|
|
|
|
|
|
|
Lun 14 a viz C'hwevrer, niv.319 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
An arme e penn Stad Egipt |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gwenan e kreiz kêr an Oriant |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tresadennoù Truk |
|
|
Er skolaj e oa plijet Truk
gant ar bannoù-treset doare manga evel Sakura, peogwir e oa diouzh ar c’hiz
d'ar c’houlz-se. He doare dezhi da dresañ he deus kavet tamm-ha-tamm. El lise he doa graet ur
stummadur war an teknik, an tresañ hag ar maketenniñ. Aet e oa e skol
Arzoù-kaer Versailhez. Emañ-hi o heuliañ un aotreegezh war an Arzoù Plastek e
Roazhon 2 hiziv an deiz. He fal zo mont da Strasbourg er skol Arzoù-klinkañ
a-benn ar bloaz a zeu. Ober a ra kalz gant
teknikoù ar c’hoadengravadur, al linograverezh ("Le petit garçon perdu dans la mer" da skouer) hag ar
paper-didroc’het ("Les 36 vues du
Kilimanjaro" da skouer). Ul labour nevez a zo ganti
war ar stern. Ur raktres a-stroll eo,
a-gevret gant arzourien-all: sevel ul levr skeudennaouet evit ar vugale,
diwar-benn pozioù ur ganaouenn gant Frank Zappa. An disoc’h a vo diskouezet
d’an dud e Roazhon a-benn miz Meurzh. S.B. Evit gouzout hiroc’h: http://truk.ultra-book.com/book |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi:
Tournamant ar 6 Broad |
|
|
Iwerzhon 22 – 25 Frañs Tomm eo bet da lêr ar
C'hallaoued met daoust d'an tri esae lakaet gant Iwerzhoniz, int deuet a-benn
da c'hounit. C'hwec'h tenn-kastiz a-enep unan, sed aze alc'hwez ar c'hrogad.
Dav e vo da skipailh Marc Lièvremont diwall rak a-benn pemzektez emaint o
vont da c'hoari a-enep ur skipailh saoz dispar.
Eizh esae a zo bet plantet
gant c'hoarierien Bro-Saoz, evit unan hepken gant ar paourkaezh Italianed.
E-pad ugent munutenn e oa kazi rampo an daou skipailh ha Mirco Bergamasco en
dije gellet lakaat un taol-kastiz evit ma vije bet ur poent a ziforc'h
hepken. C'hwitet en deus ha spontus eo bet war-lerc'h. Domaj evit paotred
Nick Mallett, dreist-holl goude o c'hrogad brav a-enep Iwerzhoniz. Skos 6 – 24 Kembre Daoust m'o doa diskouezet
traoù brav a-enep ar C'hallaoued an dibenn-sizhun tremenet, n'eo ket deuet
a-benn Skosiz d'ober kement-all a-enep Kembreiz. Shane Williams an 3/4
askeller, prim evel ur gaerell, en deus plantet daou esae, daou esae nemetañ
ar c'hrogad. Mell-droad:
Rummad 1 ha Rummad 2 Roazhon 2 - 0 Niça Kroget dousik e-pad an
hanterenn gentañ, paotred Roazhon o deus boulc'het an eil hanterenn gant lañs
ha startijenn. Lakaet o deus daou bal dindan ur c'hard-eur gant Montaño (52')
ha Boukari (58'). Setu Roazhoniz en eilvet plas ar R1, gourc'hemennoù dezho! Monaco 3 – 1 An Oriant Gameiro en deus lakaet ur pal c'hoazh, n'eo ket bet
trawalc'h evit gounit avat. Ouzhpenn da se, en deus tapet Jeremy Morel ur
c'hartoñsig-ruz e fin tout ar match! Valenciennes 3 – 0 Brest Netra da lavaret e-keñver
an disoc'h. Brest a oa izeloc'h o live eget hini o ostizien, a galz. Dav e vo
dezho strivañ evit distreiñ e penn-kentañ renkamant ar R1. Gwened 1 – 0 Naoned Trawalc'h eo bet gant ar
pal lakaet gant Mézague goude un eurvezh c'hoari evit paotred ar VOC da
