Lun 6 a viz C'hwevrer, niv. 86
Sizhun 6 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Dimeurzh, devezh ar "CPE"

 

 

Ur gevrat labour didermen savet evit an dud dindan 26 vloaz hag an embregerezhioù a c'hopr nebeutoc'h eget 20 implijad eo ar CPE (Kevrat kentañ gopradur). Kinniget eo bet e-kreiz miz Genver gant gouarnamant Dominique de Villepin.

Er Vodadenn Vroadel e vo kaoz eus raktres ar CPE dimeurzh. Embannet o deus kannaded ar PS, ar PC, ar Re C'hlas hag an UDF e klaskint dispenn ar muiañ ar gwellañ kinnig ar gouarnamant. Gorrekaet kalz eo an divizoù er Vodadenn Vroadel c'hoazh.

War ar memes tro e c'halv meur a sindikad micherel, studierien pe liseidi da vont da vanifestiñ dimeurzh a-enep ar c'hevratoù nevez-se. Met n'eus nemet ur sindikad en dije galvet da herzel gant al labour dimeurzh, ar c'hevre SUD-Rail.

Er beure-mañ e embanne Libération disoc'hoù ur sontadeg aozet gant LH2, oc'h embann e oa 52 % eus an dud goulennataet a-enep ar Gevrat kentañ gopradur (evit gouzout hiroc'h : http://www.liberation.fr/page.php?Article=357119).

 

 

 

 

 

 

 

 

Grip al laboused : peseurt re zo kleñvedus ?

 

 

Er mare-mañ e vez komzet kalz eus ar virus H5 N1. Diwarnañ ez eus bet diskleriet 134 a dud klañv ha 69 a dud marvet, en Azia dreist-holl. Ha diskred a zo abaoe war al laboused gouez, an tremenidi en o zouez, da vezañ un abeg d’ar virus da astenn e dachenn tamm-ha-tamm. Padal ne seblant ket ken anat-se al liamm etre ar virus hag al laboused gouez.

Da gentañ, evit poent n’eus nemet 11 labous gouez etre tout a zo bet prouet da vat e oant bet klañv gant ar virus. Da eil, n’eus bet klevet komz eus den ebet a vefe marvet diwar daremprediñ al laboused gouez e neblec’h. Da skouer, en Aostralia ma’z eus kalzig a laboused o tont eus lec’hioù kontammet e Sina, n’eus ket bet kavet tud klañv. Ouzhpenn-se ne vefe ket kap ul labous tremeniad klañv da vont gant e hent gant ar skuizhus m’eo nijal ken pell. Hag evit echuiñ e seblant lederezh ar virus bezañ stag ouzh ar c’henwerzh yer kentoc’h : ned a ket hent ar virus hervez hentoù al laboused tremenidi (Hanternoz-Su) met hervez an darempredoù kenwerzh etre ar Reter hag ar C’hornôg (da skouer hent an Transsiberian), hag an dud zo bet skoet klañv a veve tost ouzh ar yer e-giz ar saverien yer.

 

Kement ha goût hiroc’h :    

Teuliad e-barzh ar gelaouenn L’Oiseau magazine, niv.81 : “Grippe aviaire, les oiseaux migrateurs victimes de la psychose.”

Hag ivez : www.lpo.fr (ur rann ispisial a zo evit respont da c’houlennoù an holl diwar-benn ar grip-se)

 

 

 

 

 

 

 

 

Memor ar Mor, e Mirdi Sant-Brieg

 

 

Kenaozet eo bet an diskouezadeg gant Buhez (kevredigezh mirdioù hag ekomirdioù Breizh) ha skourr an enklaskoù arkeologel dindanvor e Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ. Kinniget e vo d'an dud dizoloiñ arkeologiezh dindanvor peñseoù ar Meurvor Atlantel. 550 traezenn diwar ouzhpenn 40 lestr aet d'ar strad a zo kinniget en diskouezadeg (binvioù merdeiñ, kanolioù, diñsoù, pezhioù moneiz...), war un dachennad 400 m². Lodennet eo an diskouezadeg en eizh tem (peñse, merdeerezh, kenwerzh, brezel, buhez pemdez...). Roet e oa bet lañs d'an diskouezadeg-se warlene e Douarnenez. Abaoe an 10 a viz Kerzu 2005 emañ "Memor ar Mor" e Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, betek ar 16 a viz Ebrel 2006.

 

Evit gouzout hiroc'h : Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, Porzh Francis Renaud, 22000 Sant-Brieg. Pgz : 02 96 62 55 20.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad Europa ar Vell-dorn gounezet gant skipailh Frañs

 

 

Al lodenn diwezhañ eus Kampionad Europa 2006 ar Vell-dorn a oa bet c'hoariet dec'h e Zürich. Daoust da skipailh Frañs bezañ bet kampion ar Bed div wech (e 1995 ha 2001), ha bezañ tapet meur a vedalenn bedel pe olimpek, an taol kentañ eo ez afe ar vedalenn aour gant ar C'hallaoued e Kampionad Europa.

