|
|
|
|
|
|
|
Lun 8 a viz Genver,
niv. 82 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Petra oa keleier Bremaik
warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Yec'hed
Ariel Sharon sellet a-dost |
|
|
Dilennadegoù
Parlamant Israel a vo aozet e fin miz Meurzh. O paouez
kregiñ koulzad e strollad politikel nevez e oa Ariel Sharon.
Savet en deus ar strollad "Kadima"; gwelet evel kreizennour, goude
bezañ kuitaet al "Likoud", gwelet evel mirour kentoc'h.
Amsklaer eo buhez politikel dazont Israel. Ariel Sharon a oa
e-kreizik-kreiz politikerezh ar vro. Ehud Olmert en deus kemeret ar c'harg a gentañ ministr Israel da c'hortoz. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
c’h-Clémenceau war-zu Alang ? |
|
|
Evit
gouzout hiroc’h : http://www.lemonde.fr/web/article/0,1-0@2-3228,36-728413@51-711772,0.html http://www.greenpeaceweb.org/shipbreak
(e saozneg) |
|
|
|
|
|
|
|
Taol
Kurun 2006 e bro Gemperle |
|
|
E-touez
an emgavioù brezhonek, ur "c'hafe-filo" d'ar Yaou Evit
gouzout hiroc'h : http://taolkurun.free.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Redadeg
hirañ Dakar 2006 |
|
|
309
reder a chom war ar roll. Al lodenn hir-se a vo evel-just un doare da
zispartiañ ar re wellañ diouzh ar re all.
Penn-kentañ ha fin an hent a vo leun a devinier, ha
meinek-tre eo tachennad kreiz ar redadeg. Lakaet
eo bet ar rederien war varc'h-tan da loc'hañ abretoc'h evit
kaout ar muiañ ar gwellañ a sklêrijenn.
Daoust da se ez echuo sur a-walc'h an darn vrasañ anezho
diouzh an noz. Evit
gouzout hiroc'h : http://dakar.com |
|
|
|
|
|
|
|
King
Kong |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2005 Senario
ha seveniñ : Peter Jackson Diwar
oberenn Ernest B. Schoedsack ha Merian C. Cooper (1933)
Gortozet
e oa film nevez sevener teiroberenn Aotrou ar
Gwalennoù. Setu un doare nevez eus King
Kong a glask doujañ film orin 1933. E donkad en
doa kavet Peter Jackson o welet ar film-se pa oa bugel. Liv Jurassic
Park hag Aotrou ar Gwalennoù
zo bet lakaet gantañ war steuñvenn King
Kong (mui un amprestig da Titanic er
fin). Domaj eo ned afe ket un tammig pelloc’h ar
geñveriadenn etre al loen ha tudenn Jack avat. Un abadenn
dudi eus ar re wellañ eo forzh penaos : ur stokadeg
veur zo hag a verko ar speredoù, sur. Evit
gouzout hiroc'h : http://www.uipfrance.com/sites/kingkong/ |
|
|
|
|
|
|
|
Sonic
Youth – Goo Deluxe Edition |
|
|
15
vloaz, ur prantad hir a-walc’h evit barn ur
bladenn ? Ya. Setu evit lidañ deiz-ha-bloaz o albom
Goo (embannet evit ar wech kentañ e
1990) o deus divizet izili Sonic Youth embann anezhi en-dro, gant ur
bern traoù ouzhpennet (un atersadenn, tuioù B ar
single, kanaouennoù savet gant strolladoù all ha
sonet en-dro ganto). Ha
koshaet eo Goo ? N’eo ket tamm
ebet, ha pa selaouer anezhi e seblant ken modern hag e oa
pa’z eo bet embannet evit ar wech
kentañ : n’eo ket forzh peseurt strollad
a c’hallfe sevel tonioù evel Titanium
Exposé pe Mote (ha dibenn an
ton-se, evel ma vefemp e-barzh ur mekanik da gannañ).
Ouzhpenn eo unan eus pladennoù aesañ ar strollad,
setu ez eus amañ peadra da dremen eurvezhioù o
selaou unan eus ar strolladoù dedennusañ o tont
eus New York. Gwelloc’h eo deoc’h kaout ar
c’houfrig gant ar 4 fladenn vinil, klokoc’h evit an
2 CD eo. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
c’havr ( |
|
|
Er
bloaz-mañ e tistroio Yaou, planedenn ar berzh, war ho
tachenn levezon. Da heul an dra-se e vo disoursi an aergelc’h
en ho puhez kalon. Dleout a rafec’h kejañ ouzh
tud, met n’aio ket an aferioù-se dre ret betek
bezañ gwir istorioù karantez. Na vezit ket
touellet. Beajoù
a c’hellfe bezañ mat evit ho labour. Marteze e
c’hellfe bezañ muioc’h a
fiñvadennoù (ha marteze liammet gant an
estrenvro). A-hed
ar bloavezh, klaskit chom gant ur spered distan, ha derc’hel
d’ho palioù. Ober a reot pep tra evit en em
staliañ da vat, en ho puhez personel koulz hag en ho puhez
labour. |
|
|
|