alaniñ un tamm. Evit Naoned avat, emañ ar R1 o pellaat diouto... Tennis: Tournamant
Challenger Kemper Soñj ho peus moarvat eus
Nicolas Mahut hag e grogad hir-abominapl a-enep John Isner (unnek eurvezh
c'hoari!). Bez’ e oa hemañ diwezhañ niverenn gentañ e penn ar rollad
c'hoarierien hag a zo deuet betek Kemper. Trec'het eo bet er c'hentañ tro
avat! Er gourfenn hon eus gwelet David Guez ha Kenny de Schepper, daou diwar
an ugent c'hoarier tennis gall enskrivet en tournamant. Ar maout a zo aet
gant David Guez. Gourfenn David Guez 6-2 4-6 7-6(5) Kenny de
Schepper Evit gouzout hiroc'h: www.opendequimper.com |
|
|
|
|
|
|
|
The
King's Speech (Le Discours d'un Roi) |
|
||
|
Breizh-Veur, Aostralia, Stadoù-Unanet – 2010 Seveniñ : Tom Hooper
Istor gwir tad Rouanez Elisabeth Bro-Saoz eo,
rediet da gemer ar garg Roue da-geñver ur mare gwall drubuilhet eus istor
Mab-den. Dont a ra a-benn Tom Hooper da reiñ da welet un den a stourm evit
sammañ ar roll en deus da c’hoari er gevredigezh. Strivoù un den a rank mont
dreist dezhañ e-unan evit seveniñ e donkad, bravat tem. N’eus ket ezhomm
bezañ roue evit talañ ouzh ar glaoustre-se; klaoustre kement buhez eo. Meriadeg Vallerie Abadenn
ispisial Mouchig-Dall
a-benn dimerc'her
Evit gouzout ar pezh a zo c’hoarvezet gant
Goulwena, e c'hellot sellet an abadenn dimerc'her beure war France 3 Breizh (ne
vo ket skignet e Bro-Naoned), pe war Internet ar sizhun-pad: |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
American
Tabloid gant James Ellroy |
|
|
Uhelek eo James Ellroy amañ:
fellout a ra dezhañ reiñ ur gentel deomp. Adsavet eo amañ istor ar Stadoù-Unanet
en ur zerc’hel kont eus stultennoù dispaket e teil-tomm "teorienn an
Irienn". E-ser ul laziadig ez omp kendrec’het en deus kollet e vuhez
John Fitzegarld Kennedy e-kreiz un tric'horn dañjerus-kenañ: CIA, Cuba,
Mafia. Ha gwir eo pe get, ne ra
forzh, eme James Ellroy. Arabat eo deomp disoñjal e lennomp un tabloid.
Mesket ez eus tammoù a wirionez gant sorc’hennoù a vez kavet e speredoù an
dud. Evit ar peurrest e talc’himp soñj eus krennlavar Cosa Nostra: "ar re a gomz, na oaront ket; ar re a
oar, na gomzont ket." Tangi Legavre American Tabloid gant James
Ellroy. Embannet e Frañs gant Rivages Noir (1997). stultenn (b.): soñjoù, prederiadennoù diskiant ha didalvoud
(gerioù all heñvel o ster: sorbienn, loariadenn, sorc'henn...) irienn (b.): emglev kuzh etre meur a zen
evit klask kemer ar galloud. |
|
|
|
|
|
|
|
Maget ar saout gant geot... ha gwin ruz |
|
|||
|
Evit gouzout hiroc'h: www.ats-sea.agr.gc.ca Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
C'hwevrer 2011!
An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus an dilennadegoù
da zont evit ar guzulierien-departamant. An dro diwezhañ e vo da votiñ er mod
ma vo graet a-benn an 20 hag ar 27 a viz Meurzh. Daou zilennad o vont da
zilezel emvodoù ar c'huzulioù-departamant a ro o soñj: Andre ar Gag
(Penn-ar-Bed) ha Patrick Mareschal (al Liger-Atlantel)... Kinnig a ra ivez Bremañ div bajennad
anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||