|
|
|
|
|
|
|
11 a viz Here 2004, niv. 27 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur
mennad evit Breizh 5 departamant |
|
|
D'ar
Gwener 8 a viz Here e oa bet kinniget ur mennad da Guzul-rannvro Breizh
gant ar besprezidant Kristian Guyonvarc'h, diwar-benn
adunaniñ departamant al Liger-Atlantel gant ar peurrest eus
Breizh. Degemeret eo bet ar mennad gant kannaded Kuzul-rannvro Breizh.
Kinnigoù ar mennad a dalvez evit Kuzul-departamant al
Liger-Atlantel ha Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger. |
|
|
|
|
|
|
|
Bravik
ez eo bale… met pas re |
|
|
E
koadoù ar Jura hag an Alpoù emañ ar
skilgegi o vevañ. Pa vez kriz ar goañv e tebront
delioù pin hag e chomont sioul hep fiñval re. Ma
vezont direnket e-kerzh seurt prantadoù e nijont kuit hag e
tispignont o nerzh ken prizius. |
|
|
|
|
|
|
|
Arzoù
Afrika e Breizh |
|
|
E
Naoned e vo aozet gant al Lieu Unique (15 a viz Here- 9 a viz Genver)
un diskouezadeg anvet beautés.afriques@nantes.
He fal a zo brudañ pinvidigezh ha buhezegezh
arzoù Afrika, brudet eno dre daou zegouezh arz a
vremañ : biennale Dakar hag Emgavioù al
Luc'hskeudennerezh Afrikan e Bamako. www.beautes-afriques.net.
Pgz : 02 40 12 14 34. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad |
|
|
Tro
skarzhañ Kib ar Bed 2006 (en Alamagn) a c'hoarier er
mizioù-mañ. Eizh strollad a zo bet tennet
d’ar sord, en o zouez ar re vrasañ evel Bro-Saoz,
an Izelvroioù, Republik Tchekia, pe c’hoazh
Portugal ha skipailhoù kalz gwanoc’h evel
Sant-Marin pe Andorra. Met, goude tri pe bevar match
c’hoariet (hervez ar strolladoù), n'eus deuet
skipailh ebet a-benn da gemeret tout ar poentoù (3 foent
evit un trec’h, unan evit ur match rampo ha mann evit ur
match kollet). Bro-C’hall, da skouer, ne zeu ket a-benn da
zibradañ gant pemp poent hepken goude tri match. An
trec’h a-enep skipailh Kiprenez zo a-bouez-bras neuze, evito
da chom e redadeg ar perzhegañ. Met dija e
c’hellomp lavaret emañ skeul-renk ar
skipailhoù o cheñch en Europa. |
|
|
|
|
|
|
|
Comme
une image |
|
|
Frañs
- 2004 Eternal
sunshine of the spotless mind Kement
ha gouzout muioc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Fest-deiz,
Fest-noz, evit 10 vloaz Dalc’h soñj |
|
|
Disadorn
e vo lidet 10 vloaz Dalc’h soñj e Pleskop. Ur
fest-deiz hag ur fest-noz bras evit enoriñ al labour
krouiñ bet graet gant ar strollad ganet e stumm un daouad
boest an diaoul-bombard. Met buan eo bet pinvidikaet Dalc’h
soñj gant ar c’han, an dreujenn-gaol, ar saksell,
ar biniou hag ar gitar. Awenet don gant sonerezh Bro Wened, ar
c’han hengounel ’vez kempennet ivez gant
sonennoù a vremañ : peadra da c’hoari
er festoù-noz evel-just met ivez e sonadegoù ha
war leurennigoù tost. War o hent o deus ar vuzisianed
gounezet priz kentañ ar strolladoù e kenstrivadeg
Kan ar bobl ha pedet arzourien da zegas a bep seurt arlivioù
d’ar sonerezh aozet ganto. Hag etre meur a dro en Italia o
deus enrollet ar bladenn Lusk ar Galon. Ur pemzek bennak a
strolladoù hag a goubladoù a gemero perzh er
gouel : tro a vo da glevet Yudal Combo ha Rhadouff Brothers ha
dañsal gant Loeroù Ruz, Korriganed pe
c’hoazh Skolvan. |
|
|
|
|
|
|
|
Blev ! |
|
|
"I’d
reather go naked than wear fur" : mont a rin en
noazh kentoc’h eget gwiskañ feur ! 10
vloaz zo e c’helled gwelet ur strollad modeled
a-dreñv ur giton, ar gerioù-mañ
skrivet ledan outañ. Cheñchet eo ar jeu abaoe.
Splann eo eo distro giz ar feur war al leurennoù, gwisket
gant ar re a nac’he en ober gwezhall, Naomi Campbell en o
zouez. An holl grouerien-mod a vremañ pe dost o deus dibabet
ober gant an danvez-se. Hini gwir. C’hoari a reont kalz gant
meskañ danvez ha feur, a douchennoù
bihan : e beg divrec’h ur vantell, evit
kinklañ botoù pe ur sac’h. An danvez a
vez labouret en ur mod disheñvel. Kavout a reer
pezhioù bet azlivet pe brodet evit pinvidikaat o neuz.
Evel-just eo bet adtapet an doareoù-se gant ar
stalioù bras. Gallout a reer kavout pezhioù
marc’hadmat gant feur faos. Daoust d’ar
muiañ-niver gwiskañ feur faos eo adsavet ar
prederiadennoù a denn da genwerzh krec’hin al
loened gouez. Ha kemend-all a zo evit pezh a denn da zoareoù
desevel al loened a vez implijet evit krouiñ an dilhad luks.
Tud zo a zifenn kenwerzh ar feur, a welont evel un
doare-bevañ evit poblañsoù zo, an
Inuited da skouer. Tud all evel Stella Mac Cartney a zo a-enep
implijout danvezioù a seurt-se. Testez eo war
lec’hienn ar PETA, ar re oa doa krouet an
taol-brudañ "mont a rin en noazh
kentoc’h eget gwiskañ feur !" |
|
|
|