|
|
|
|
|
|
|
Lun 17 a viz Genver, niv.315 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tunizia, an dispac'h ? |
|
|
Eus un tu all, e oa chomet
aotreet ar c'hontoù Facebook, ar pezh a c’hell seblantout iskis. Ensellet e
vezent gant ar Stad tunizian met berzet ne vezent ket. Moaien a oa da welet
kement tra a oa du-se e Frañs, met ket e Tunizia. Tuioù all zo bet kavet
neuze evit ma vefe gwelet troioù-fall ar gouarnamant gant ar muiañ niver. Ar
galvoù evit ar manifestadegoù hag an emgavioù a zo bet graet dre Facebook
ivez. Re e oa evit ar prezidant
Ben Ali hag a zo tec’het kuit, diwar ali ar C'huzul Bonreizhel! Mohammed
Ghannouchi a zo bet e penn ar vro e-pad 24 eurvezh, a-raok ma vefe
manifestadegoù adarre o c'houlenn ez afe kuit. Evit poent emañ ar galloud etre
daouarn prezidant ar Parlamant, Foued Mebezza, 77 vloaz. |
|
|
|
|
|
|
|
Dilennit embregerezh gwashañ ar bloaz |
|
|
An embregerezh AgloGold Ashanti, a saotr ar stêrioù gant
an oberoù evit eztennañ aour, hag a implij ar feulster, betek lazhañ tud, evit
mac'homañ ar vurutellerien. Ar pourvezer energiezh Axpo, a werzh tredan o tont eus
kreizenn Maïak, e Rusia. Estreget Tchernobyl, eo kreizenn Maïak al lec'h
saotretañ gant ar skinoberiantiz e Rusia. Ur bern tud a zo distummet, klañv,
pe marv gant ar saotradur. An embregerezh eoul-maen BP: soñj hon eus eus al
lanv-du spontus war aodoù Mec'hiko. Ouzhpenn-se emañ BP oc'h eztennañ
eoul-maen diwar traezh e Kanada, an hentenn drastusañ ha diefedusañ. Ar saver elfennoù elektronek Foxconn, a sav
tammoù evit Apple (iPad) pe Dell: 18 implijad a zo en em lazhet er bloaz-mañ,
abalamour da zoareoù merañ al labourerien: goproù mezhus, redioù d'ober
eurvezhioù ouzhpenn e-leizh, evezhiet an dud en o buhez prevez... An embregerezh Neste Oil, a fard eoul diwar plant
palmez, ar pezh a ra ma vez drastet gorreadoù koadeier divent en Azia ar
Gevred, ha skarzhet kuit ar poblañsoù. Philipp Morris, merk sigaretennoù, a ra
ur prosez evit rediañ Stad Uruguay da gemm he folitikerezh yec'hed, a-benn ma
c'hellfe muioc'h a sigaretennoù bezañ gwerzhet. M.M.
|
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg “Moebius, Transe,
Forme” |
|
|
Klok-tre eo an
diskouezadeg, ha digor d’an holl. Gellout a ra tud dianav bed Moebius dezho
heuliañ ha kompren e oberenn e-kerzh ar weladenn, evel o heuliañ red
bannoù-treset. Nolwenn Gouzien Evit gouzout hiroc’h: http://fondation.cartier.com/ Skrabidoull: bannoù-treset
brezhonek war Internet
Evit gouzout hiroc’h: http://skrabidoull.12r.org/ |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad |
|
|
Kib Frañs Sed ar c'hrogadoù a vo
dalc'het d'an 22 a viz Genver 2011 hag a denn d'ar c'hleuboù breizhat a chom
evit ar 16vedenn gourfenn: Fontenay-le-Comte (CFA) - an
Oriant (R1) Chambéry (CFA2) - Brest (R1) Vaulx-en-Velin (DH) - Roazhon (R1) Naoned (R2) - Raon-l'Étape (CFA) Rummad 1
Goude bezañ lakaet seizh
pal e-kerzh Kib Frañs, e veze gortozet skipailh Arles gant mall. Paotred
Roazhon, war o lañs, a zo deuet a-benn da lakaat pevar fal d'ar paour-kaezh Okitaned,
re diwezhañ ar R1 atav. Brest 1 – 3 Caen Daoust m'en deus tapet
diwaller-palioù Stad Malherbes ur c'hartoñs ruz, o leuskel neuze e genseurted
da c'hoari dek a-enep unnek, eo bet efedusoc'h tud Caen, a galz. Trugarez a
c'hellont lavarout da Alexis Thébaut, bet kemeret gantañ ar plas er palioù.