Ar c'hrogad diwezhañ a oa etre melldornerien Frañs ha Spagn. Trec'het eo bet ar re-mañ diwezhañ, 23 fal da 31 evit skipailh Frañs, daoust da Spagnoliz kaout an titl a Gampion ar Bed. An tri flas kentañ zo aet neuze gant Frañs, Spagn ha Danmark.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ladies in lavender
(Les dames de Cornouailles)

 

 

Breizh-Veur - 2004

Senario ha seveniñ : Charles Dance

 

Div c’hoar war an oad a vev e ti kozh o zad war aodoù didrubuilh Kernev-Veur e 1936. N’eus nemet ar barradoù-avel a c’hell lakaat un tamm dizurzh er bed-se. Dres goude ur barrad a seurt-se ez eus bet adkavet un den yaouank (Daniel Brühl) dilezet hanter beuzet gant ar mor war an draezhenn nes da di Ursula (Judi Dench) ha Janet (Maggie Smith).

 

Gant santadoù an dud e pled ar film-mañ dreist-holl, ha gant trivliadoù tud kozh peurgetket. Plijus-kenañ eo an div drederenn gentañ eus an abadenn, pa sav an aergelc’h a-nebeudoù e-giz ma vez savet un daolenn gant dourlivadur. Ken soutil eo al lodenn gentañ-se m’eo kerse e teufe an traoù da vezañ peursklaer en eil lodenn e gwirionez. Daoust hag-eñ ne vefe ket bet tu derc’hel betek ar fin gant ul liv etre daou ha lezel muioc’h a frankiz da intentamant an arvestourien ?

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.tfmdistribution.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The New Pornographers – Twin Cinema

 

 

Embannet gant Matador

 

N’anavezan ket A.C Newman, hag eñ e penn The New Pornographers, met ijinañ a ran en deus tremenet e yaouankiz o selaou sonerezh power-pop (Big Star, Paul McCartney and the Wings hag all). Kazi sur e tremene ivez e amzer o seniñ gitar en e gambr, o klask sevel kanaouennoù pop peurvat. Ur wech deuet da vezañ bras en deus bodet tro-dro dezhañ sonerien o tont eus strolladoù all, hag holl asambles (9 den en holl) o deus savet ur goustrollad : The New Pornographers.

O zrede pladenn eo Twin Cinema ; heñvel ouzh o div bladenn gentañ eo. Heñvel ne dalvez ket dipitus, pe randonus, pell alese. An holl vinvioù (gant pe hep tredan), an holl vouezhioù (paotred ha merc’hed) a zo implijet evit kinnig deomp tonioù eus ar c’hentañ, evel The Bleeding Heart Show pe Sing Me Spanish Techno. N’eo ket gwall vrudet The New Pornographers, koulskoude e talvez ar boan selaou o fladenn, unan eus ar re wellañ bet embannet e 2005, hep bezañ bet merzet.

 

Evit mont pelloc’h :

http://www.thenewpornographers.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Skuilher dour
(20/01 – 18/02)

 

 

Nag a ijin ! Empennañ ur bern traoù a rit : bed an arzoù hag ar skiantoù a zo tachadoù naturel evidoc’h ! Emren evel ma ’z oc’h e lakait ho toare da soñjal war-wel. Met ne vez c’hoant ebet ganeoc’h d’en em gannañ ouzh ar re all evit kement-se. Mignoniezh a ziskouezit ha brokusted ivez, daoust deoc’h c’hoari peurliesañ evidoc’h-c’hwi hoc’h-unan da gentañ. Prest e vezit da zegemer kalz mennozhioù. Ho spered zo digor ha lañs gantañ war hini ar re all !

E 2005 ho poa kejet ouzh ur bern tud ha boulc’het gant ur bern raktresoù nevez. Klasket ho poa kreskiñ ha stabilaat war un dro. Cheñchamantoù a vo war ar stern c’hoazh e 2006. Cheñch implijer, dilojañ… Evit dont a-benn anezhi e vo ret deoc’h ober war-dro ur bern paperioù. N’eo ket tre diouzhoc’h. Neuze klaskit chom dinec’h. Ha diwallit rak ar c’hudennoù yec’hed a c’hellfe degouezhout abalamour d’ar stress. Evit a sell ouzh ar garantez, na c’houlennit ket re bepred. Deskit leuskel plas d’an den a garit, ha na glaskit ket tizhout ur pal re uhel. Ne vefec’h ket digarezet ar wezh-mañ…