|
|
|
|
|
|
|
Lun 24 a viz Genver, niv.316 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kreizennoù nukleel dindan ar mor |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Jatropha: eoul diwar plant diefedus |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
“Mouezh” Maina Kernalegenn e
Sant-Ervlan... |
|
|
Evit ober anaoudegezh gant
labour an arzourez (ha brezhonegerez): Evit gouzout hiroc’h: Pgz: 02 40 85 27 22.
Postel: yezhou44@yahoo.fr ...ha prezegenn e brezhoneg gant Armel ar Sec’h D’ar Sadorn 29 a viz Genver e vo tro al livourez
Armel ar Sec’h da ginnig ur brezegenn diwar-benn an arzoù e Kreizenn Dafar
Sevenadurel Keltiek (KDSK), staliet e ti Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan.
“Arz Breizh, hon Identelezh digor”, sed amañ anv an abadenn. Bannet e vo
skeudennoù gant an arzourez evit kas ar gaoz war-raok. Displegadennoù e
galleg a vo kinniget war follennoù paper d’ar re o defe ezhomm. Evit gouzout hiroc’h: www.kdsk-bzh.org Pgz: 02 51 80 72 41. Postel: kdsk.bro.naoned@gmail.com |
|
|
|
|
|
|
|
Handball : Kampionad
ar bed e Sveden |
|
|
Frañs 37 – 24 Hungaria Mell-droad : Kib
Frañs Dalc'het eo bet ar 16vedenn
gourfennoù d'an 22 ha d'an 23 a viz Genver 2011: Fontenay-le-Comte (CFA) 0 – 1 (goude un astenn c'hoari) an
Oriant (R1) Na pegen diaes eo bet evit
dont a-benn eus skipailh Fontenay-le-Comte, graet eo avat hag adkavet e vo ar
Pennoù-Merluz evit ar c'hentañ tro. Trugarez vras da Vathias Autret, 19
vloaz, hag en deus lakaet ar pal nemetañ (107'). Chambéry (CFA2) 1 (4) – (3) 1
Brest (R1) Goude bezañ bet trec'h war
Monaco eo bet tro Brestiz koll a-enep paotred Chambéry. Pemp rummad a ziforc'h
etre an daou gleub, ne veze ket gwelet kement-se war an dachenn avat ! Vaulx-en-Velin (DH) 0 – 2 Roazhon (R1) A-drugarez d'ur c'hoari
kreñv ha stabil eo aet ar maout gant Roazhoniz. Amatourien Vaulx-en-Velin n'o
deus ket da gaout mezh eus o c'hoari kennebeut. Naoned (R2) 2 – 1 Raon-l'Étape (CFA) Aesoc'h e vez atav c'hoari
war e dachenn, hag eürazamant evit Naoned, dreist-holl goude ar pal bet paket
gant Chouleur. Gant ur sell hollek eo normal a-walc'h an disoc'h. |
|
|
|
|
|
|
|
También
la lluvia (Même la pluie) |
|
||
|
Frañs, Mec’hiko, Spagn -
2010 Seveniñ : Icíar Bollaín
Pempvet film ar sevenourez eo También la lluvia. N’eo ket gwall anavezet er C’hwec’hkorn met
kenlabouret he deus bet kalz gant Ken Loach. Santet e vez kement-mañ er film
abalamour m’eo bet skrivet an istor gant senariour Ken Loach! Meur a live a
zo gant ar film: hini ar filmañ, kudennoù arc’hant ar skipailh hag all, live
ar film, gwelet e vez tammoù a-bezh eus ar pezh a fell da Sebastian sevel ha
live stourm an Indianed. N’eo ket start da gompren avat ha simpl a-walc’h eo
mennozh ar film: diskouez pegen heñvel e oa sklavelezh an Indianed da vare
dizoloadenn kevandir Amerika gant ar pezh a c’hoarvez c’hoazh hirie an deiz. Ur
film eeun met dedennus, kaset d’an Oscar en anv Bro-Spagn. G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com Festival Cinémaghreb e Brest
Un digarez eo ivez evit reiñ un tañva d’an dud eus
daoreoù bevañ pobloù ar broioù-se: boued hag evajoù, yezhoù, istor...
Emgavioù a vo aozet e kêr Brest a-hed ar festival, gant kontadennoù, kendivizoù,
diskouezadegoù. Tud hag arzourien ar c’horn-bro a ro tro ingal da ginnig o
labour ivez, goude bezañ beajet en Afrika da skouer (skeudennoù, livadurioù).
Er bloaz-mañ eo bet “pedet” ur vro eus Kornôg Afrika: Mali. Meur a abadenn a
vo kinniget neuze diwar-benn ar vro-mañ. Evit
gouzout hiroc'h: www.cinemaghreb.org |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Daouzekvet planedenn Zecharia
Sitchin |
|
|
Souezhus eo an doare m’eo
savet al levr peogwir eo diazezet an displegadenn war dresadennoù niverus, ar
re a veze kavet war dalbennoù an temploù. Neuz un enklask skiantel zo war e
arguzennoù, daoust ma’z eo dic’hortoz an disoc’h. Tu a vo d’al lennerien
huñvreal pe vousc’hoarzhin pa lennint deskrivadur saeoù-egor an ezdouaridi,
kizellet ouzh mogerioù ar Ziggouratoù (temploù sumerat). Ur wech echu al levr
ganeoc’h ho po ar blijadur da c’houzout ez eus ur perzhig ezdouarat en ho TDN*,
an darn vrasañ anezho o tont eus hini ar marmouzien. Adimplijet eo bet (hag e
vez bepred) ijin Zaccharias Sitchin gant kredennoù a bep seurt, o deus
c’hoant da welet Luke Skywalker e-lec’h
Jezuz Krist, ha planedenn Tatooïne e-lerc’h ar baradoz. Tangi Legavre The 12th Planet gant Zecharia Sitchin. Embannet gant
Harper (1976) TDN: trenkenn
dezoksiribonukleek (DNA e saozneg, ADN e galleg) |
|
|
|
|
|
|
|
Divskouarn: lid ar 5 bloaz... |
|
|||
|
...hag
emgavioù evit ar brezhoneg er vuhez familh Emgavioù a ginnig skipailh
Divskouarn ingal d’an tadoù, mammoù ha bugale yaouank (etre 0 ha 5 bloaz).
Abadennoù evit ober anaoudegezh gant ar yezh eo, hag implij ar brezhoneg er
vuhez familh. Kanaouennoù, kontadennoù, rimadelloù a vo distaget gant
animatourez Divskouarn. An dalc’h a zo silañ brezhoneg e divskouarn ar vugale
hag o zud war memes tro. Digor eo d’an holl. Daou emgav a vo e kêrioù bras
reter Breizh a-benn nebeut. Sadorn 29 a viz Genver da gentañ, e kreizenn
Yezhoù ha Sevenadur, e Sant-Ervlan (Naoned), da 11e00. An eil a vo aozet e
Roazhon, e sal Dizolo e kreizenn Skol an Emsav, d’ar Sadorn 5 a viz C’hwevrer, da 11e. Evit
lakaat e anv: divskouarn.diorroer@hotmail.com Evit gouzout hiroc’h: http://divskouarn.free.fr/ Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Genver 2011!
An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus keleier kanerien
zo liammet gant Breizh e mod pe vod. Kentañ albom solo Gweltaz Adeux, pladenn
nevez Nolwenn Leroy, troiad da zont Yvan Le Bolloc'h er vro ha keleier all a
bep seurt... Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||