|
|
|
|
|
|
|
Lun 11 a viz Genver, niv.268 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Referendom e Gwiana c'hall ha Martinik |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tabut
en-dro diwar-benn ar produoù OGK |
|
|
D'ar 6 a viz Genver eo bet
embannet ar rentañ-kont, e-lec'h ma skriv an HCB n'eus kavet road ebet a
c'hellfe prouiñ eo fall ar MON 810 evit ar gwad pe al lounezh. Hervez France
Nature Environnement, ne glot ket ar rentañ-kont-mañ gant skridoù
enklaskerien an HCB. Gant ar re-se ez eus bet lâret dreist-holl n’eus
ket a-walc'h a ditouroù diwar-benn an MON 810, nag evit prouiñ eo fall, nag
evit prouiñ n'eo ket. Evit c'hoazh n'eo ket gouest Monsanto da reiñ an
asurañs n'eo ket fall e broduoù evit ar yec'hed. Unan eus lodennoù dipitus
an tabut-mañ eo e vez kaoz eus ar yec'hed, a ra aon d'ar bobl, met ne vez ket
kaoz alies eus kudennoù diazez ar produoù OGK, evel ar fed ma lakont ur berc’henniezh
war ar boudoù bev, hag ar fed ma c'hellont en em ledañ e pep lec'h, ha dre
se, lakaat Monsanto da vezañ perc'henn war ar plant a zo er park e-lec'h
emaint en em gavet dre zegouezh. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Strollad ar Vro Bagan: "Divroa"
(Divroañ) |
|
|
Ar Gelveneg: Sul 17 a viz Genver
da 4e30 g.k. er sal CLC Plouvien: Sul 31 a viz
Genver da 3e g.k. e sal ar gumun Plougastell: Sul 7 a viz
C'hwevrer da 3e g.k. e sal ar c'hendalc'hioù ...ha deiziadoù all e
Breizh e-kerzh miz C'hwevrer ha miz Meurzh Evit gouzout hiroc'h: http://pagesperso-orange.fr/avb/ |
|
|
|
|
|
|
|
Kib
Frañs: Plabenneg trec'h war Niça |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Coco Chanel & Igor Stravinsky |
|
|
Frañs
– 2009 Seveniñ
: Jan Kounen
Goude un azasadenn deuet mat a-walc’h diwar
Beigbeder (99 francs, 2007) e stag Jan Kounen gant un istor karantez
divoutin dre bersonelezh ramzel daou grouer meur eus deroù an 20vet kantved.
Pegen birvidik e tlee bezañ froud ar garantez etre tud a seurt-se a soñjer e
gwirionez. Feiz, ne zeu ket splann an dra-se en oberenn Kounen: muioc’h
a builhentez, a gizidigezh hag a friantiz a c’hortozer digant darempred
ur vaouez he deus dieubet korf ar merc’hed hag ur gour en deus digoret
tachennoù nevez d’ar sonerezh. Re fur ha klasel e chom doare seveniñ
Jan Kounen an taol-mañ. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
13vet Festival Panoramas e Montroulez Etre ar 1añ hag ar 4 a viz Ebrel 2010 |
|
|
D'ar 1añ
a viz Ebrel e krogo an traoù gant ur pezh-c'hoari (L'empereur de Chine) e
c'hoariva Montroulez. Emgav e
park an diskouezadegoù kerkent hag an deiz war-lerc'h evit selaou sonerezh
hip hop gant Wax Tailor, elektro-pop gant Flairs, rock gant Ghinzu ha The
Wankin Noodles hag elektro gant Beat Torrent. Er memes
sal e vo aozet nozvezh vras ar Sadorn, ma sono B Real (unan eus izili ar
strollad rap Cypress Hill), sonerezh elektro gant Italianed The Bloody
Beetroots ha gant Yksek hag ivez Renaissance Man, Naonediz Pony Pony Run Run
ha re Sexy Sushi, Fortune, Brodinski ha DJ Pone (eus Birdy Nam Nam). Echuiñ a
raio an traoù d'ar Sul 4 e klub Coatelan gant Zak Laughed, Tender Forever,
Mikix the Cat, Elephanz ha Stereoheroes. Tikidi
etre 11 hag 50 euro (pass tri devezh). R.M. Muioc'h a bPanoramas : |
|
|
|
|
|
|
|
|
Divskouarn: kaout un tañva eus ar
yezh gant ar re vihan |
|
|
E magouri Lesneven an hini
eo e c'hoarvez an traoù e Penn-ar-Bed evit poent, bep kentañ Sadorn ar miz,
da 11e. Setu aze deiziadoù an tri miz da zont: d'ar 16 a viz Genver, 6 a viz
C'hwevrer ha 6 a viz Meurzh. Evit abadennoù Lesneven e c'houlenner digant an
dud emezelañ ouzh Divskouarn, 15€ ar bloavezh. E Lannuon e vez dalc'het an
traoù er Greizenn Sevenadurel, a genaoz an abadennoù gant Divskouarn. Etre
10e hag 11e ez a an traoù en-dro. Gwelloc'h eo lakaat e anv en a-raok. Setu
amañ an deiziadoù da zont: 23 a viz Genver, 6 a viz C'hwevrer ha 13 a viz
Meurzh. Evit abadennoù Lannuon e c'houlenner digant an dud emezelañ ouzh ar
Greizenn Sevenadurel, 12€ ar bloavezh. Evit gouzout hiroc'h : Lesneven : 09 60 04 79 83
(Divskouarn) Lannuon : 06 99 04 88 40
(Kreizenn Sevenadurel Lannuon)
Goude ur bloavezh ehan en deus
adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre
evit 2010. Adkavet e vo ar stumm klasel a
blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led.
Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv
penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ
miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh. Ur benveg talvoudus evit
ober gant ar brezhoneg bemdez! Kas ur chekenn 12€
da: Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Evit gouzout
hiroc'h: 02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr Lennit Bremañ Genver
2010!
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Gendalc'h
Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e Danmark
e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur an hin. Un disoc'h
dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin gant teknikoù nevez
zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo kinniget en teuliad-mañ
ivez. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg:
"Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ, sur! Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ
un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit
ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller
kavout war lec'hienn www.breman.org Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm) E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez
Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h : www.breman.org |
|
|
|
|
|