13 a viz Gwengolo 2004, niv. 23

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Kenderc'hel a ra Ivan gant e hent

 

 

Jamaika, Grenada, Venezuela, ar Republik Dominikan, Trinidad ha Tobago, o deus gouzañvet diwar avelioù kreñv ar gorventenn Ivan. Un 40 den bennak a vefe bet lazhet gant Ivan. Lezel a ra dismantroù war e lerc'h. 100 000 annezad zo e Grenada ha 60 000 anezho a vefe bremañ hep ti nag aoz. Disklêriet eo bet gant gouarnamant Grenada e oa bet distrujet 90 % eus an douaroù gant ar gorventenn. Tremenet e oa Ivan 400 kilometrad diouzh Kuba dec'h, ha divizet e oa bet gant ar gouarnamant dilec'hiañ daou vilion a dud, lod zo bet kaset e riboulioù dindan-douar lu Kuba. Hervez servijoù hinouriezh Kuba, ne oa ket bet ur gorventenn ken kreñv er vro abaoe 1959. Muzuliet ez eus bet avelioù o c'hwezhañ e 250 km/eur. Goude Kuba, Stad Florida eo a vefe tizhet gant Ivan. Dilezet eo bet an Inizi Keys gant ar 80 000 den zo o chom enno.

 

 

 

 

 

 

 

 

An alouberien nevez…

 

 

Tro 1 000 ibiz sakr zo o vevañ en o frankiz e Breizh ha padal e teu o gouenn eus Bro-Ejipt. N’int ket deuet o-unan, nijet int kuit eus ur zoo. Ur bern spesadoù, ouzhpenn an ibized, zo o tont eus broioù pell hag oc’h en em staliañ er vro-mañ, alies-kaer gant skoazell an dud, hep goût dezhe. Pezh zo, ur spesad nevez a zegas kemmoù e-barzh kempouez an ekosistem ha dismantroù bras a c’hell dont da-heul. Da skouer, ar baoted eus Florida pe ar raned-tarv eus Amerika lezet da vont en natur gant o ferc’henned a lazh al loened dour e stêrioù Bro-C’hall.
Diskaret e vez glannoù hon stêrioù gant an avanked-Spagn, kaset dimp eus Amerika ar Su abalamour d’o feur ken priziet. E-touez ar spesadoù aloubus ez eo perched an Nil ar re spontusañ : kaset e oant bet d’al Lenn Viktoria da vezañ pesketaet hag abalamour dezhe ez eus aet da get 200 spesad pesked el lenn-se.
Gwallgaset eo ekosistemoù ar morioù gant ar spesadoù a veaj dre ar bed a-bezh stag ouzh ar bigi. Da skouer, ar morgaoul eus Amerika o deus aloubet ar Mor Du, hag ar meskl roudennet eus Mor Kaspia zo o tistruj pep tra el Lennoù Meur en Amerika. Pa vez plant oc’h aloubiñ ur vro e vez graet anv eus “bosenn c’hlas”, e-giz ar “Caulerpa taxifolia” aet 'maez eus Mirdi ar Meurvorioù e Monako hag a zo o vougañ aodoù ar Mor Kreizdouarel. Pezh zo, gwerzhet e vez seurt loened pe plant er stalioù c’hoazh ! Arabat prenañ forzh petra !

Kement ha tremen hebiou dezhe :
http://www.ornithomedia.com/pratique/conseils/conseil_art25_5.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Das MoMA in Berlin

 

 

20/02/04-19/09/04

Ne chom ganeoc’h nemet un nebeud devezhioù ma fell deoc'h mont da Verlin da welout an diskouezadeg "das MoMA in Berlin". Ur pezh diskouezadeg eo : 200 oberenn o tont eus ar Museum of Modern Art (MoMA, e New York) a c’haller gwelout en Neue Nationalgalerie. Ar re a fell dezho mont a ranko kaout pasianted : ken dedennus eo ken e ranker gortoz un nebeud eurvezhioù a-raok bezañ gouest da vont e-barzh ar mirdi. Met ur wech e-barzh, ne viot ket dipitet. Dindan ho taoulagad ho po oberennoù savet gant arzourien bouezusañ an 20vet kantved.
Setu un nebeud anvioù a lakao ac’hanoc’h da gaout c’hoant d’ober an hent : Duchamp, Picasso, Picabia, Matisse, Cézanne, Van Gogh, Andy Warhol, Roy Lichtenstein, Robert Ryman, Jasper Johns...

Das MoMA in Berlin, Neue Nationalgalerie, Kulturforum-Potsdamer Platz
Mont e-barzh : 10 euro
www.das-moma-in-berlin.de

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis

 

 

Setu un nebeud mizioù ma oa Amélie Mauresmo, ar c’hoarierez c’hall, o redek war-lerc’h ar plas kentañ e renkadur hollek an tennis. Mizioù ma lavare e oa unan eus he hunvreoù dont da vezañ an hini greñvañ. Setu an hunvre deuet da wir abaoe ar sizhun paseet, evit ar wech kentañ en Istor tennis Bro-C’hall. Laouen eo Jean-Claude Massias (Rener teknikel broadel kevredad Bro-C’hall) met lavaret a ra memes tra : "Boemus eo bezañ niv. 1 ! Disoñjal buan-tre a vo d'ober avat ha nompas klask difenn ar renkadur. Dao da Amélie soñjal hepken e gounit matchoù". Ha gwir eo, m’he deus Amélie Mauresmo gounezet he flas gant nerzh he raketenn, ez eus bet rebechet dezhi bezañ un tammig gwan c’hoazh en he fenn evit gounit matchoù zo. Un hunvre diwezhañ a chom d’ar c’hoarierez c'hall da gas da benn : gounit unan eus 4 zournamant ar Chelem Bras. Emgav e 2005 neuze ?

