Lun 18 a viz Genver, niv.269
Sizhun 3 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Haiti distrujet

 

 

Dimeurzh tremenet, 12 a viz Genver, e oa bet tizhet Haiti gant ur c'hren-douar feuls-tre, nerzh 7 war muzul Richter. Kreñv-tre eo bet ar grenadenn war tachenn ar gêr-benn, Port-au-Prince, lec'h ma vev ouzhpenn 3 milion a dud. N'eus ket bet tu da sammañ da vat an niver a dud marvet er gwallreuz, met e-tro 200000 den a c'hellfe bezañ. E-kerzh an eurvezhioù kentañ goude ar c'hren-douar o doa kroget broioù all da gas skoazell (tud, dafar yec'hed, boued). Distanket ez eus bet tud diouzh dismantroù savadurioù zo, met leun a dud n'int ket bet saveteet siwazh. E-tro 50000 korf a vefe bet douaret buan-ha-buan, e trowardroioù Port-au-Prince. Klask a ra Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) reiñ peadra da vagañ 40000 den. Ouzhpenn ar savadurioù, ez eo dismantret servijoù ar Stad ivez. Kaset ez eus bet 10000 soudard gant ar Stadoù-Unanet, a-benn aozañ hag urzhiañ ar sikour. Reuz spontus ha feulster a vefe e-touez an dud dibistig evit tapout ar boued hag ar skoazelloù a bep seurt. Soudarded stadunanat all a c'hellfe bezañ kaset da Haiti en deizioù a zeu.

 

 

 

 

 

 

 

 

Produoù elektronek barnet gant Greenpeace

 

 

Un nebeud devezhioù zo ez eo bet embannet gant Greenpeace he renkadur eus ar merkoù a sav produoù elektronek, eus ar re a saotr ar muiañ d'ar re a ra an nebeutañ. Ar 14vet gwech eo e vez embannet ar geñveriadenn-se. E-touez an embregerezhioù saotrusañ e kaver Nintendo ha Microsoft. Brav eo da v/Microsoft ober van da sikour an natur gant Diazezadur Bill Gates, pa ne ra striv ebet en diabarzh evit digreskiñ saotradur e broduoù. Nokia ha Sony Ericsson eo ar re broprañ. E-touez ar fiñvoù eo aet Apple war-raok abaoe warlene, hag eo souzet Samsung, Dell, Lenovo hag LG, dre ma n'o deus ket dalc'het d'o fromesa da herzel gant implij produoù 'zo, a zo saotrus ha fall evit ar yec'hed. Dre ma vez embannet ar geñveriadenn-se e-barzh mediaoù bras (evel Bremaik!) e servij d'an dud da c'houzout peseurt merkoù eo gwelloc'h prenañ, met lakaat a ra ivez ur redi d'ar merkoù evit mont war-raok war an danvez-mañ. Da skouer, dre ma oa brud fall gant Apple er bloavezhioù paseet abalamour d'e renkadur fall, en deus graet strivoù bras, a-benn gounit 6 plas dindan daou vloaz!

 

M.M.

Ar renkadur a vo kavet amañ: http://toxiques.greenpeace.fr/

Titouroù diwar-benn an doare da varn: http://www.greenpeace.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

16vet Festival Taol kurun

 

 

E bro Gemperle (16 kumun o kemer perzh) emañ er mare-mañ 16vet festival Taol Kurun. Tem gouel ar bloaz-mañ zo "sevenadur pe folkloraj?". Sed amañ skrid kinnig an tem: "Petra eo an diforc'h etre ar gerioù "sevenadur" ha "folkloraj"? E broioù all pa vez lavaret "folklor" e vez soñjet e traoù poblek : sonerezh poblek ("folk music", "Volkmuzik"), met amañ er Stad C'hall... Evel pa vez kaoz eus yezhoù bihan, n'eus nemet ar verb "baragouiner", ur yezh a oa dre ret ur "patois". Deuet eo ar sevenadur poblek, hini Breizh da skouer, da vezañ ur folkloraj, un dra folklo, nul kwa... Met piv a zibab? Piv a lak ur sevenadur a-us d'egile? Touristed, tud ar vro ? Krouet e vez memestra avat, hag e Breizh e tañs hag e son an dud, tonioù ha dañsoù hengounel gant plijadur hag ijin. Adalek peseurt poent e c'heller lavarout eo kement-se folkloraj? Pa ne vez ket mui eus an dañs er vuhez pemdez (evel ar Sardinia e Katalonia), da skouer ?". Abaoe dek devezh ha betek fin miz Genver e vo abadennoù a bep seurt: kendivizoù, prezegennoù, diskouezadegoù, barzhoniezh, festoù-noz, stalioù dañs, kenstrivadegoù... Roll an holl draoù a vo tu da gavout e lec'hienn ar gouel amañ dindan.

