|
|
|
|
|
|
|
Lun 7 a viz C'hwevrer, niv.318 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Diaes ar jeu evit feilhañserezh HB Henriot |
|
|
Adreizhadur barnerezhel: redressement judiciaire (diwar adreizhañ ha barnerezh) |
|
|
|
|
|
|
|
Stankell Belo Monte |
|
|
Burutellet eo ar raktres
gant ar poblañsoù hag ar skiantourien, met difennerien vat a zo gantañ ivez.
Dindan gwask an embregerezhioù ez eo bet roet e zilez gant prezidant Bodad
Brazil evit an Endro, evel ma oa bet graet dija gant an hini a oa araozañ, ha
gant ministr an Endro zoken. EletroNorte a c'houlenn e vije roet an aotre da
sevel ar stankell daoust ma ne glot ket ar raktres gant al lezennadur war an
endro zoken. War a seblant e c'hellfe al labourioù kregiñ adalek miz
C'hwevrer. Diwar se ez eus savet sinadegoù evit talañ ouzh ar raktres: www.avaaz.org M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Skeudennoù labourerien-douar e Ti
Breizh |
|
|
Da welet e Ti Breizh e Pariz, 8 straed l'Arrivée, e karter
Montparnasse. Etre al Lun hag ar Gwener etre 9e30 ha 6e. D'ar Sadorn g.m.
etre 2e30 ha 6e30. |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi:
Tournamant ar 6 Broad |
|
|
Seizh esae a zo bet lakaet
en holl, ur c'hoari plijus-kenañ dre m'o doa c'hoant an daou skipailh da
ginnig ur c'hoari-daouarn brav. Gwelloc'h eo bet ar C'hallaoued avat,
dreist-holl evit a sell ouzh ar meskadegoù. Italia 11 – 13 Iwerzhon Ma vije bet lakaet an
taol-adlamm diwezhañ (80'), pe an drop
mar karit, e dibenn ar c'hrogad gant an Italianed o dije gounezet war o
douaroù a-enep unan eus skipailhoù kreñvañ an tournamant. Siwazh evito ez int
tremenet e-kichen, met tenn eo bet ar c'hoari. Ret e vo diwall ouzh an
Italianed en tournamant. Kembre 19 – 26 Bro-Saoz Stad ar Millinenium a oa
leun-kouch met n'eo ket trawalc'h evit dougen skipailh Kembre betek an
trec'h. Profitet-mat o deus ar Saozon eus tuioù gwan Kembreiz evit plantañ
daou esae hag o deus graet poan da c'hoarierien ar Pour. Mell-droad: R1 ha R2 Roazhon 1 - 0 PSG Abaoe 2001 n'en doa ket
gounezet ar PSG a-enep FC Roazhon, ha n'eo ket bet cheñchet penn d'ar vazh er
bloaz-mañ. Digarezioù da lakaat ur pal a zo bet en daou du, met n'eus nemet
ar Roazhonad Brahimi (19') hag a zo deuet a-benn. Gant an disoc'h-mañ e
tistro Roazhon d'an trede plas. Caen 0 – 2 An Oriant A-drugarez da Amalfitano
(22') ha da c'hGameiro (86') eo bet trec'h ar Pennoù-Merluz war paotred Caen.
Sede ar pempvet pal e-korf tri c'hrogad evit Kevin Gameiro, hag ar pevare
trec'h diouzh renk evit skipailh an Oriant, distroet d'an dekvet plas e
renkamant ar Rummad 1, just a-dreñv Brest. Brest 2 – 1 Nancy Chañs ha dichañs a zo bet
en daou du. Nancy en dije gellet lakaet un eil pal (90') just goude bezañ bet
paket hini Grougi (87'), war ur brav a daol-digoll eeun. Koulskoude eo gant
Brest eo aet ar maout, a-drugarez da Jonathan Ayite hag en deus c'hoariet
plaen ha lakaet ur pal zoken (44'). Tennis: Tro gentañ ar Fed-Cup Rusia 3 – 2 Frañs Kaset war-raok gant Nicolas Escudé, kabiten skipailh ar c'hoarierezed tennis, eo
kroget mat an traoù evit Virginie Razzano hag Alizée Cornet (0-2 evit Frañs).
