24 a viz Genver 2005, niv. 40

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

27 a viz Genver 1945 : euzhadenn Auschwitz

 

 

Diriaou e vo lidoù aozet gant Aozadur ar Brodadoù Unanet e Polonia, e koun ar Yuzevien bet bac'het ha lazhet gant an Nazied e-kerzh an Eil Brezel Bed. D'ar 27 a viz Genver 1945 e oa bet dizoloet kamp-bac'h Auschwitz gant an arme rusian. Ar c'hamp-bac'h nazi kentañ bet "dieubet" gant an arme rusian e oa.

Disul e oa bet aozet ul lid e Pariz, e koun ar 76 000 Yuzev eus ar C'hwec'hkorn bet kaset d'ar c'hampoù-bac'h etre 11942 ha 1944. Ur voger zo bet savet e karter ar Marais, warni anv, raganv ha deiziad ganedigezh pep hini eus ar 76 000 Yuzev bet skrapet gant an Nazied.

 

 

 

 

 

 

 

 

Karomp ar c’hwiled-kaoc’h !

 

 

Ar c’hwiled-kaoc’h eo an amprevaned a vev diwar kaoc’h ar bronneged : debriñ a reont kaoc’h fresk pe douarañ a reont ur bern anezhañ a-benn dozviñ ennañ. Gante e vez distrujet buan ar c’haoc’h hag e chom glas ar pradeier.

Komprenet ez eus bet e Bro Australia pegen talvoudus int. En 20vet kantved e oa bet kaset di chatal eus Europa (saout ha deñved). Siwazh e oa kustum c’hwiled ar vro da zebriñ kaoc’h ar c’hangourou ha ne oant ket evit ober war-dro kaoc’h ar chatal nevez erruet. A-raok ma vefe bet mouget Australia dindan bernioù kaoc’h er bloavezhioù 60 e oa bet klask war-lerc’h c’hwiled-kaoc’h eus Europa hag Afrika, hag a oant bet kaset di. Renket e oa bet ar gudenn diwar neuze.

Goude an taol-se e c’hellfed soñjal e vefe bet doujet da labour ken prizius ar c’hwiled-kaoc’h en Europa. Na petra ta! Emañ o foblañs o tigreskiñ a vloaz da vloaz e Bro-C’hall abaoe un dek vloaz bennak abalamour d’al louzeier ouzh ar c’hwibez a vez roet d’ar chatal : deut eo o c’haoc’h da vezañ gwir bistri d’ar c’hwiled-kaoc’h.

Kroget o deus un nebeut enklaskourien eus an INRA da labourat war ar gudenn-se. Goulennet o doa e 2004 ma vefe difennet implijout an Ivermectine pa vez ar c’hwiled o tozviñ. Erru eo poent ober un dra bennak : paneve ar c’hwiled-kaoc’h e vefemp er c’haoc’h buan !

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar bed e-giz un daolenn

 

 

Richard Artschwager, John Miller, Olga Chernysheva pe c'hoazh Alain le Quernec...

A-viskoaz eo bet liammet an Istor gant an Arz, daoust ma ne respont ket an oberennoù arzel ouzh goulennoù an amzer vremañ atav, pell ac'hann. Diskouez a ra an arzourien-mañ ez eus anezho er bed, hep "adober ar bed". Liammet eo pep taolenn gant ur mare resis en Istor, hag a-benn ar fin e vez skeudennet gante un doare eneberezh d'ar wirionez en taolennoù. Da larêt eo e klask an arzourien mont dreist d'an diell istorel oc'h ober gant diheñchadurioù ha luadennoù e-leizh. Ma ne gomprenit netra, it d'an "Imagerie" e Lannuon da welet an diskouezadeg-mañ !

Mont e-barzh digoust. Imagerie : kreizenn Savidan e Lannuon.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-dorn

 

 

Emañ Kampionad ar Bed ar vell-dorn 2005 o paouez kregiñ e Tunizia. Kentañ kampionad bras war-lerc’h ar C’hoarioù Olimpek, e vo an digarez evit skipailhoù zo da gadarnaat o statud nevez hag evit reoù all da glask ober gwelloc’h eget en dro paseet. Skipailh Bro-C’hall zo kentoc’h en eil strollad. War-lerc’h C’hoarioù Olimpek c’hwitet penn-da-benn, gortoz a reer digantañ diskouez ur c’hoari nevez ha prouiñ d’an holl emañ atav en tri ar skipailh gwellañ eus ar bed. Met muioc’h eget un digoll evit ar strollad, bez’ e vo ivez ar c’hampionad diwezhañ evit tri c’hoarier eus ar gwellañ : Gregory Anquetil, ar Breizhad Gueric Kervadeg hag ivez Jackson Richardson. Ur sizhun gentañ sioul a vo gant ar skipailh, gant matchoù a-enep Kanada, Angola, Tunizia, Gres ha Danmark. Peadra d’en em deurel mat er c’hampionad evit tapout ur vedalenn, pal  Kevredad Mell-dorn Bro-C’hall.

