindsey Vonn (Stadoù-Unanet Amerika). Houmañ a glaske tapout un eil medalenn aour, da heul hini ar ski diskenn. Deuet eo a-benn Fischbacher da ziskenn an hent, gant plegoù naet ha frank. He c’henstriverezed o deus int graet fazioù er c'hammdroioù dreist-holl, just a-walc'h. Medalenn olimpek kentañ an Aostrianez eo. Ganti e chom medalenn olimpek aour ar Super-G en Aostria. Pevar bloaz zo e oa aet ar maout gant Michaela Dorfmeister, e C'hoarioù Turin.

Kenstrivadeg ar "Super-G" (pe Super Giant Slalom) zo unan diazezet war an tizh hag ar barregezhioù teknik. N'hell ar genstriverien ober nemet sellet pizh ouzh an hent a-raok an abadenn. Ouzhpenn an tizh e rankont neuze talañ war ar prim ouzh diaesterioù an dachenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur César pe un Oscar a yelo ganeoc'h?

 

 

Setu-ni o tizhout dibenn miz C’hwevrer ha deroù miz Meurzh: mare ar prizioù e bed ar sinema!

Al lid gall Césars a vo d’ar 27 a viz C’hwevrer hag hini an Academy Awards (pe Oscar) a vo lidet d’ar 7 a viz Meurzh.

Er C’hwec’hkorn ez eus un toullad filmoù disheñvel war listenn an danvez-loreidi, Un prophète gant Jacques Audiard avat, eo an hini a zo meneget ar muiañ.

Er Stadoù-Unanet ez eus daou film rampo: Avatar gant James Cameron ha The Hurt Locker (Démineurs e Frañs) gant Kathryn Bigelow (bet dimezet gant James Cameron), meneget 9 gwech pep hini. Un prophète a zo e rann ar filmoù estren, kenkoulz ha Das Weisse Band ivez. Brendan ha sekred Kells a zo bet anvet e rann ar filmoù bevaat.

Evel-just e c’hall souezhadennoù a bep seurt c’hoarvezout. Chomomp war evezh evit gwelet pere e vo an disoc’hoù er sizhunvezhioù a zeu !

 

G.L.

 

The Lovely Bones (Lovely Bones)

 

Seveniñ : Peter Jackson

Stadoù-Unanet Amerika, Rouantelezh Unanet, Zeland Nevez – 2009

 

14 vloaz e oa Susie Salmon pa oa bet drouklazhet gant un amezeg. N’he deus ket c’hoant dilezel he bed, he familh na lezel he muntrer dinec’h ha digastiz. Evel un ael mirer e klask heuliañ a dost ar pezh a c’hoarvez gant ar re vev, du-hont, ha hi hanter hent etre buhez ha marv.

 

Savet diwar romant Alice Sebold (La Nostalgie de l’Ange e galleg) eo ar film-mañ. Ar wech kentañ da Beter Jackson filmañ er Stadoù-Unanet ha n’eo ket e Zeland-Nevez. Ur film iskis, pell diouzh meurded The Lord of the Rings (2001, 2002, 2003), heñveloc’h ouzh Heavenly Creatures (1996) da skouer.

Ur film start ha barzhoniel eo, diwar-benn ar c’hañv. Ur bagad aktored dispar a zo, hag un endro bloavezhioù 70 eztaolet mat. An efedoù ispisial hag ar bed "hanter-hent" a zo an diaesañ da zegemer marteze. Ur santad "krennard" plijus, fromus ha gwirheñvel a zo gant dezrevell Susie. Ur film a seblanto eeunik ha dipitus da lod, hag un dro gaer leun a ijin hag a gizidigezh a-berzh Peter Jackson da lod all.

 

G.L.

 

The Wolfman

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ: Joe Johnston

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

Ul lizher enkrezus en deus resevet an aktor Lawrence Talbot (Benicio Del Toro) digant e zanvez c’hoar gaer (Emily Blunt): steuziet eo e vreur kuit. Goude bezañ foetet bro e-pad bloavezhioù e tistro Lawrence da zomani e dad, Sir John Talbot (Anthony Hopkins). Re ziwezhat eo avat: adkavet ez eus bet ur c’horf drailhet en derc’hent.