En eil devezh eo distroet ar Rusianezed avat, hag aet ar maout ganto en un
doare reizh. Aostralia 1 – 4 Italia Slovakia 2 – 3 Republik Tchek Belgia 4 – 1 Stadoù Unanet Amerika |
|
|
|
|
|
|
|
Black
Swan |
|
||
|
Stadoù-Unanet Amerika -
2010 Seveniñ : Darren Aronofsky Golden Globe 2011 ar gwellañ aktorez en ur film
dramatek a zo aet gant Natalie Portman
Ur sevener dedennus e labour eo Darren Aronofksy.
Siwazh e film-skrij e metoù an dañs n’emañ ket a-live gant ar pezh en deus
bet kinniget a-raok. Brav eo ar skeudennoù met tech implij ur c'hamera re
dost d‘an tudennoù a zo poanius a-wechoù. Mont a ra Black Swan davet re a doareoù filmoù disheñvel (spont, skrij,
psikologel...) ha n’eo ket gwall gendrec’hus. Mila Kunis a c’hoari perzh an
alarc’h du a zo plijus he labour. A-fed istor eo re simpl un tamm, adkrouiñ a
ra Nina istor “"Lenn an Elerc’h"... Ur film pompadus un tamm. G.L. Evit gouzout hiroc’h: www.blackswan-lefilm.com Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com "Hentoù
70" war France 3
Skignet e vo Hentoù 70 war France 3 Breizh d'ar
Sul 20 a viz C'hwevrer ha d'ar Sul 27 a viz C'hwevrer 2011 e-barzh abadenn Red
an Amzer da 11e30.
|
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Peter Hook and Friends play Unknown Pleasures La Carène, Brest, d'an 9 a viz
Meurzh da 8e30 noz |
|
|
Evel-just,
pe siwazh deomp, e oamp bet ganet re ziwezhat ha pa oa en em grouget Ian
Curtis e oamp er skol kentañ derez. Met ouzhpenn mouezh ar c'haner e verzjomp
un dra dibar er strollad: un dra bennak a rae brooom broom... Ar gitar boud
an hini e oa, ha Peter Hook eo a sone gantañ. E 2005 e
teujomp a-benn da welout New Order en Erer Kozh. Ma, ne oa ket Joy Division
ha ret e oa d'ar c'haner sellout ouzh ur skramm ma tremene pozioù tonioù e
strollad kent... Hiziv an
deiz ez eo divodet New Order, hag emañ Peter Hook o treiñ er bed a-bezh da
ginnig seniñ holl donioù Unknown Pleasures, pladenn vras
kentañ Joy Division. En ur
sal sonerezh nemetken e Breizh e teuio, ha la Carène an hini eo. Digarez
neuze da advagañ hor spleen, ha da glevout She's Lost Control pe New Dawn
Fades en-dro. Kregiñ a raio gant ur meskaj sonerezh post-punk, indus ha new
wave kinniget gant DJ Gilles Le Guen. Ha ma teuit, grit ur striv:
bezit gwisket e du penn-da-benn. R.M. Tikidi : 15€ pe 18€, 18/20€
war al lec'h. Muioc'h a Unknown Pleasures:
www.lacarene.fr Danevelloù
"Noir de Taule"
Danevelloù all a ro an
digarez deomp d'ober anaoudegezh gant danvez skrivagnerien o deus kroget en o
fluenn da rannañ o skiant-prenet gant tud dianav. Pal al levr-mañ zo tostaat
al lennerien ouzh un ensavadur eus ar Republik a ya war ziskar. Dre ar
munudoù, bamus a-wechoù, e c’hell pep hini derc’hel soñj ez eo ar brizonidi
hor c’henvroidi, keodedourien evel an holl. Tangi Legavre Noir de Taule, dastumad danevelloù embannet gant Éditions Manitoba Les Belles
Lettres (2001) |
|
|
|
|
|
|
|
Kartenn ar gwallreuzioù hag ar
gwallzarvoudoù er bed a-bezh |
|
|||
|
Evit gwelet ar gartenn : http://hisz.rsoe.hu Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
C'hwevrer 2011!
An teuliadig a ra anv er
miz-mañ eus an dilennadegoù da zont evit ar guzulierien-departamant. An dro
diwezhañ e vo da votiñ er mod ma vo graet a-benn an 20 hag ar 27 a viz
Meurzh. Daou zilennad o vont da zilezel emvodoù ar c'huzulioù-departamant a
ro o soñj: Andre ar Gag (Penn-ar-Bed) ha Patrick Mareschal (al
Liger-Atlantel)... Kinnig a ra ivez Bremañ
div bajennad anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re
zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn
Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||