|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz C'hwevrer, niv.273 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, Petra oa keleier Bremaik
bloaz zo? Klikit amañ ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Argad AFNA e Su Afghanistan |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Prosez ar
rezin |
|
|
Ar sizhun paseet eo bet
embannet diviz al lez-varn: ne vo ket kastizet an MRDGF. Diskouez a ra al
lez-varn eo bet embannet sklaer hentennoù-labour an enklask, ha ne oa ket bet
distummet an disoc'hoù. An FNPRT, d'he zro, a zo bet kastizet, evit
"mont d'al lez-varn diabeg". Dre ma oa bet embannet an disoc'hoù e
fin ar c'houlz-amzer evit prenañ rezin en deus kavet al lez-varn ne oa ket ur
studiadenn bet embannet evit herzel ouzh an dud da brenañ rezin. Ret e vo neuze
d'an FNPRT rezteurel an 2000€ bet dispignet gant an MRDGF e-pad ar
prosez evit en em zifenn. Ur gounid evit ar gwir da embann disoc'hoù skiantel
displijus d'ar c'henwerzh! M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Deizioù 2010 Bro an Oriant:
diskouezadegoù |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: 02 97 21 37 05 www.emglevanoriant.com |
|
|
|
|
|
|
|
Vancouver:
aour evit Kanada |
|
|
Er memes diskiblezh e rann
ar merc'hed, eo aet an aour gant ar Stadunanadez Hanna Kearney. 26.63 poent
he deus bet, da lavaret eo 0.94 poent ouzhpenn ar Ganadianez Jenn Heil, aet
an arc'hant ganti. Fellout a rae da houmañ tapout an aour evit bezañ an
atleterez kentañ eus he bro o resev ar vedalenn aour e C'hoarioù aozet gant
Kanada. Spi bras he doa dre ma oa bet tapet an aour ganti e Turin pevar bloaz
zo. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Sherlock Holmes |
|
|
Stadoù-Unanet,
Breizh-Veur, Aostralia – 2008 Seveniñ
: Guy Ritchie Diwar
tudennoù Sir Arthur Conan Doyle
Ur film hollywoodian eo, arabat disoñjal. Pell
a-walc’h eus fealded an heuliad skinwel gant Jeremy Brett emeur,
evel-just. Kentoc’h eget un dileizh gant 7% a gokain ez eo gant
amfetamin eo flemmet ar Sherlock Holmes-se. Meuzioù gwall zisheñvel e
c’haller fardañ gant ar memes aozennoù diazez. Hogen, ha pa ne vefe ket
diouzh rekipe Conan Doyle, an abadenn-mañ n’eo ket displijus da lonkañ
pa glasker un tamm dudi. Evit gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar Bagadoù a amprou reolennoù nevez e Kampionad
Brest |
|
|
1.Kap Kaval (16,74) 2.Kemper
(16,65) 3.Kemperle (16,37) 4.Brieg (15,22) 5.Kevrenn Alre (15,01) 6.Sant-Maloù
(14,65) 7.Meilhoù Glas (14,56) 8.Lokoal (14,26) 9.Gwened
(14,15) 10.Pondi (13,95) 11.Penhars (13,55) 12.Perroz-Gireg
(13) Trofe Alain Riou:
Kemperle / Priz Terouer: Kemperle |
|
|
|
|
|
|
|
|
Kig-yar gant pour ha brikoli |
|
|
Danvez : 4 gwenn yar
(peadra evit 4/5 den) – 1 lur pour rakpoazhet – 1 lur brikoli
tammet – 1 tasad bouilhoñs soubenn-yar – 1/2 tasad bara kras
– tin – 3 loaiad vras whiskey
(wiski iwerzhonat) – eoul olivez – holen
-Ober tammoùigoù karrezek
gant ar c’hig. Poazhañ anezho ur pennadig bihan en ur billig gant an
eoul olivez, an holen hag an tin. Peurboazhañ a raio ar c’hig er forn
goude-se. -En ur gastelodenn lakaat
ar bouilhoñs da virviñ ha lakaat ar pour hag ar brikoli da boazhañ ennañ
e-pad 5 munutenn. -Lakaat al legumaj en ur
plad forn gant ar c’hig hag ar whiskey, goloiñ gant ar bara kras. -Goloiñ ar plad er forn ha
lezel da boazhañ e-pad 1 eurvezh. Lemel ar golo, uhelaat an tan e-pad un
toullad munutennoù evit rouzañ ar c’hig hag al legumaj. Riwanon An Oriant : penaos e oa ar gêr
war-lerc'h an eil brezel bed ?
Posupl e vo selaou an abadenn-mañ d'ar Yaou 18 a
viz C'hwevrer da 8e noz Lennit Bremañ
C'hwevrer 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Redadeg 2010.
1200 km a zo bet lakaet e gwerzh hag a vo redet evit reiñ "bazh-eilañ ar
brezhoneg" a zorn-da-zorn war hentoù Breizh, etre an 10 hag ar 15 a viz
Mae. Gant an arc'hant dastumet e vo sikouret ar skolioù Diwan evit ul lodenn
hag hanterenn all ar sammad a vo roet da raktresoù evit kas war-raok implij
ar brezhoneg er mediaoù hag er vuhez pemdez dre vras. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg:
"Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€
an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro
– 4€ bep miz dre lamadenn) E gwerzh
er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo
bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg
bemdez! Kas ur chekenn 12€ da: Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000
Roazhon. Evit
gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr |
|
|
|
|
|