sizhun00_2004

 

 

 

 

 

 

 

Lun 23 a viz Genver, niv. 84
Sizhun 4 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Prizioù France 3

 

 

Dec'h e oa bet skignet war Breizh a-bezh (perak ober se evit abadenn ar Prizioù hepken ?) abadenn vrezhonek France 3 Ouest, Red an Amzer, evit lidañ ar "Prizioù". Abaoe nav bloaz zo bremañ e vod Fañch Broudig ur juri brezhonegerien bep bloaz evit priziañ labour hemañ-hen, e brezhoneg. C'hwec'h priz zo bet roet er bloaz-mañ, mui ur seizhvet hini, "Priz ispisial ar juri."

Aet eo ar maout neuze gant... Herve ar Beg, evit ar gwellañ abadenn radio (diwar-benn tud bet e Mururoa, evit Arvorig FM). Marianna Donnart ha Moran Dipode, evit ar gwellañ levr evit ar re yaouank, gant Brezel an Erevent (embannet gant Keit Vimp Bev). Ronan Hirrien, evit ar gwellañ film, gant Brezhoneg e 6 miz (produet gant Kalanna). Ifig Troadeg, evit ar gwellañ levr gant Gwerzioù ha sonioù Bro-Dreger (embannet gant Dastum Bro-Dreger). Kanerion Pleuigner, evit ar gwellañ pladenn, Cantiques et Chants profanes. Yann-Fañch Jacq, evit Priz brezhoneger ar bloaz, gant krouidigezh ar sizhunieg war baper Ya !. Priz ar Juri zo aet gant Goulwena an Henaff ha Riwal Kermareg evit an abadenn Mouchig-dall.

 

Skeudenn gant Jean-Luc Le Floc'h

 

 

 

 

 

 

 

 

Daka d’an Dakar ?

 

 

Emañ redadeg-kirri an Dakar 2006 o paouez echuiñ. Ur arvest sport dibar gant darvoudoù a bep seurt a-hed an hent, sportourien a-feson ha kirri eus ar c’hentañ : evit lod e chom un hunvre hag ur gwir blijadur gwelet ar redadeg-se bep bloaz o treuziñ Afrika, he zevinier, he dezerzhioù ha hec’h ec’honderioù gouez. Met ur priz zo da bep tra ha gallout a reer en em soñjal war priz an Dakar : bresk-tre eo an ekosistemoù a vez treuzet ha didreuzet ken buan gant kirri-saout (4x4) galloudus-spontus, chom a ra ur bern lastez war ar ribouloù war-lerc’h ar rederien, servijout a ra ar redadeg-se da vruderezh hollvedel evit ar c’hirri-saout (a ya a-enep an diorren padus hag a vez implijet muioc’h-mui e pep lec’h), ma ne soñjer nemet en abegoù stag ouzh an endro (re all zo ivez, an daou vugel marvet nevez zo da skouer)... Kalz a joa hag a blijadur zo, gwir eo, met evit piv, ha daoust-hag-eñ e talv an distrujoù a zeu war-lerc’h ?

 

 

 

 

 

 

 

 

30 vloaz buhez pemdez war ar maez

 

 

Jacques Burel (1922/2000) eo an arzour a c’heller dizoleiñ e Mirdi Departamant Breizh, e Kemper, betek ar 16 a viz Ebrel. An tresour, genidik deus Bro Landivizio, zo bet etre 1940 ha 1970, o rentañ kont, dre e dresadennoù niverus, deus ar vuhez pemdeziek war ar maez. Divroet da Bariz, hemañ a zistroe da Vreizh bep hañv evit kenderc’hel gant e oberenn. O taolenniñ e familh da gentañ : e dad-kozh sonn war ur bank, e voereb o tastum foenn pe c’hoazh e vamm-gozh o lemmañ ur falz. Met ivez darvoudoù foran evel dourlivadur pardon Santez-Anna Lambaol gant maouezed gwisket e du a-dreñv bannieloù liesliv ar gouel relijiel.

 

Etre 9e ha 12e hag etre 14e ha 17 e, digoust d’ar Sul.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : Kib Afrika ar Broadoù

 

 

En Egipt eo bet aozet Kib mell-droad Afrika ar Broadoù. Dec'h e c'hoarie Tunizia, bet ar gib ganti daou vloaz zo, en Aleksandria. Pevar fal zo aet gant melldroaderien Tunizia a-enep skipailh Zambia, o doa merket pal kentañ ar c'hrogad. Tri fal tunizat zo bet merket gant Silva dos Santos, a c'hoari e skipailh Tolosa. Er memes strollad he deus trec'het Ginea war skipailh Suafrika (2-0). Diriaou e c'hoario Tunizia a-enep Suafrika.

