Lun 20 a viz C'hwevrer, niv. 88
Sizhun 8 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Israel ha Palestina : ur mare diaes

 

 

Disul e oa bet anvet da Gentañ Ministr Palestina Ismail Haniya (skeudenn) eus ar strollad Hamas, ar strollad islamour brasañniver er Parlamant. Karget eo bet Ismail Haniya da sevel ur gouarnamant gant prezidant Galloud Palestina, Mahmoud Abbas. Hemañ diwezhañ en deus disklêriet dirak kannaded Palestina en doa spi e talc'hfe Hamas gant an emglevioù Peoc'h zo gant Israel ha lezel neuze ar feulster a-gostez.

Gouarnamant Israel, kaset war-raok gant Ehud Olmert, en deus embannet dec'h e oa Gallloud Palestina un "aozadur sponterezh" gant Hamas e penn an traoù. Ne vo ket darempredet ken Galloud Palestina gant Israel evel ur "c'henlabourer" eme Ehud Olmert. Divizet en deus gouarnamant Israel chom hep treuzkas e miz Meurzh an arc'hant a vez roet bep miz gant Israel da Balestina evit resteurel ar gwirioù maltouterezh ha taosoù war ar produoù kaset da Balestina. Ouzhpenn 50 milion dollar a c'hellfe chom sac'het neuze, da lavarout 30 % eus budjed Galloud Palestina. Ur maread diaes-tre eo evit Prezidant Palestina Mahmoud Abbas, aet war disteraat an darempredoù etre e Stad hag hini Israel koulz ha stad arc'hant Galloud Palestina.

 

 

 

 

 

 

 

 

Protokol Kyoto : bloaz zo dija !

 

 

E 1997 e oa bet sinet Protokol Kyoto, pazenn gentañ ar stourm etrevroadel ouzh an tommañ hinad, ha lakaet e oa bet da dalvezout adalek ar 16 a viz C’hwevrer 2005 gant 161 vro. En o zouez e vez kavet 33 bro “binvidik” (war bouez ar Stadoù-Unanet hag Aostralia) ha broioù eus an Trede Bed a vez dalc’het kont muioc’h-mui anezho e-giz Sina, India ha Brazil. Asantet o deus an holl re-se da ziskar ar c’hementad gaz efed ti-gwer produet gante, da lâret eo ac’hann da 2012 e rankint produiñ 5,2 % nebeutoc’h a CO2 evit ar pezh a veze produet e 1990 (bloavezh-dave evit ar protokol). Ar pal eo strivañ a-benn n’afe ket an tommañ en tu all da 2°C da-geñver penaos e oa an hinad er prantad rakgreantel. Ha daoust m’eo uvel ar pezh zo goulennet pa weler ar strivoù a vefe ezhomm evit tapout ar pal-se e vo gwall start d’ar broioù doujañ d’ar pezh o deus prometet dija. Da skouer e 2004 e oa bet embannet gant Unvaniezh Europa un digresk a 1,6 % pa vo ret tizhout 8 % e 2010.

 

Morwena Audic

 

Prantad rakgreantel : période préindustrielle

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://www.lemonde.fr/web/article/0,1-0@2-3228,36-742246,0.html

http://www.greenpeace.org/france/news/kyoto-anniversaire

http://www.lefigaro.fr/sciences/20060216.FIG000000177_premier_anniversaire_du_protocole_de_kyoto.html

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg an "Disavourien dizouar" : Aster

 

 

Ur gevredigezh tisavourien breizhat eo "Architectes Sans Territoire". Savet e oa bet e 1995 a-benn rannañ barregezhioù tisavourien gant obererezhioù skoazell d'ar broioù o tiorren. Skoazell er sevel savadurioù, er Glad, evit ar chanterioù publik, an endro... Ne glask ket ar gevredigezh sikour war verr-dermen, met kentoc'h an diorren war hir-dermen. Un eskemm barregezhioù zo : ar raktres a rank bezañ kinniget gant tud ar vro skoazellet. Alioù fur pe un taol dorn a vo roet gant Aster war-lerc'h. Graet e vo gant danvezioù ha teknikoù ar vro evit klask sevel ar muiañ ar gwellañ savadurioù padus hag ekologel. Er mare-mañ emañ ar gevredigezh o pleustriñ war un templ e Kambodja da skouer.

O klask skoazelloù emañ ar gevredigezh hag a-benn kinnig he labour e aozo un diskouezadeg hag ur c'hendiviz e Roazhon, d'ar 7 a viz Meurzh.

 

Diskouezadeg etre ar 7 hag ar 24 a viz Meurzh er Credit Mutuel de Bretagne, 30 bali Tour d'Auvergne, e Roazhon. Evit gouzout hiroc'h : http://www.asterbretagne.org.