 

Ul loen gouez a zo e-barzh pep den, setu moarvat talvoudegezh pennañ mojenn an den-bleiz. C’hoari a ra war-se The Wolfman, dre ret, met, estreget an darempred etre an tad hag ar mab a vez kinniget en un doare dedennus, n’ez a ket pell a-walc’h an abadenn war loenelezh an eil tudennoù na war roll ar reizhelezh en istor. Un elfenn greiz eo ar c’hoar gaer er senario koulskoude met, petra reot, ur produ hollywoodian ez eo. An aktor mat eo Benicio Del Toro evit enkorfañ un den a stourm ouzh al loen a zo ennañ; daoust hag an aktor mat eo evit reiñ korf d'un denjentil saoz avat?

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.thewolfmanmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar sonerezh elektronek

 

 

Hiziv an deiz ez eo anavezet ar sonerezh elektronek gant an holl. Implijet e vez kalz, dreist-holl e bed ar bruderezh.

Er bloavezhioù 1970 e tiwanas da vat al luskad elektronek, a-drugarez da gKraftwerk (skeudenn) ha d'un nebeud strolladoù alaman all evel Can, Neu! pe DAF. E dibenn ar bloavezhioù-se hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e teuas da vezañ elektronek ha pop war un dro. Niverus e voe ar strolladoù sonerezh breizhveuriat a implijas anezhañ: New Order, Depeche Mode, Pet Shop Boys, Eurythmics...

Diorroet e voe da vat er bloavezhioù 1980 ha 1990 pa voe ijinet ar sonerezh house e Chicago hag ar sonerezh tekno e Detroit. Berzh a reas da vat er bloavezhioù 2000, hag an dud a veze boas da selaou sonerezh rock nemetken zoken a grogas da selaou tonioù elektronek. Ar C'hallaoued ivez a zeuas a-benn da vezañ brudet er bed a-bezh: Daft Punk, Laurent Garnier.

Hiziv an deiz ez eo ken diorroet ar sonerezh elektronek ken e c'hall Yann Selaouer dibab etre nouspet doare: sonerezh elektronek bihanañ, IDM (intelligent dance music), elektronika, hard-core hag all.

R.M.

Muioc'h a sonerezh elektronek :

www.lastfm.fr/

www.allmusic.com/

 

Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz

ul luskad a-bouez en istor ar sonerezh amplaet


Distro Helen Folasade Adu

 

"Distro piv?" emaoc'h o soñjal en ur lenn titl ar pennadig-skrid-mañ. Koulskoude, kerkent ha silet ha chuchuet betek ennoc'h Smooth Operator, Sweetest Taboo, Is it a Crime? pe No ordinary Love e ouioc'h diouzhtu ez eus anv eus kanaouennoù kozh Sade.

War he leve arzel edo ar Vreizhveuriadez kaer, a orin eus Nigeria, abaoe dek vloaz. Ha gant embannadur nevez (d'an eizh a viz C'hwevrer e Frañs a-bezh) he fladenn diwezhañ, Soldier of Love, e chom bev-mat hud he zudenn, daoust dezhi bezañ bloaz ha hanter-kant bremañ. Atav ar memes blizoni a-hed an dek kanaouenn. Ha pa vefe anavezet a-walc'h ar sekred, e vo adkavet gant kalz a blijadur ar soloioù saksell o doa savet brud ar ganerez hep he far. N'eo nemet ur vignonez kozh hag a zeu en-dro da guzulikat traoù plijus d'ho tivskouarn...

 

Y.B.

 

Soldier Of  Love gant Helen Folasade Adu, e ti Jive Epic.