Ar wezh kentañ eo evit Brestiz koll war o zachenn! Lyon 3 – 0 an Oriant Distro e oa Yoann Gourcuff
e skipailh ar “Gones”, goude bezañ bet gloazet. Ma’z eus unan hag a anavez
mat-kenañ rener-c'hoari Lyoniz eo Christian, e dad! N'eo ket bet a-walc'h
koulskoude, met an dichañs a zo bet gant ar Pennoù-Merluz. Rummad 2 Gwened 2 – 2 Evian Goude bezañ gounezet a-enep
Marsilha e Kib Frañs, eo erruet paotred Evian-Thonon-Gaillard e Breizh leun a
fiziañs enno. Met gwelet e oa bet ar c'hrogad gant ar Wenediz moarvat! Naoned – Troyes a vo c'hoariet fenoz, d'al Lun 17 a viz Genver Handball, Kampionad
ar Bed e Sveden: distro an Arbennigourien ! Kroget eo an tournamant e
Kristianstad evit an "Arbennigourien", hag a zo kampioned Europa,
kampioned olimpek ha kampioned ar bed, mar plij! Gortozet e oant gant an
Dunizianed, met daoust d’ar re-mañ bezañ kroget mat an div hanterenn, e oa
kalz re greñv ar C'hallaoued. Frañs 32 – 19 Tunizia Disul e oa tro d'ur vro
arabat all, tost amezek da Dunizia, Egipt. Ha tost ar memes disoc'h a zo bet! Frañs 28 – 19 Egipt Tennis Goude bezañ bet kollet Kib
Davies a-enep Serbia e miz Kerzu, eo deuet Gilles Simon a-benn da c'hounit
tournamant Sydney a-enep ar Serbad Viktor Troicki. Un dialig bihan enta! Gilles Simon 7-5, 7-6(4) Viktor Troicki |
|
|
|
|
|
|
|
Somewhere |
|
||
|
Stadoù-Unanet – 2011 Senario ha seveniñ : Sofia Coppola
Distreiñ a ra Sofia Coppola d’un ton goustad, par
da hini Lost in Translation
(2003), evit kontañ buhez voutin tud divoutin. C’hoariet mat ha filmet kaer
eo Somewhere, met n’eus ket ennañ
an awen zo e filmoù all ar sevenourez. Un abadenn blijus eo atav, dezhi blaz
ur meuz anavezet dija ha temzet nebeut. Meriadeg Vallerie Boulc’het 8vet troiad ar filmoù bevaat e brezhoneg
Evit gouzout hiroc'h: www.daoulagad-breizh.org |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Gilles
et la Nuit gant Hugo Claus |
|
|
Gant levr Hugo Claus, Gilles et la Nuit, e adkavomp ar brezelour
meur en e gell o c’hortoz, a zeiz da zeiz, disoc’h enklask al lez-varn. Savet
un diviz etre Gilles hag e varnerien neuze, pe un unangomz kentoc’h a ro an digarez deomp
da arvestiñ ouzh dismantroù un ene. A-wechoù e vez reut an eskemm pa fell
d’ar marc’heg mont d’an emgann en-dro evit distruj ar bed a-bezh, ha
rouantelezh Bro-C’hall dreist-holl. A-wechoù e vez flour e vouezh evit
testeniañ e fealded, betek ar marv, d’e vuiañ-karet Janed Ark. Santadoù an
emsavad a verzer e komzoù ar benndudenn; e emsavadenn a-enep an dud o deus
dilezet Janed etre daouarn ar Saozon ha Bourgogniz evel-just, met ivez a-enep
Doue a nac’h respont d’e c’houlennoù. Daoust m’en deus graet
torfedoù e-leizh, ne c’hellomp ket lavarout eo Gilles de Rais enkorfadur an
droug rak gouezet en deus karout ur wech, d’an nebeutañ. Tangi Legavre Gilles et la Nuit gant Hugo
Claus, embannet gant Calmann-Levy (1995) |
|
|
|
|
|
|
|
45 kg a vruderezh! |
|
|||
|
Evit a sell ouzh ar bruderezh digoust, setu ar
pezh a zo bet kavet gantañ e-korf ur bloavezh: 45 kilo a baper. En o
zouez 6,8kg a gazetennoù digoust, 6,9kg a vruderezh evit boued, 13kg a
vrudfollennoù o tennañ d'ar bitellañ, d'ar jardrinerezh, d'an tidredanerezh
ha d'ar pezhioù-arrebeuri, 1,8kg o tennañ d'ar beajoù ha d'an dilhad, 2,2kg a
vruderezh evit kirri-tan, ar sportoù hag ar c'hoarielloù, 12,3kg a vruderezh
kaset gant stalioù an dasparzherezh bras, ha 2 gilo a draoù a bep seurt. Evit poblañs an Oriant da skouer, e talvezfe
kement-se kement a 2.400 tonennad ar bloaz, hag evit Meurgêr Roazhon, 18.000
tonenn! prospectus
| brudfollenn | b. électroménager
| tidredanerezh | h.g. grande distribution | dasparzherezh bras
| ls. Deiziataer 2011
Nevez er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar
Genrouedad" renabl al lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e darempred gant
Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar mizoù-kas). Evit gouzout hiroc'h:
Plijet oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar
bloaz war Bremaik? Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù, ar
sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an danvezioù-se ingal,
dre ar brezhoneg, gant Bremaik! Ur skipailh tud a youl vat a sav ar
pennadoù bep sizhun abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask
"pluennoù" nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit
gouzout hiroch war an doare da vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez
Bremaik, n'eus mann ebet aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h
postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit Bremañ
Genver 2011!
An teuliadig a ra anv er miz-mañ eus keleier kanerien
zo liammet gant Breizh e mod pe vod. Kentañ albom solo Gweltaz Adeux, pladenn
nevez Nolwenn Leroy, troiad da zont Yvan Le Bolloc'h er vro ha keleier all a
bep seurt... Kenderc'hel a ra Bremañ da ginnig div
bajennad "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o teskiñ
brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,50€ an tamm) Koumanant:
50€ evit ur bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||