17 a viz Genver 2005, niv. 39

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ur sizhunvezh diaes

 

 

Diskrog labour a vo gant ar servijoù foran tost bemdez er sizhun-mañ. Implijidi an Ti-Post a vo dimeurzh o tiskregiñ diouzh o labour, evit embann n'emaint ket a-du gant an doareoù frankizour da verañ ar servij foran zo er mare-mañ. Dimerc'her e vo tro tud ar gaz, an tredan hag an hentoù-houarn da ziskregiñ diouzh o labour. Diaesterioù a vo gant an trenioù adalek dimeurzh da noz, betek diriaou veure. Miliadoù a bostoù zo en arvar er servijoù-se hervez ar sindikadoù a c'halv d'an diskrog-labour. Surjianed an ospitalioù a vo o tiskregiñ diouzh al labour dimerc'her ivez. Diriaou e vo tro ar c'hargidi Stad da vanifestiñ, implijidi melestradurel ha skolaerien an Deskadurezh Stad en o zouez. Spi o doa kaout ur c'hresk gopr uheloc'h evit ar hini bet kinniget gant ar gouarnamant. C'hoant o deus ar skolaerien diskouez war ar memes tro n'emaint ket a-du gant raktres François Fillon. Ministr ar C'hargidi Stad, Renaud Dutreil, en deus disklêriet ne vefe ket paeet o devezhioù d'ar re a ziskrogo diouzh al labour.

 

 

 

 

 

 

 

 

Skouer ar C’hosta Rica

 

 

E-touez ur bern broioù e Su-Amerika, dalc’het ar galloud enno gant ar soudarded, eo ar C’hosta-Rica un demokratelezh hep arme abaoe 1949. Met pezh zo dibar da vat d’ar vro-se da geñver hec’h amezeien eo he folitikerezh gwareziñ an natur. Ken brokus eo an natur eno ez eus er vro 4% eus ar gouennoù plant ha loened zo er bed a-bezh (padal n’eo ket brasoc’h eget Breizh). Desachañ a ra ar binvidigezh-se an embregerezhioù bras war al louzeier eus ar Stadoù-Unanet. Evit gwir e vez savet an darn vrasañ eus ar molekulennoù nevez implijet el louzeier diwar danvez efedus tennet diouzh ar plant pe al loened. Er C’hosta-Rica avat e rank an embregerezhioù-se doujañ ouzh lezennoù strizh evit kaout aotre digant ar Stad da dennañ gounid eus an natur.

Ouzhpenn-se e tenn spled ar C’hosta Rica eus an ekotouristelezh. Tremen 1 milion a dud a ya di bep bloaz da welet he natur ken fonnus : degas a reont 6% eus ar PIB. A-benn gwareziñ he natur pouezus d’hec’h ekonomiezh he deus lakaet ar C’hosta Rica 25% eus he gorread da “mirva naturel” (dindan 3% e Bro-Frañs). Diwar se emañ ar c’hoadeier o c’hounit tachenn abaoe 15 vloaz.

Pezh zo posubl en ur vro baour a zlefe bezan posubl e Bro-C’hall,’vat ! Met du-mañ e c’hell ur ministr diskleriañ e ranker lazhañ an holl bleizi hep na fiñvfe den an disterañ ha mont da vinistr an ekonomiezh un nebeud mizioù goude.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"Malachap stori" : ur western fentus e brezhoneg

 

 

C'hoariet vo "Malachap stori" e Langedig d'ar sadorn 15 a viz Genver (20e30) ha d'ar sul 16 (15e), e sal Jo Huitel.
"Malachap stori" zo ur western tennet ag ur pezh-c'hoari fentus skrivet e galleg get René de Obaldia, "Du vent dans les branches de sassafra". Troet eo bet e brezhoneg istor ar familh Gourvenneg, labourizion-douar e-tal Malachap siti, Kentuky, e penn kentañ ar 19vet kantved. Met n'eo ket sioul ar vuhez get an Indianed a zo é argadiñ...  eizh aktour zo (Maurice Jouanno, Armelle Boullé, Marc Brustiec, Yvette Brustiec, Yann Collias, Natacha ar Gall, Christian Courtet, Christian Le Meut). Leurennourez : Yvette Brustiec... 5€ pe 3€ (tud dilabour, studierion), digoust evit ar vugale edan 12 vloaz.

Kement ha gouzout hiroc'h : Armelle Boullé, pgz : 02 97 32 91 52.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis

 

 

Digwener paseet e oa an tennañ d’ar sort evit tournamant Chelem Bras kentañ ar bloaz, Open Aostralia e Melbourne, hag a vo c’hoariet etre ar 17 hag an 30 a viz Genver. Hag an nebeutañ a c’hellomp lavaret eo n’eo ket bet an tennadur-se eus ar gwellañ evit ar C’hallaoued. Dres, pe e c’hoariont a-enep ar re greñvañ pe neuze a-enep ur Gall all. Fabrice Santoro da skouer, en do da c’hounit a-enep Roger Federer (hag eñ kentañ er renkadur ATP ha dalc’her an anv a gampion …) m’en deus c’hoant tremen an dro gentañ. Er c’hontrol eus ar baotred, an tennañ d’ar sort evit tournamant ar merc’hed a seblant un tamm siouloc’h. Tu zo da grediñ e c’hellfe tud evel Amélie Mauresmo pe Nathalie Dechy bezañ adwelet en eizhvet gourfennoù pe zoken e kardgourfennoù.