 

Mell-droad

 

22vet devezh R1

Roazhon (12vet) 2-0 Aiacciu (18vet)

Tolosa (6vet) 2-1 Naoned (15vet)

 

22vet devezh R2

Châteauroux (7vet) 2–0 Gwengamp (9vet)

Dijon (11vet) 0-0 An Oriant (15vet)

Brest (8vet) 1-1 Amiens (14vet)

 

23vet devezh R1

Lyon (1añ) – Roazhon (10vet)

Naoned (15vet) – St-Etienne (8vet)

 

22vet devezh R2

An Oriant (15vet) – Troyes (2vet)

Clermont Foot (16vet) –Brest (8vet)

Gwengamp (11vet) – Montpelhier (6vet)

 

Bageal

 

Vincent Riou en deus atav 128 miltir lañs war Jean ar C’hamm.

 

 

 

 

 

 

 

 

Melinda & Melinda

 

 

Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Woody Allen

 

Abegoù micherel a zo d’ar goan-mañ. Tonkad arzel ar c’houblad a zo stag ouzh imor ar gouviidi. A-daol-trumm e tifluk ur plac’h anvet Melinda (Radha Mitchell) gant he soursioù divent hag he zech d’en em zistruj. Diwar ar framm-mañ e vo kontet deoc’h daou istor : an eil blaz an drama warnañ, egile blaz ar gomedienn warnañ.

Bodañ a ra Woody Allen an holl elfennoù o deus maget e vrud er film-se : an drama hag ar gomedienn evel-just, hag a-raok pep tra an darempredoù karantez, an difealded hag al livañ gevier. Aficionados Woody a gavo o gwalc’h evel boaz (n’eo ket dornet kleiz ar sevener) met ret eo anzav n’eo ket e film gwellañ. Manket he deus an awen dezhañ d’ober heñveloc’h red an daou istor e-ser donaat o dibarderioù ton. Radha Mitchell a zoug mat ar film avat, met Will Ferrell a ya re bell dre forzh kas ur c’hoari re heñvel ouzh hini Woody Allen.

 

 

 

 

 

 

 

 

Taol Kurun : teir sizhun stank e Kemperle

 

 

Er sizhun-mañ e krogo unnekvet gouel Taol Kurun e Kemperle. Adalek an 18 a viz Genver betek ar 6 a viz C’hwevrer e vo kinniget traoù d’ar re yaouank ha d’an holl dud a blij dezhe c’hoarzhin ha kaout plijadur asambles : stajoù dañs ha brezhoneg, kenstrivadegoù, filmoù hir ha berr, kontadennoù hag abadennoù sonerezh a bep seurt gant festoù-noz, kan pe c’hoazh punk-rock K-Mikaz ha rock-musette Lebowsky. A bep seurt obererezhioù digor war sevenadurioù all ar bed evel ur genstrivadeg haiku, barzhoniezh japanat, e brezhoneg, gallaoueg pe galleg, ur staj evit deskiñ graffiñ, divizoù e brezhoneg er c’hafe-filo ha kejadennoù gant skrivagnerien yaouank. Hag ul “leurenn ar re yaouank“ a zegemero tout an doareoù sonerezh.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : http://taolkurun.free.fr.

 

 

 

 

 

 

 

 

Plac’hed Ipanema…

 

 

Soñjal a ra d’an dud peurliesañ eo poblet Brazil gant merc’hed koant ha mistr o c’horf ha paotred brav. Ur vro eo ma kaver un emskiant bras eus kened ar c’horf er boblañs, hag e lec’h ma vez implijet kalz a surjianiezh-bravaat ivez. Met dic’hortoz a-walc’h eo disoc’hoù ar studiadenn bet embannet gant Ensavadur Douaroniezh ha Stadegoù Brazil evit an deizioù. Kadarnaet o deus e red ur c’hleñved  nevez eno. 40% eus ar boblañs (175 milion a dud) a zo re lart. 10 milion a dud zo tev da vat. Ur c’hemm a zo bet etre ar bloavezhioù 70 hag an deiz a hiziv : bremañ ez eus 80% eus an dud o chom e kêr hag 20% war ar maez, pa oa ar c’hontrol 30 vloaz zo. Ne fiñvont ket kement ha gwezhall neuze. Elfennoù all a c’hoari ivez : sot eo ar Vrazilianed gant an traoù sukret. O c’hafezinho, da skouer, un doare kafe espresso a vez evet e pep lec’h er vro, a zo sukr evit an hanter. Gant ar Stadoù-Unanet eo Brazil ar vro ma vez bevezet ar muiañ a sukr er bed. Predoù diazez ar Vrazilianed a zo kalz re binvidik ivez : kig + fav + riz + avaloù-douar + toazennoù. Pa vez 4 milion a dud varnaoniet er vro c’hoazh e kav d’ar prezidant Luiz Inácio Lula da Silva ez eo ret o sikour da gentañ. Ha n’eo ket prest da gemer e kont an doare kleñved nevez-se. Met abred pe ziwezhat e vo ret talañ ouzh ar gudenn-se, hag a zo en em gavet er Stadoù-Unanet gant ul live spontus dija.