|
|
|
|
|
|
|
Lun 31 a viz Genver, niv.317 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tenn an traoù |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Produoù berzet... hag aotreet memes
tra! |
|
|
Da gentañ, afer al louzoù Cruiser,
implijet evit lazhañ amprevaned. Diwar studiadennoù o tiskouez e oa ganto
kement a efedoù dañjerus war ar gwenan hag a oa gant ar Gaucho ha Regent, eo
bet difennet e-barzh an darn vrasañ eus broioù Europa. Roet e vez koulskoude bep
bloaz un aotre dibar d'ober ganto evit ur bloaz, abaoe 4 bloaz, gant
ministrerezh gall al labour-douar. Bep bloaz e vez difennerien ar gwenan o
stourm a-enep d'an aotreoù dibar-se, dre ma n'int nemet un doare da dremen hebiou
d'ar redioù. Diwar ar c'hlemmoù-se eo bet galvet ar C'huzul Stad, ha difennet
e vo neuze ober gant ar Cruiser da vat moarvat. Da eil, ez eus bet merzet e
oa bet lieskementet dre bemp, etre 2007 ha 2010, implij un destennig gant
Bodad Europa, sañset da aotren implij un danvez en ur vro e-pad 120 devezh.
Gant an digarez-mañ: "ma
c'hoarvezje un darvoud dibar, ha ma ne vije diskoulm all ebet". 59
aotre a veze roet well-wazh er penn-kentañ, 321 a zo bet roet nevez zo. Ar
Stad c'hall an hini eo a ra ar muiañ gant an aotre dibar-mañ, ha koulskoude
n'eus "darvoud dibar" ebet a redife d'ober gant seurt danvezioù:
n'eo nemet un doare aes da chom hep doujañ d'al lezenn. Diwar kement-se, penaos
kaout fiziañs el lezennourien, pa ne vezont ket gouest da zoujañ ouzh an
divizoù savet diwar studiadennoù skiantel? Dav eo krediñ eo pouezusoc'h c'hoazh ar gounidoù eget
yec'hed an dud... M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg Joseph Beuys e
Künsthalle Zurich: |
|
|
Piv e oa
ar paotr-se? Ganet e oa bet e Kerfeld e E Bolognano, e kreisteiz Italia, en doa kavet an
arzour beolioù maen-raz e Palez Durini a servije da zilaviñ eoul olivez. Gant
ar beolioù-se en doa kavet peadra da reiñ lañs d'e raktres nevez: "Difesa
della natura". Difenn an endro en ur ziskouez kaerded ekonomikel hag
ekologel tud kêriadenn Bolognano. Ur bern skeudennoù, tresadennoù,
kizelladurioù en doa graet e-pad e veaj eno. Chom a ra roud eus se hiziv en e
oberenn anvet "Olivestone." S.B. Evit gouzout hiroc'h: www.kunsthaus.ch |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis: Kampionadoù
Aostralia |
|
|
Gourfenn paotred: Novak Djokovic 6-4 6-2 6-3 Andy Murray Gourfenn merc'hed: Na Li 6-3 3-6 3-6 Kim Clijsters Handball: Kampionad
ar bed e Sveden hag
"an Arbennigourien" bepred! Goude bezañ gounezet en un
doare aes-kenañ a-enep Hungaria, eo bet tro Norvegia hag Island. Gwir eo e oa
kalz aesoc'h an eil rummad, war ar paper d'an nebeutañ! Evit gellout bezañ
e-touesk ar pevar skipailh diwezhañ ha c'hoari an hantergourfennoù, e ranke
an "Arbennigourien" ("Les Experts") gounit ur c'hrogad diwar
an daou a chome. Met n'int ket kampioned ar bed evit netra. Aet ar maout ganto
evit an daou grogad, kement hag ober! Norvegia 26 – 31 Frañs Island 34 – 28 Frañs Hantergourfennoù: Sveden 26 – 29 Frañs Daoust d'an disoc'h bezañ
tost a-walc'h, eo bet kalz gwelloc'h ar C'hallaoued eget Svediz, hag int en o
bro, harpet gant an arvesterien koulskoude! Danmark 28 – 24 Spagn En un doare souezhus
a-walc'h, e yelo paotred Danmark da c'hoari ar gourfenn, an eil evito nemeteken
goude hini 1967. Gourfenn Danmark 35 – 37 Frañs (goude un astenn-c'hoari) Diaes eo bet met, kampioned
eo paotred skipailh Frañs evit ar pevare gwezh. |
|
|
|
|
|
|
|
Hereafter
(Au-delà) |
|
||
|
Stadoù-Unanet – 2010 Seveniñ : Clint Eastwood
Temoù kizidik ha denel eo a vez dibabet atav gant
Eastwood. En taol-mañ e vez heuliet red-buhez tri den zo an Anaon war o
spered. Trivliadeloc’h eget ar steuñvenn-se n’eus ket... war ar baper.
Siwazh, pell a vezañ gwellañ film ar sevener eo Hereafter. Tudenn ar bugel eo lodenn greñv ar film e gwirionez,
an div dudenn all a chom un tamm divlas. Meriadeg Vallerie |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
John Barry (1933-2011) |
|
|
Etre jazz,
pop, rock ha sinfonienn, e sonerezh zo anavezet alies evit bezañ ec'hon,
romantel-tre, flour betek bezañ lik gwechoù zo zoken, ha gant tonioù kreñv
peurliesañ. Levezonet en deus e genseurted kalz. Enoret eo bet meur a wech
gant e genvroad ha kenseurt David Arnold, aet war roudoù Barry evit sevel
sonerezh filmoù nevez James Bond. Klañv-bras e oa John Barry abaoe pell, ha
ne laboure ket kalz ken abaoe un dek vloaz bennak en abeg d'e yec'hed. |
|
|
|
|
|
|
|
Fest-noz evit Palestina e Kawan |
|
|||
|
Pignat a raio war al leurenn:
Loened Fall, An Disez-ar Barzh-Foll, An Disez- Bodros, Peron-Roudil, An Tri
C’hotri, ar Rouz-David, Baud-Bordas-Briand, Besco-Adelen, Foll-Robin,
Ifig-Nanda, Kastell-Gorju, Kerdoncuff-Ar Floc’h-Volant,
Konnan-Robin-Pistiaux, Launay-Savidan, Moal-Chaplain, Ollivier-Thomas,
Robin-Lintanf-Suignard… Evit gouzout hiroc'h: afpstregor@free.fr Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Genver 2011!
An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus keleier kanerien
zo liammet gant Breizh e mod pe vod. Kentañ albom solo Gweltaz Adeux, pladenn
nevez Nolwenn Leroy, troiad da zont Yvan Le Bolloc'h er vro ha keleier all a
bep seurt... Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||