|
|
|
|
|
|
|
Lun 21 a viz C'hwevrer, niv.320 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Libia: emsavadeg ar bobl ha gwask ar Stad |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tammoùigoù plastik er morioù: traoù
da gompren |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Zelium, ur gazetenn fentus nevez |
|
|
Kavet e vo war ar bajenn
gentañ ha war o blog ur manifesto evit displegañ petra eo spered ar mizieg
nevez-mañ. Evit gouzout hiroc'h: www.leblogdezelium.info nidi: nijell dianav (ovni) |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
Rummad 1 ha Rummad 2 |
|
|
Tolosa 1 - 2 Roazhon Pemp miz zo ne oa ket deuet
a-benn paotred Frédéric Antonetti da c'hounit pell diouzh o douaroù. Aze,
gant an trec'h-mañ, e tistroont en eil plas renkamant ar R1. Diaes eo bet un
tammig, dreist-holl goude ar pal a-enep e gamp lakaet gant Kévin
Théophile-Catherine (61') hag en doa adlakaet rampo an daou skipailh neuze.
Leroy, o paouez erruout war an dachenn, a zo bet graet ur fazi warnañ en
takad difennet. Penalti treuzfurmet gant Montaño ha setu tri foent e sac'h Roazhoniz.
Nav fal e-korf pemp krogad
evit Kevin Gameiro, tri hiziv (35', 38' ha 88') goude unan bet lakaet gant
Amalfitano (14') hag unan all gant Arnold Mvuemba (68' war penalti). Bez' e
oa dija 3-1 e fin an hanterenn gentañ ha goude m'eo bet skarzhet Sosa, an
difenner kreiz, ez eus bet lakaet daou bal ouzhpenn en eil hanterenn. Ur
festival enta! Brest 2 – 0 Monaco Ur pal brav a zo bet lakaet
gant Ayite (15') evit lakaat Brestiz war an hent mat ha lakaet en deus un eil
(88' war penalti) evit klozañ. N'eus netra da lavaret e-keñver an disoc'h, ha
gwell a se evit Stad Brest 29 hag a adpign d'an navet renk. Reims 3 – 1 Gwened Trec'h eo bet paotred ar VOC
war douaroù ar Champagne, ha gant o flas a 19vet n'eo ket sur e vo distouvet
ur voutailhad eus ar gwin eonennek-se diouzhtu-kaer. Emañ kampionad an
"National" o tostaat! Naoned 0 – 0 Metz Goude bezañ trec'h e ranke Naonediz
ober un dra bennak war o zachenn. Nul eo bet an disoc'h ha tost ken nul all
an doare evit a sell ouzh an hanterenn gentañ. Kalz gwelloc'h eo bet en eil
hanterenn met n'eo ket bet trawalc'h evit gounit. Un afer fiziañs an hini eo
met emañ ar R1 o pellaat! |
|
|
|
|
|
|
|
An
Arvest/Au bistro du coin, ur film gall e 6 yezh |
|
||
|
Roet e vo tro da sellet ouzh
ar film-mañ er salioù sinema adal ar 16 a viz Meurzh 2011. E galleg e
c'helloc'h mont da welet anezhañ evit an holl re na ouifent ket unan eus ar 6
yezh all! Ra vo degemeret mat ar soñj dic'hortoz-mañ gant an arvesterien. Diskouez
a raio da lod ez eus yezhoù all er Stad c'hall, dianav evit al lodenn vrasañ
eus an dud, siwazh! Evit gouzout hiroc'h: www.europacorp.com |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Immrama, enklask nevez
Roland Becker |
|
|
Enklasker da gentañ: boas eo ar paotr d'ober
enklaskoù hir ha sirius davet an istor ha da zastum tonioù, ha doareoù da
seniñ. Diwar-se e oar mat-tre eus petra emañ o komz, ar pezh a ra un diforc'h
bras gant ijinadennoù "keltiek" all. Diwar-se eo aet da gerc'hat,
en amzer dremenet, hag el lec'hioù tro-dro dezhañ, un dafar puilh da sevel e
oberenn: skeulioù direoliek, luskoù ampar, kanoù dezastumet, trouzioù ar
vro... Diwar kement-se e kinnig danvezioù nevez, divoutin, gant ar spi e roio
awen da sonerien all. Enklasker, met ivez arzour, ha se dreist pep tra. Pa vez tennet
elfennoù diouzh an amzer dremenet pe an trowardroioù gantañ, n'eo ket evit o
lakaat en ur mirdi, o "gwareziñ", met evit ober un dra bennak
nevez, divoutin, hag awenet ganto. Staliañ a ra un aergelc'h a ijin, oc'h
implijout dafar kozh ha kollet evit sevel oberoù nevez. Un doare bev da welet
an "hengoun" hag ar pezh a zo d'ober gantañ, ken pell neuze diouzh
ar Virourien Sakr ha diouzh an Ijinourien-diwar-ludu. Un doare dedennus da sevel sonerezh an dazont diwar pinvidigezhioù kollet
an amzer dremenet: sed aze ar pezh a zegas Roland Becker, hag ar sonerien
varrek o seniñ gantañ, war Immrama. Malo Morvan Immrama gant Roland Becker, produet gant Oyoun Muzik. Evit gouzout hiroc'h: www.rolandbecker.com |
|
|
|
|
|
|
|
Tro Frañs Jean-Luc Delarue a-enep an
drogachoù |
|
|||
|
dibistriañ:
désintoxiquer brigadenn
(b.) an drammoù: brigade des stupéfiants Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
C'hwevrer 2011!
An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus an dilennadegoù
da zont evit ar guzulierien-departamant. An dro diwezhañ e vo da votiñ er mod
ma vo graet a-benn an 20 hag ar 27 a viz Meurzh. Daou zilennad o vont da
zilezel emvodoù ar c'huzulioù-departamant a ro o soñj: Andre ar Gag
(Penn-ar-Bed) ha Patrick Mareschal (al Liger-Atlantel)... Kinnig a ra ivez Bremañ div bajennad
anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||