 

Mell-droad

 

21añ devezh R1

Naoned (16vet) 2-0 Roazhon (12vet)

 

21añ devezh R2

Gwengamp (13vet) 4–0 Sedan (2vet)

An Oriant (14vet) 1–2 Montpelhier (6vet)

Niort (19vet) 1–1 Brest (8vet)

 

22vet devezh R1

Tolosa (5vet) – Naoned (15vet)

Roazhon (12vet) – AC Aiacciu (18vet)

 

22vet devezh R2

Brest (7vet) – Amiens (14vet)

Châteauroux (8vet) – Gwengamp (9vet)

Dijon (10vet) – An Oriant (15vet)

 

Bageal

 

Vincent Riou zo atav er plas kentañ gant 130,4 miltir lañs war Jean ar C’hamm ha 232,7 war Mike Golding, trede e renkadur ar Vendée Globe.

 

 

 

 

 

 

 

 

Der Untergang (La Chute)

 

 

Bro Alamagn - 2003

Seveniñ : Oliver Hirschbiegel

 

E 1942 e oa bet degemeret Traudl Junge (Alexandra Maria Lara) da vezañ sekretourez personel Adolf Hitler (Bruno Ganz). Dre he daoulagad e vo gwelet deizioù diwezhañ an trede Reich.

Youl aozerien ar film a zo klask kompren penaos e oa deuet da wir kounnar distruj an nazied. D’en ober eo bet dibabet reiñ sell diabarzh ur plac’h yaouank war ar pezh a oa c’hoarvezet e bunker Hitler, kreizig kreiz ar renad faskour war e dalaroù. Gwelet a reer mat er film-mañ an dismegañs divent a vagent ouzh ar vuhez (soudarded 12 vloaz, bugale Goebbels drouklazhet gant o mamm kuit dezho bevañ en ur bed dinaziet, egar an distruj hag an emzistruj, h.a.) ha diboellgredennerezh ur boblad a-bezh o deus dismantret Europa a-bezh ha kaset muioc’h eget 6 milion a Yuzevien d’an anaon.

Tabutoù a zo en dro d’ar film-mañ. Daoust hag eñ e c’heller diskouez kement-se ? Eno emañ an dalc’h. A-benn teurel evezh ne c’hoarvezfe ket seurt euzhusted adarre eo pouezus kenañ koulskoude delc’hen soñj ne oa ket Alamaned ar mare-se tud satanazet ha levezonet gant an Diaoul, riskloù zo e c’hoarzvezfe adarre neuze. Ezhomm ur skoazell bedagogel a zo evit ar re yaouank, met talvoudus eo e klevfent komzioù klozañ ar wir Traudl Junge : "Ne oa ket ar yaouankiz un digarez. Gellet hor befe merzet traoù zo."

D’ar re a vanko dezho mont pelloc’h gant ar preder e erbedan lenn al levr “C’est pour ton bien” gant Alice Miller, ur bsikologourez hag a studi ennañ bugaleaj Hitler ha peseurt mod e oa bet aesaet labour an nazied gant ar mod ma veze desavet ar vugale e Bro Alamagn abaoe an 19vet kantvet.

 

Kement ha gouzout muioc'h :            http://www.tfmdistribution.fr/lachute/

 

 

 

 

 

 

 

 

Taol Kurun : teir sizhun stank e Kemperle

 

 

Er sizhun-mañ e krogo unnekvet gouel Taol Kurun e Kemperle. Adalek an 18 a viz Genver betek ar 6 a viz C’hwevrer e vo kinniget traoù d’ar re yaouank ha d’an holl dud a blij dezhe c’hoarzhin ha kaout plijadur asambles : stajoù dañs ha brezhoneg, kenstrivadegoù, filmoù hir ha berr, kontadennoù hag abadennoù sonerezh a bep seurt gant festoù-noz, kan pe c’hoazh punk-rock K-Mikaz ha rock-musette Lebowsky. A bep seurt obererezhioù digor war sevenadurioù all ar bed evel ur genstrivadeg haiku, barzhoniezh japanat, e brezhoneg, gallaoueg pe galleg, ur staj evit deskiñ graffiñ, divizoù e brezhoneg er c’hafe-filo ha kejadennoù gant skrivagnerien yaouank. Hag ul “leurenn ar re yaouank“ a zegemero tout an doareoù sonerezh.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : http://taolkurun.free.fr.

 

 

 

 

 

 

 

 

Sot gant ar fooding

 

 

Klevet hoc’h eus komz eus ar fooding dija ? Ur ger saozneg adarre. Met petra a sinifi ? Un doare nevez da welet an debriñ. Ar ger fooding a zo bet savet diwar food ha feeling. Termeniñ a ra ur mennozh nevez : dleet a ra an debriñ degas un dra estreget ar magañ : ur from, ur blijadur roet da bemp skiant an nen. Bet lañset ar c’hiz nevez-mañ e Londrez – anavezet er Stadoù-Unandet evel eatertainment – e erru bremañ e peurrest Europa. Plijout a ra alies d’an dud yaouank, peogwir e kinnig un doare keginañ divoutin, kenedus, leun a ijin : sushi avu druz, kaotigell bonedoù-touseg, dienn-skorn malabar. An temz - koriandrez, jinjebr, skilbebr fresk – hag ar c’heginañ estren a vez roet ur plas mat dezho. Adtapet e vez rekipeoù kozh a veze dilezet gant ar c’heginañ nevez. Brokusoc’h, tommoc’h eo ar fooding. Ar re a sav a-enep a wel ennañ un dañjer evit an hengoun. Gwir eo e kinnig ar fooding digeriñ an hent d’ar c’hrouiñ meskajoù dianav ha souezhus. Estreget se e erbed liammañ ar boued, an design, ar sonerezh, an danvezioù hag al livioù evit krouiñ ur mennozh kenedus ha modern.

 

Kement ha gouzout hiroc’h : www.lefooding.com