 

Evit gouzout hiroc'h:

http://taolkurun.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kentañ Masters Judo e Korea ar Su

 

 

E kêr Suwon, e oa bet aozet en dibenn-sizhun-mañ  ar c'hentañ kenstrivadeg "Masters Judo ar Bed", diwar skouer an tournamantoù "Masters" a vez graet evit an tennis. Bodet e oa bet evit an degouezh ar 16 gwellañ judoka er 14 rann dre ar pouez (7 zo, rannet etre paotred ha merc'hed). 138000€ primoù a oa, ha 4200€ zo aet gant ar re aet ar maout ganto. E-touez ar merc'hed eo bet efedus-kenañ skipailh Japan. Aet eo an aour gant ar Japanadezed er peder rann skañvañ, gant Haruna Asami, Misato Nakamura, Kaori Matsumoto ha Yoshie Ueno. Evit ar rann skañvañ tout (nebeutoc'h eget 48 kg) eo aet an teir vedalenn gant Japan zoken ! Gant ar Goreanez Ye-sul Hwang eo aet an aour evit ar re -70kg. Ar C'hallez Céline Lebrun he deus tapet an aour evit ar rann -78kg, hag ar Sinaez Qian Qin he deus tapet ar vedalenn aour evit ar rann bonnerañ (+78kg). Diouzh tu ar baotred eo liesseurtoc'h an disoc'hoù. Paotr Ouzbekistan, Rishod Sobirov en deus tapet an aour evit ar re -60kg. Sanjaasuren Miaragchaa (Mongolia) zo erruet kentañ evit ar re -66kg. Daou Gorean o deus tapet an aour er rannoù -73kg ha -81kg, Gui-man Hang ha Jae-bum Kim. Japaniz o deus bet div vedalenn aour, gant Takashi Ono ha Takamasa Anai, er rannoù -90kg ha -100kg. Medalenn aour ar re bonnerañ zo aet gant ar Gall Teddy Riner (skeudenn).

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Invictus

 

 

Stadoù-Unanet – 2009

Seveniñ : Clint Eastwood

 

Da brezidant Suafrika e oa bet dilennet Nelson Mandela (Morgan Freeman) e 1994. Dreist d’ar c’hudennoù lies a wallgas e vro war pep tachenn en deus Madiba da verañ ur vroad rannet don etre div gumuniezh. Stegn eo an aergelc’h etre an Afrikaners spouronet rak an dazont hag ar re zu c’hoant ganto kas an dorzh d’ar gêr. Ur raktres a sav e penn ar prezidant nevez gant kampionad ar bed ar Rugbi a vo dalc’het er vro a-benn bloaz.

 

Pell emañ skeudenn Eastwood-sevener filmoù bremañ eus ar pezh a oa skeudenn Eastwood-aktor er bloavezhioù 70/80 (dre rusted an Enseller Harry, pergen). Denelour-kenañ e vez an temoù dibabet gantañ atav ha ne c’halle ket kavout un danvez gwelloc’h eget Nelson Mandela hag al lodenn-se eus e vuhez en resis. Komprenet en deus an den meur-se pegen pouezus eo kaout un emzalc’h skouer hag un drugar eo degemer ar skouer-se. Sed aze ur bennoberenn a ro un tamm fiziañs en-dro e anien Mab-den.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Al luskad Britpop

 

 