 

Skoazell Vreizh: sonadeg ha fest-noz evit lidañ 40 vloaz a gengred

 

Abaoe 40 vloaz e labour izili Skoazell Vreizh evit harpañ an holl stourmerien bolitikel pe sevenadurel eus ar vro, hag o familhoù, lakaet diaes ha gwallgaset gwechoù zo, gant gwikefre justis ar Stad c'hall. N'eo ket Skoazell Vreizh ur benveg politikel: pal ar jeu zo bezañ kengret gant ar re o deus dibabet stourm en ur mod pe unan all evit ma vefe anavezet gwirioù ar Vretoned evel pobl. Ur skoazell psikologel a zo degaset evel-se evel-just, met pleustrek eo da gentañ-penn: lakaat an dud e darempred gant breutaerien, sikour e-keñver arc'hant diouzh ret, harp e aozañ ar vuhez pa vez unan bennak toullbac'het... Gant youl ha gwenneien ar Vretoned o-unan e teu a-benn Skoazell Vreizh da gas e gefridi da benn.

Daou devezh gouel a vo kinniget neuze d'ar Gwener 5 ha Sadorn 6 a viz Meurzh, "Devezhioù ar c'hengred", e Roazhon, e sal ar Cité (ar Geoded).

 

Sonadeg ar 5 a viz Meurzh gant : Les Ramoneurs de Menhirs, Gilles Servat, Trouz an Noz, Bernez Tangi, Daonet, Lik ha Lik. Digor ar sal adalek 6e30 noz. 8€

Fest-noz ar 6 a viz Meurzh gant: Plantec, Startijenn, IMG, Dom Duff, Gweltaz Adeux, Yac'hus. Digor ar sal adalek 6e30 noz. 6€

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kouignoù kerneveurat

 

 

Aes-tre ha graet buan!

 

Danvez: 4 zasad bleud gwinizh – 1 tasad sukr poultr – 100g amann – ur banne laezh

 

Meskañ an amann gant ar bleud hag ar sukr.

Lakaat ur banne laezh hervez an ezhomm.

Pladañ an toaz fin a-walc’h ha troc’hañ rontoù gant ur werenn.

Lakaat da boazhañ er forn e-pad 15-20 munutenn tan etre.

 

Riwanon

 

Deizioù en Oriant: ar c’heginerezh enoret

 

Betek fin miz Meurzh e vez dalc'het an Deizioù e bro an Oriant. Aozet gant Emglev Bro an Oriant, darvoudoù a bep seurt a zo en Deizioù : prezegennoù, sonadegoù, festoù-noz, stajoù, atailheroù, diskouezadegoù... Ar pal a zo difenn ha kas war-raok yezh ha sevenadur Breizh e kornad an Oriant. Da-geñver an Deizioù-mañ e oa bet kinniget d'ar Sadorn 20 a viz C'hwevrer en Amzer Nevez e Plañvour Alc'hwezioù sevenadur Breizh diwar-benn keginerezh ar Vretoned. Pedet e oa Nathalie Beauvais, keginerezh ar preti Le Jardin Gourmand en Oriant, ar geriadurour Martial Ménard hag ar c'hontour Lucien Gouroug. Roet e oa bet d'ar 100 arvester war al lec'h sekredoù-kegin ha kuzulioù a-bouez gant Nathalie Beauvais evit fardañ predoù lipous gant pesked, legumaj, frouezh, karamel gant amann sal, krampouezh... Roet e oa bet ivez chomlec'h produerien a-feson a ra boued mat-tre rak hervezi "ne vez ket fardet kegin mat hep produioù mat ha ma ne vez ket lakaat karantez o keginañ". Martial Ménard en deus displeget ur bern troioù-lavar brezhonek tro-dro d'ar c'heginañ gant gerioù evel boued, pillig, yod, krampouezh... hag evel-just amann, an danvez ret evit fardañ keginerezh ar Vretoned ! Da-heul ar brezegenn e oa bet kinniget tañva boued Breizh, lipousat plijadur !

 

Evit gouzout hiroc'h ha kaout programm klok an Deizioù:

www.emglevanoriant.com

 

Freskennad-tud evit Breizh unvan e Naoned

 

Ar gevredigezh Breizh Unvan, asambles gant ar strollad 44=BZH, a ro emgav d'hec'h izili ha d'an dud tomm ouzh adunvanidigezh Breizh a-benn disadorn, d'ar 27 a viz C'hwevrer 2010, e Naoned. Un degouezh dic'hortoz a vo kinniget ganto, "ur gouel dreistordinal, da ziskouez birvidigezh ar stourm evit ma vo unvan Breizh" eme Breizh Unvan.

