|
|
|
|
|
|
|
Lun 30 a viz Genver,
niv. 85 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ! Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Un
devezh erc'h... e pep lec'h |
|
|
Eizh
kantimetrad erc'h zo kouezhet el Liger-Atlantel dre vras ha chomet eo
yen-sklas an douar (-2°). E Sant-Nazer ha Naoned e oa bet
harzet ar busoù disadorn goude merenn. Gwashoc'h
c'hoazh e oa an traoù en Il-ha-Gwilen. Ruzañ a rae ar rodoù
war an hentoù skornet ha divizet e oa bet gant ar p Skeudennoù gant
Jean-Luc Le Floc'h |
|
|
|
|
|
|
|
Pompoko,
un dresadenn vev ekolo |
|
|
Evit gouzout
hiroc’h : http://www.buta-connection.net/pompoko/ |
|
|
|
|
|
|
|
Malachap
story e Karaez |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tiger
Woods bepred e penn ar jeu |
|
|
Ur
Gall a oa war ar renk, Thomas Levet. Plaset mat e oa en dro
gentañ, met kollet en deus e lañs tamm-ha-tamm
evit erruout er 56vet plas. Ur
c’heriaoueg vrezhonek diwar-benn ar golf a c'heller
pellgargañ war lec'hienn Ofis ar Brezhoneg : http://ofis-bzh.org/bzh/services/terminologie/travaux.php?travail_id=68 |
|
|
|
|
|
|
|
Un
ticket pour l’espace |
|
|
Frañs
- 2005
Anavezet
eo Kad hag Olivier evit o fent droch. O eil film a zrevez ar
filmoù amerikan e-giz ma rae an hini kentañ (Mais
qui a tué Pamela Rose ?, 2003). Brav eo
an aozañ e gwirionez met kerse eo n’eo ket bet
brasoc’h ar striv war ar skrid. Hoalus e oa ar filmig
brudañ koulskoude met ar film e-unan n’eo ket ken
leun a ijin hag a fent siwazh. Ne c’heller ket lavaret ne
c’hoarzher ket, met ma fell deoc’h
dirollañ da c’hoarzhin e vefe kalz
gwelloc’h adwelet filmoù evel The Party
eget koll amzer gant Un ticket pour l’espace. Evit
gouzout muioc’h : http://www.unticketpourlespace.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
We
Are Scientists – With Love and Squalor |
|
|
Embannet
gant Virgin
Evit
ar mont en-dro, netra nevez, an diazez : gitar, gitar boud ha
taboulinoù. Hag an disoc’h ? Eil derez da
vat pa seller ouzh o videoklipoù (al lec’hienn
ivez), luskoù dance evel 99% eus ar strolladoù a
vremañ, gitar tagusoc’h, gitar boud un tu bennak
etre ar funk hag ar punk. Netra nevez ivez evit pezh a sell ouzh ar
son, neuze. Memestra eo diaes chom diseblant pa glever The
Great Escape, The Scene Is Dead pe
c’hoazh Nobody Move, Nobody Get Hurt. Muioc’h
a ditouroù : http://www.wearescientists.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Pred
giz Azia, lodenn 2 Riz
giz Kanton |
|
|
Aozañ
(20 mn) – poazhañ (15 mn)
Aozañ : Lakait
ar riz da boazhañ, laoskit a-gostez e-pad 5 pe 6 eurvezh
d’ar muiañ. En
ur baelon eoulet mat, lakait ar vioù da fritañ en
ur veskañ anezho mat. Ouzhpennit
ar sifretez (tennet o c’hroc’hen diganto) hag ar
jelkennoù kig (troc’het a dammoù). Laoskit
da boazhañ war an tan bihan e-pad 5 pe 6 mn. Goude-se,
ouzhpennit ur banne mat a soubilh soja, an ognon glas hag ul loaiad
vihan a Ve-Tsin. Laoskit
da vitonañ e-pad 10 mn ha meskit gant ar riz. NB:
gallout a rit cheñch an danvezioù-mañ
diouzh ar pezh a blij deoc’h : tennañ ar
chifretez ha/pe ar c’hig, ouzhpennañ
piz-bihan… |
|
|
|