12 a viz Gwengolo 2005, niv. 66

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Miliadoù a Balestiniz e trevadennoù dilezet Ghaza

 

 

Miliadoù a Balestiniz zo deuet en trevadennoù bet dilezet nevez zo gant Israeliz, kerkent ha kuitaet an dachennad gant soudarded Israel, da hanternoz dec'h. An dachennad a oa dindan beli Israeliz abaoe 38 vloaz.E Neve Dekalim pe e Ganei Tal e veze savet bannieloù palestinat war ar savadurioù, tanoù-arvest zo bet bannet en oabl hag ar c'hirri-tan zo bet o kornal er straedoù eurvezhioù-pad. Plantet ez eus bet tan e sinagogennoù an trevadennoù bet dilezet gant 8 500 Israelad er miz tremenet.

Mererezh tachennad Ghaza gant Mahmoud Abbas hag ar Pennadurezh Palestinat a vo sellet a-dost gant Stad Israel. Harzoù, oabl hag arvor tachennad Ghaza a chomo dindan beli Israeliz. Daoust da Balestiniz bezañ laouen gant disoc'h dilez tachennad Ghaza, nec'het int gant trevadennoù israelat Sisjordania. Daoust da se e vo roet gourc'hemennoù, sur-mat, er sizhun-mañ da Ariel Sharon, kentañ ministr Israel, gant Stadoù all, da-geñver kendalc'h Aozadur ar Broadoù Unanet.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kendalc'h enklaskerien war genoù ar plant e Rosko

 

 

Aozet eo an emgavioù skiantel-se gant Kreizenn Arvorig an Enklask war an Endro (Caren). Ur strollad daou-ugent enklasker eus Kreizenn Vroadel an Enklaskoù skiantel (CNRS) hag un ugent skiantour bennak eus an estrenvro (Israel, Japan, Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet, Kanada) a vo bodet er sizhun-mañ e Savlec’h Biologel Rosko.

C'hoant o deus ar skiantourien mont war-raok gant studi genoù ar plant, un dachenn a-bouez evit anavezout gwelloc'h perzhioù ar plant. En ur anavezout gwelloc'h genoù ar plant e c'heller kompren perak e vez aloubet lec'hioù zo gant ur blantenn resis. Broudañ implij ar plant e lec'hioù ma 'z eus ezhomm evit disaotrañ zo un dachenn all a-bouez-bras. Tu a vefe d'ober gant plant a "zebr" produoù dañjerus da skouer. Ur skipailh hag a vo e Rosko zo o klask tapout ur breved e-keñver genoù ur blantenn a "zebr" an atrazin, ul louzoù-lazhgeot difennet, met a gaver en douar c'hoazh...

 

http://www.sb-roscoff.fr/

http://genomique-environnementale.univ-rennes1.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Devezh ar Glad : Gouel an Unanded

 

 

D'ar Sul 18 e vo lidet Devezh ar Glad. Gant skipailh "Kanol an Unanded" e vo aozet abadennoù er bloaz-mañ adarre. Ar mennozh ? Lidañ unanded pobl Vreizh en ur aozañ abadennnoù a denn da endro, istor, sevenadur ha buhez ur c'horn-bro, war ribl ar ganol etre Naoned ha Brest. Un arouez splann ma'z eus. Pemp kêr a gemero perzh disul : Naoned, Redon, Pondi, Karaez ha Gouezeg. Pourmenadennoù, diskouezadegoù, sonadegoù, abadennoù dañs, c'hoarioù enklask e kreiz kêr, stalioù-labour diwar-benn micherioù gwechall... Berzh bras en doa graet ar Gouel en Naoned warlene.

 

http://www.canaldelunite.com

 

 

 

 

 

 

 

 

US Open : aet ar maout gant Federer ha Clijsters

 

 

Trec'het en deus ar Suis Roger Federer war Andre Agassi (6-3,2-6,7-6 (7/1), 6-1) dec'h, e New York. Lodenn ziwezhañ an US Open e oa, tournamant diwezhañ Chelem Bras ar bloaz. 2 eur 20 e oa padet ar c'hrogad etre ar Suisad, e penn renkad bedel ar c'hoarierien tennis, a-enep an Amerikan 35 bloaz. An unnekvet gwech e oa dezho en em gavout tal-ouzh-tal war un dachenn tennis. Da 24 bloaz, eo aet ar maout c'hwec'h gwech gant Roger Federer evit ar Chelem Bras.

