|
|
|
|
|
|
|
18 a viz Here 2004, niv. 28 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
20 000
den e straedoù Papeete |
|
|
O
tibunañ e oa Polinezianed disadorn e Tahiti, evit ma vefe
divodet Bodadenn Polinezia C'hall, hag aozet dilennadegoù
nevez. D'an 23 a viz Mae e oa bet gounezet an dilennadegoù
gant strollad dizalc'hour Oscar Temaru. Mignon da Jacques Chirac,
Gaston Flosse a oa bet e penn ar vro e-pad 16 vloaz. Deuet e oa a-benn
da lakaat votiñ d'an 10 a viz Here ur mennad a-benn
berzañ gouarnamant nevez dilennet Temaru. Sañset
eo Bodadenn Polinezia C'hall dilenn ur prezidant nevez arc'hoazh. Met
n'eo ket sur tamm ebet e vefe niverus a-walc'h ar gannaded. Adkaset e
vefe neuze dilennadeg ar prezidant nevez gant Bodadenn Polinezia C'hall
d'an 22 a viz Du. Ma ne zisoc'h ket an traoù gant dilennadeg
ur prezidant hag ur gouarnamant nevez, e c'hellfe bezañ
aozet ur votadeg nevez, ar pezh a c'houlenne an 20 000
manifester, d'ar Sadorn 16 a viz Here. |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
chaseourien a gemm ’blam d’an OGK |
|
|
Dre
forzh lakaat OGK (organoù o genoù kemmet) er
boued ez eus c’hoarvezet un dra spontus : kemm a ra
tud zo hag en o zouez ar chaseourien loened-dour eus 34 departamant.
Gouest int a-benn bremañ da welet sklaer e-pad an noz ha pa
vefe du-pod. E Breizh evit poent n’eo degouezhet an darvoud
souezhus-se nemet e Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen hag
Aodoù-an-Arvor. |
|
|
|
|
|
|
|
Kuriusted
er C’houerc’had |
|
|
Da
betra mont d' ur gêr vras evit ur sonadeg pe evit
heuliañ kentelioù sonerezh,
arzoù-kaer, hag all pa vez posubl ober
kement-mañ…er
C’houerc’had ! Ya, abaoe nebeut ez eus
deus ar c’h/Quincaillerie, ul lec’h ma vez aozet
abadennoù La
Quincaillerie, 1 plasenn Massignon, 22420 Ar
C’houerc’had. Pgz :
02 96 38 93 07. Postel : cie.papiertheatre@free.fr. |
|
|
|
|
|
|
|
C’hoariou
Olimpek |
|
|
An
holl a oar ez eo ar C’hoarioù Olimpek, ma lakaer
a-gostez ar sportoù, un istor a arc’hant hag a
vediaoù. Hag evel-just ar sportoù hag a blij ar
muiañ d’an dud a vez adskignet ar
muiañ. Setu perak e vez sellet pizh ouzh an "audimat" evit
kavout pelec’h e vije tu da wellaat an traoù ha
pelec’h ez eus bet bizet just gant ar mediaoù.
Evel-just, ar sport a erru da gentañ well-wazh eo an
atleterezh, met ur sport all zo lakaet en a-raok er studiadenn zo bet
graet. Sport kentañ e-keñver amzer
skignañ (47 eur 39 munutenn), sport a-stroll
kentañ heuliet e-pad an deiz (gant 2 048 960 pellarvester
dre vras) hag eil sport sellet gant ar Frañsizien (31,8
milion a dud, nemet se…), ar vell-dorn a seblant
bezañ gounezer bras C’hoarioù Olimpek
2004. Peadra d’en em c’houlenn perak ne vez ket
gwelet aliesoc’h war ar skinwel… Dreist-holl pa
vez gwelet emañ ar vell-droad da eil diwezhañ e
renkadur sportoù ar C’hoarioù Olimpek. |
|
|
|
|
|
|
|
Resident
evil : apocalypse |
|
|
Stadoù-Unanet
- 2004 Iiiiik…
Ploum ! C’ha ! C’ha !
C’ha ! Laoskit ac’hanomp da vont.
A !! Grouaaa ! Ma Doue benniget, petra eo an
afer-se ? Dao. Dao. Dao. Met piv oc’h
’ta ? Grouaaa ! Troulouloum. Re niverus
int. Vrooo. Dispartiomp kentoc’h. Arrrrg !
DRAVVVV !!! |
|
|
|
|
|
|
|
Breizh
, Keltia ha BT (Pevare lodenn) |
|
|
E
touez ar re glasel setu unan a dalvoudegezh : Le
vaisseau de pierre, testenn gant Christin,
tresadennoù gant Bilal, embannet gant Dargaud ("Histoires
fantastiques, légendes d'aujourd'hui") e 1976.
Barnet eo bet e niverenn 181 Al Liamm (Meurzh-Ebrel 1977, pp 166-167).
N'eus netra da lâret ouzhpenn. Stourm tud ur porzhig a Vreizh
enep galloudoù ar Stad hag an arc'hant. Nerzhioù
hud, diskoulm fantastek (dave da Gembreiz Patagonia ?).
Tudennoù liesseurt : labourerien ar vro, ar beleg "ruz", ar
"Breiz-atao" kozh, mezvier ha "na ruz na gwenn", ar c'hastell hag e
annezad... Un nebeud a vrezhoneg ha fent alies, dreist-holl diwar-goust
kargidi ha mondianed, betek ar fin... |
|
|
|
|
|
|
|
Tajin
kig-oan gant abrikez sec’h |
|
|
Fardañ
: 30 munutenn Ret
eo kaout : 1,5 c’hilo kig-oan (skoaz)
troc’het a dammoù, 300 gramm abrikez
sec’h, 2 benn-onion a vent krenn, 3 fenn-kignen, 2 vazhig
kanell, 1 loaiad vihan a jinjebr e poultr, 2 glosenn safron, 1 loaid
vihan a c'hreun sezam, 2 loaiad vras a vel, 2 loaiad vras a eoul,
koriandrez, holen ha pebr. |
|
|
|