 

 

 

 

 

 

 

 

21 medalenn evit Kjetil Andre Aamodt

 

 

Aet eo ar vedalenn aour gant an Norvegiad Kjetil Andre Aamodt evit ar Super-G e Torino. An unanvet medalenn olimpek pe bedel warn-ugent eo avit ar skier eus Oslo, hag a zo 34 bloaz bremañ, evit 437 redadeg graet gantañ. Distreiñ a raio er bloaz a zeu, daoust dezhañ bezañ embannet ne oa ket ken kreñv ar c'hoant gounit gantañ abaoe ur pennad. Siouloc'h eget ar re all e soñj dezhañ bezañ da vare ar redadegoù. Ar skiant bet prenet gantañ a-hed ar c'henstrivadegoù bedel, sur a-walc'h. Met echu eo C'hoarioù Olimpek Torino evitañ. Gwelloc'h eo dezhañ ober war-dro e verc'h bet ganet nevez zo.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sheitan

 

 

Bro-C’hall – 2005

Seveniñ : Kim Chapiron

 

Goude un nozvezh troet fall, Eve, paotretaerez daonet, a bed Bart, Ladj, Thai ha Yasmin en he zi vakañsoù pa vez un darn vat eus an  dud o lidañ Nedeleg. Du-hont, evit tud yaouank eus kêr e tro an traoù da spont, dreist-holl ‘blam da Joseph, an den iskis a ra war-dro an ti...

 

N’eo ket dreistordinal istor Sheitan. M’ho peus gwelet Jeepers Creepers ne vo souezhadenn ebet pe dost. Ar sevenour a lâre e felle dezhañ sevel ur film a veske fent, reizh ha spont. Deuet eo a-benn en un doare simpl. Tud ’zo a vo direnket memestra, gant an tu goapaüs a zo (tud diwar ar maez gwelet evel plouked gouennelour hag-all). Met n’eo ket se a-benn ar fin pal ar film, diskouez e c’hall Gallaoued n’int ket a vicher pe dost aozañ ur film dudius, fentus ha droch, ne lâran ket. Arabat bezañ na re daer, na re dener, n’eo nag un taol-dreist nag ur c’hwitadenn, met ur souezhadennig blijus e bed ar sinema gall.

 

G.L.

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.lesheitan.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Infadels – We Are Not The Infadels

Embannet gant Wall of Sound/PIAS

 

 

Bep sizhun, abaoe tamm pe damm daou vloaz, ar memes sekred kegin, an anvioù a cheñch, ket ar sonerezh. Ma ! Da nebeutañ eo sonerezh mat. The Infadels, neuze, dizoloet goude bezañ lennet ur pennad e-barzh Les Inrockuptibles. Ha ne lennan mui Les Inrocks gwall alies.

Gant ton kentañ ar bladenn (Love Like Semtex, gourc’hemennoù pa ne vefe nemet evit an titl) e oa gounezet. Ar sekred kegin boutin, mat, lavaromp en-dro :  pemp den eus reter Londrez, gitar boud da lakaat ar mogerioù da grenañ, gitar etre punk ha funk, taboulinoù tchak poum, gitar nerzhus. Bugale vihan New Order, un dra bennak evel-se. Anvet eo eil kanaouenn ar bladenn Can’t Get Enough. Anat.

 

R.M.

 

Muioc’h a ditouroù : http://www.infadels.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Koulzad brudañ : a-enep d’an droug graet d’ar merc’hed

Gant Amnesty International ha Sephora etre an 20/02 hag an 08/03

 

 

Al liv glas nemetañ a c’heller asantiñ gwelet ouzh bizaj ur plac’h ? Hini al liv-dremm, evel just.

Amnesty International ha Sephora o deus c’hoant da hejañ ar speredoù gant o c’houlzad-brudañ hag a echuo da zevezh gwirioù ar merc’hed.

Eus peseurt gwirvoud e reont anv ?

Bep pevar devezh e varv ur plac’h dindan taolioù an den a vev ganti. Ur plac’h diwar dek a vez graet droug dezhi en he c’houblad e Frañs.

Raksoñjoù : ar feulster zo liammet gant an hini kreñv, an drammoù, kudennoù psikologel ? Ar rummadoù sokial izel hepken zo touchet gant se ? Ket. An holl verc’hed a c’hell bezañ gwallgaset hep diforc’h a oad, a orin nag a live sokial. Ar feulster zo liammet gant un droukziforc’h, ar fed nac’hañ bezañs unan ha na weler ket evel un alter ego.

Korfel, speredel pe reizhel, an droug graet d’ar merc’hed zo isvuzuliet c’hoazh.

 

Katell Leon

 

http://www.amnesty.asso.fr/