Disadorn e oa bet trec'het Mary Pierce gant ar Flandrezadez 22 vloaz, Kim Clijsters (6-3, 6-1). Un eurvezh eo padet ar c'hrogad. E lodenn diwezhañ tournamant Roland Garros e oa bet trec'het ar C'hallez, 12vet er renkad bedel, ivez er bloaz-mañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bombón el perro (Bombón le chien)

 

 

Arc’hantina / Spagn - 2004

Seveniñ : Carlos Sorín

 

Bevañ a-skrap hag a-ziskrap a ra Juan Villegas (Juan Villegas) abaoe m’eo bet skarzhet eus e labour en ur porzh-servij d’an oad a 52 vloaz. Da c’hortoz kavout labour en-dro e werzh an den kontilli ha bevañ a ra e ranndi e verc’h. Start ar jeu neuze, met cheñch a ra an traoù an deiz ma’z eus roet un dogez arc’hantinat da Juan.

Tost-tre ouzh buhez an dud eo doare sinema Carlos Sorín. Ur sell denel-kenañ a vez kaset war nebeudoù an istor. Ar santimant sellet ouzh un teulfilm a zeu alies d’an arvestour ha n’eo ket dre zegouezh : aktored pennañ ar film n’int ket tud a vicher ha tost eo red o gwir buhez ouzh hini o zudennoù. Priziet forzh pegement eo bet Bombón el perro e festivalioù sinema e-leizh ha gant gwir abeg.

 

porzh-servij : station-service

 

 

 

 

 

 

 

 

Nozvezh ar gavotenn e Poullaouen

 

 

E dibenn ar sizhun, d’ar 16, 17 ha 18 a viz Gwengolo ho po tro da zañsal e Poullaouen e 16vet Nozvezh ar gavotenn. Kregiñ a raio digwener gant ul leurenn digor hag un abadenn aergelc’h un davarn ganti, etre ur sonadeg hag ur veilhadeg, a ziskouezo emdroadur sonerezh Breizh : ur gejadenn etre ar ganerez Marthe Vassalo hag an Hot-club Kreiz-Breizh, muzisianed a bep seurt a c’hoari sonerezh tsigan ha swing manouch, gavotenn ha charleston, livet gant ar vals-muzet. Ur staj kan-ha-diskan a vo kinniget disadorn, gant Jean-Pierre Kere ha Jean-Yves ar Rouz. Da-heul e vo ur brezegenn, un diviz ha skeudennoù gant filmaoueg Breizh, evit kompren penaos eo emdroet doareoù dañsal ar gavotenn en ur dremen deus ar c’han d’ar binviji sonerezh. Da 8e30 e krogo 16vet Nozvezh ar gavotenn gant arzourien evel ar sonerien Berthou/Molard, Kerdoncuff/Simon, ar vuzisianed Vallégant/Lefebvre pe c’hoazh ar strollad "Tronc de chou". Ha disul e vo aozet ur fest-deiz ispisial peogwir e vo savet ar c’houbladoù dre zegouezh gant an aozourien.

 

http://www.dans-tro.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Tajin kig-oan gant rezin

 

 

Danvez evit 6 den

1,5 kg a skoaz kig-oan troc’het e diñsoù, 250 g a rezin sec’h, 2 loaiad vras a ras al-hanout, 1 loaiad vihan a jinjebr, 1 loaiad vihan a ganell, 1 glorenn safron, 3 fenn-onion troc’het munud, 1 loaiad mel flour, 60 g amann, holen, 1 loaiad vihan a bebr malet.

 

Amannenit ar plad tajin. Lakait an holl demzoù er plad, ouzhpennit an tammoù kig hag an onion. Meskit mat.

Bannit ur werennad dour. Lakait pebr hag holen ha kemmeskit c’hoazh. Lakait ar plad war an tan, ha laoskit da boazhañ e-pad 2e30, goloet.

Ouzhpennit ar rezin hag ar mel ha laoskit un hanter eurvezh c’hoazh a-raok servijout, gant semoul ha koriandrez troc’het munud ma karit.

 

Ma n’eus plad tajin ebet ganeoc’h e c’hellit fardañ ar meuz-mañ en ur gokelenn vras. Diwallit mat da lakaat da boazhañ war un tan bihan-tre, ha da lakaat an tommder da greskiñ nebeut-ha-nebeut.