Kroget he deus Kib Afrika ar Broadoù d'an 20 a viz Genver hag echuiñ a raio d'an 10 a viz C'hwevrer e Kaero.

 

 

 

 

 

 

 

 

Odete

 

 

Portugal - 2005

Senario ha seveniñ : João Pedro Rodrigues

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

Priz an aktourez wellañ roet da Ana Cristina de Oliveira, e festival "Entrevues" Belfort, 2005

 

O paouez lidañ deiz-ha-bloaz kentañ o c’hejadenn emañ Pedro (João Carreira) ha Rui (Nuno Gil) p’int bet dispartiet gant marv Pedro en ur gwallzarvoud karr-tan. Eus he zu e tro sot Odete (Ana Cristina de Oliveira) gant ar c’hoant kaout ur bugel. Ha setu hi oc’h embann d’ar pevar avel ez eo dougerez diwar Pedro (mab he amezegez). Kement-se ne aesao ket e gañv da Rui.

An diouer eo a glever dreist-holl gant ar film-se : un diouer a garantez gant Rui, un diouer a vugel gant Odete, hag un diouer a from gant ar film dre-vras. Peadra a vefe bet da lakaat an arvesterien da leñvañ koulskoude, met ken hir e chom ar senario da ginnig iskisted Odete ha poan-spered Rui ma teu berr an amzer da gontañ kejadenn an eil gant egile siwazh. Diampartizoù leurenniñ zo war ar marc’had ha ne gasont ket an traoù war wellaat. Kement ha gwelet ur film o tennañ da heñvelgarourien e vefe kenkoulz mont da welet film Ang Lee marteze (Brokeback Mountain war ar skrammoù er mare-mañ).

 

http://pierregrise.com/distribution/ODETE

 

 

 

 

 

 

 

 

Rock, kan ha blues gant Rodolphe Burger

 

 

Rodolphe Burger a vo war leurenn ar C’houarz disadorn, d’an 28 a viz Genver, e Brest. An abadenn a vo leun a souezhadennoù peogwir eo bet lezet dieub an arzour da grouiñ anezhi penn-da-benn, ha da bediñ ar vuzisianed a felle dezhañ. Alain Bashung ne vo ket evit dont da ganañ ur rann deus "kantik ar c’hantikoù" evel ma oa dleet peogwir eo klañv ha ne vo ket evit pignat war ul leurenn e-pad meur a sizhunvezh. Koulskoude e vo pinvidik an nozvezh peogwir e vo klevet blues, rock ha kanaouennoù a bep seurt gant Marco Oliveira ouzh ar gitar boud, Hervé Loos ouzh an taboulinoù, James Blood Ulmer gant ar gitar hag e vouezh, Jeanne Balibar o kanañ, hag Erik Marchand gant Mehdi Haddab ouzh an oud.

 

20e30 er C’houarz, e Brest. Pgz : 02 98 33 70 70. Etre 15 euro ha 28,5 euro

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Pred giz Azia, lodenn 1

Kig-moc'h gant karamel

 

 

Danvezioù (evit pevar den) :

1 tamm kig-moc’h moan er peultrin (800 gr), 2 loaiad soubilh soja, 2 ivin kignen, ½ litrad dour, 4 zamm sukr.

Aozañ :

Didroc’hit ar c’hig-moc’h e tammoù karrezek 2 gantimetr o hed. Lakait da c’hlec’hiañ (e-pad un eurvezh pe ziv ha betek un nozvezh, diouzh ar pezh a blijo deoc’h) er soubilh soja, e-lec’h ma vo bet bannet ar c’hignen bet troc’het munut.

Diskennit ar c’hig gant ar soubilh en ur gastelodenn. Ouzhpennit an dour. Lakait da boazhañ e-pad un eur, ha betek ne chomfe ket a zour ken pe dost.

Fardit karamel teñval gant ar pevar zamm sukr. Bannit war ar c’hig. Meskit mat, evit ma vefe liv brav gant an tammoù kig.

Laoskit da vitonañ ur c'hardeurvezh c'hoazh. Servijit tomm (pe yen) gant riz ha nuoc-mam.