Mell-droad

5vet devezh (R1) / 7vet devezh (R2)

St-Etienne (18vet) 0-0 Naoned (15vet)
Roazhon(10vet) 1-2 Lyon (6vet)

Laval (14vet) 0-0 An Oriant (11vet)
Troyes (18vet) 1-1 Gwengamp (20vet)
Brest (1añ) 4-2 Reims (3de)

6vet devezh (R1) / 8vet devezh (R2)

Bourdel (7vet) - Roazhon (11vet)
Naoned (15vet) - Istres (16vet)

Gwengamp (19vet) - Angers (13vet)
Le Mans (11vet) - Brest (1añ)
Nancy (7vet) - An Oriant (9vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Wu jian dao (Infernal affairs)

 

 

Hong-Kong - 2002
Seveniñ : Andrew Lau Wai-Keung, Alan Mak Siu-Fai

Emañ Ming (Andy Lau Tak-Wah) o labourat e servij an enseller Wong a stourm ouzh triad Sam. Hag e-touesk trafikerien Sam emañ Yan (Tony Leung Chiu-Wai). Dav eo gouzout emañ ar baotred-se o labourat a bep tu war un dro avat : Yan a zo ur poliser kuzh ha Ming a gas titouroù da Sam…
Huñvel ouzh ur melezour eo ahel ar film-mañ : diazezet eo e senario war emdroadur ar c’houblad Ming/Yan, an eil o vezañ enep-patrom rik egile. Prederiet zo bet don a-benn sevel un istor direbech, ha suspens zo betek ar fin. Ur sonerezh un tammig soutiloc’h a vefe deuet-mat memes tra, ha tu a vefe bet da vont pelloc’h gant skeudenn an tad (koublad Sam/Wong).
Kaoz a zo da sevel un eil doare eus „Infernal affairs“ gant ar Stadoù-Unanet evel just. Martin Scorsese a renfe Matt Damon ha Leonardo diCaprio o c’hoari ar c’houblad. Souezhusoc’h eo gouzout ez aio film Hong-Kong d’un teir-oberenn : kontet e vo deomp petra a zo bet a-raok ha petra zo bet war-lerc’h.

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.infernalaffairs.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

"Er park eo e vezer eürus..."

 

 

En dibenn-sizhun a zeu e vo kinniget ar pemvet gouel "Le Bonheur est dans le pré" e Sant Nigouden. Ur gouel evit an doujañs ouzh an natur hag an dud, o c'houlenn gant ar selaouerien "chom hep dihuniñ ar gorriganed en ur vont da gousket" pe c’hoazh "lezel trankil tarv ar park tal-kichen". Evit brasañ plijadur selaouerien miz Gwengolo e vo pemzek strollad eus ar vro o c’hoari doareoù sonerezh liesseurt war div leurenn, e-mesk ar parkeier, tost d’al leti Ti Pikouz. Digwener ha disadorn eta e c’hello ar selaouerien hejañ o c’horf gant a bep seurt doareoù rock : pop-rock barzhoniel, punk, rock'n'roll ha progressive rock. A-bep-eil gant sonennoù dousoc’h gant reggae High Tchaka, Zogo (ur vouezh soul arlivet gant raï ha blues), ha peadra da veajiñ gant tsigano-swing Nomades, folk elektro Poor Boy ha trip-hop Sheer-K. Ha disul e vo degemeret ar familhoù gant Katell a gonto "an devezh ma koll an an tadoù-kozh o fri " hag un abadenn gant ar strollad "Théâtre avec un nuage de lait."

Gwener 17 pe sadorn 18 : 10 euro.
Sul 19 : 2 euro.
Kamping digoust.
Aozet gant sikour Amnesty International, Kengevredad ar Beizanted hag ATTAC.
Kement ha gouzout hiroc’h : 02 96 45 58 27.

 

 

 

 

 

 

 

 

Pa ya ho livajoù dremm a-dreuz…

 

 

Setu un nebeud kuzulioù evit adtapout elfennoù ul livaj a c’hell bezañ c'hwitet adalek ar penn-kentañ pe o treiñ da fall ! Divalav a-walc’h e vez an divuzell pa’z eo aet al liv kuit, met chomet livet-brav an dro anezho treset gant ur c’hreion flamm. Neuze dibabit ur c’hreion tost a-walc’h e liv ouzh hini ho tivuzell. Pa ne vo ken eus ar ruz-muzelloù e chomo brav ar jeu memestra ! Ouzhpenn-se, ar fed tresañ tro ho muzelloù gant ur c’hreion liv koad-roz pe liv kroc’henn a zalc’ho al liv en diabarzh… N’en em gavo ket en-dro d’ho kenoù. C’hoarvezout a ra ivez e vefe skuilhet maskara dindan an daoulagad. Pa c'hoarvez se, tapit ur vazhig-koton glebiet gant livaj-dremm* ha diverkit ar roudoù ganti. Skarzhit an dienn re gant ur vazhig-koton prop.

* fond de teint