E porzh Naoned, tal-kichen an Hangar à bananes, da 2e goude-kreisteiz, eo bet lakaet an emgav. Ar pal zo sevel ur bras a freskennad-tud, gant kantadoù a berzhidi, muioc'h zoken m'eo posupl. Ur skeudenn a vo tapet neuze eus an uhel a-benn brudañ stourm adunvanidigezh Breizh en un doare dic'hortoz ha dreistordinal.

Un digor-kalon "apero-mix" a vo kinniget hag ur sonadeg da c'houde, digoust, gant strolladoù hag arzourien eus Roazhon ha Naoned dreist-holl.

 

Evit gouzout hiroc'h :

http://fresquehumainereunification.wordpress.com

 

Skrivadeg 2010: d'ar 6 a viz Meurzh!

 

A-benn ar Sadorn 6 a viz Meurzh e vo aozet tolpadoù lec'hel ar Skrivadeg! Ingal bep bloaz, e vez bodet un tamm e pep lec'h e Breizh (hag e lec'h all ivez gwechoù zo) kantadoù a vrezhonegerien a bep oad, evit plediñ gant ar selaou ha skrivañ brezhoneg, ha dreist-holl bezañ holl a-gevret tro-dro d'ar yezh. Ar skrivagnerez Mich Beyer (Seizh devezh warn-ugent, Etrezek an enez...) eo a ginnigo an destenn er bloaz-mañ. E penn an aozadur emañ Sked, a vod kevredigezhioù sevenadur Breizh bro Vrest, evit abadenn 2010. E Brest e vo pedet loreidi an tolpadoù kentañ evit Gourfenn ar Skrivadeg, a vo aozet d'ar Sadorn 22 a viz Mae 2010.

Sed amañ da heul roll an aozadurioù a gemero perzh ar Skrivadeg, ha pelec'h. Kit e darempred ganto buan evit lakaat hoc’h anv !

 

BREST

Sked: 02 98 80 26 71 / sked.breizh@free.fr

 

DOUARNENEZ

Ti ar Vro Kemper: 02 98 90 73 43 / david.tiarvro@orange.fr

 

GWERZHAV (Bro Naoned)

Kentelioù an Noz:  02 40 20 39 74 / kann@netcourrier.com

 

LANDIVIZIO

KLT: 02 98 63 98 79 / klt@wandoo.fr

 

LANNARSTÊR

Emglev Bro an Oriant: 02 97 21 37 05 / 02 97 21 69 75 / emglev.bro.an.oriant@cegetel.net

 

AN OSPITAL

Ar Froud Birvidik & Bugale Amañ: 02 29 62 89 47 / divyezhbrodaoulaz@gmail.com / 7mimoza@wanadoo.fr / fr.kermarec@wanadoo.fr

 

PARIZ

Ti ar Vretoned: 01 79 46 52 24 / aude.merrien@laposte.net

 

PLOUHA

Kalon Plouha: 09 75 94 96 84 / kalon.plouha@wanadoo.fr

 

ROAZHON

Skeudenn Bro Roazhon: 02 99 30 06 87 / skeudenn@wanadoo.fr

 

Lennit Bremañ C'hwevrer 2010 !

 

Haiti, afer peñse ar Bugaled Breizh, Prizioù 2010 France 3, pladenn nevez Soïg Sibéril, pennadoù e koun Bernez an Nail ha Meriadeg Herrieu... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Redadeg 2010. 1200 km a zo bet lakaet e gwerzh hag a vo redet evit reiñ "bazh-eilañ ar brezhoneg" a zorn-da-zorn war hentoù Breizh, etre an 10 hag ar 15 a viz Mae. Gant an arc'hant dastumet e vo sikouret ar skolioù Diwan evit ul lodenn hag hanterenn all ar sammad a vo roet da raktresoù evit kas war-raok implij ar brezhoneg er mediaoù hag er vuhez pemdez dre vras.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org