D'ar mare-se e oa an Amerikaned a rene war bep tra, a-drugarez d'ar sonerezh grunge. Ken abred hag e 1987 e oa bet implijet an droienn "britpop" gant kazetennerien a Vreizh-Veur, met an doare sonerezh-se a zeuas war wel e-kreiz ar bloavezhioù 1990, a-benn talañ ouzh al luskad grunge just a-walc'h. Ma oa levezonet an Amerikaned gant sonioù ar bloavezhioù 1970, e tivizas ar Vreizhveuriz furchal ivez en amzer dremenet, hag addizoleiñ o sevenadur dezho: The Who, The Jam hag ivez T.Rex pe c'hoazh Roxy Music. Peadra da lakaat ar gazetennerien da gomz eus Cool Britannia. A-enep penn-da-benn d'ar Stadoù-Unanet e oant ivez: e miz Ebrel 1993 e voe skrivet "Yanks go home" war golo ar gelaouenn Select.

Ma voe brudet ha ma werzhas kalz pladennoù Oasis (gant o fladenn What's the Story? Morning Glory, 1995) ha Blur (Parklife, 1995 ivez) dreist-holl, ez eo ur bern strolladoù disheñvel a zeuas d'o heul: rock kalet gant Ash pe Supergrass, pop ha glam penn-da-benn gant Pulp, The Auteurs pe c'hoazh Suede.

Berrbad e voe al luskad avat: ken abred hag e 1998 ez eas da netra, pa zeuas war wel strolladoù evel Radiohead pe The Verve.

Roudoù ha levezon ar Britpop a voe adkavet memestra e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000: hep al luskad ne vefe ket bet eus The Libertines, Hard Fi pe c'hoazh Kaiser Chiefs.

 

R.M.

Muioc'h a vBritpop:

War lec'hienn Allmusic:

http://www.allmusic.com/

 

10 vloaz ar Britpop war lec'hienn BBC:

http://news.bbc.co.uk/

 

Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz ul luskad a-bouez en istor ar sonerezh amplaet

 

 

 

 

 

 

 

 

 

20 vloaz eo ar familh Simpson

 

 

D'ar 17 a viz Kerzu 1989 e oa bet skignet war ar chadenn Fox kentañ rann The Simpsons er Stadoù-unanet, ur fiñvtresadenn ijinet gant Matt Groening. Hiziv an deiz, ugent bloavezh ha 451 rann war-lerc'h, eo anavezet izili ar familh amerikan dre ar bed a-bezh: Homer, Marge, Bart, Lisa ha Maggie, o chom en ur gêr anvet Springfield. E 2007 e oa bet bannet ur film savet diwar ar rummad fiñvtresadennoù, The Simpsons Movie, graet berzh bras gantañ ivez. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet rastellet leun a brizioù gant krouerien The Simpsons (Emmy Awards, Annie Awards, Peabody Awards...). Rekordoù zo bet tizhet ganto ivez: ar rummad sitcom stadunanat hirañ eo, kenkoulz hag ar rummad fiñvtresadennoù stadunanat hirañ... hag an abadenn dudi stadunanat skignet diouzh an noz hirañ eo ivez! Er bloavezh 2000 e oa bet roet d'ar familh Simpsons ur steredenn war pavezioù an "Hollywood Walk of Fame". E 1987 e oa bet tu da welet ar familh ijinet gant Matt Groening e-kerzh an abadenn The Tracey Ullman Show, lec'h ma veze kinniget filmouigoù gant Homer, Marge hag o bugale evel harozed. N'o doa ket memes tresoù, na memes personelezhioù avat.

 

Evit gouzout hiroc'h :  

www.thesimpsons.com

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kas ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

 

Lennit Bremañ Genver 2010!

 

Dezrevell Godlstone, votadeg Katalonia diwar-benn an dizalc'hiezh, sinet Karta Ya d'ar brezhoneg gant Produet e Breizh, ar film Avatar... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Genver 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Gendalc'h Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e Danmark e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur an hin. Un disoc'h dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin gant teknikoù nevez zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo kinniget en teuliad-mañ ivez.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org