|
|
|
|
|
|
|
Lun 18 a viz
Gwengolo, niv.114 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Disoc'hoù
nec'hus dilennadegoù rannvro en Alamagn |
|
|
Met
keloù nec'hus zo bet e-keñver
disoc'hoù e biz ar vro. E Land Mecklenburg-Pomerania
kornôg (nepell diouzh Polonia, war aod ar Mor Baltel, unan
eus lodennoù paourañ Alamagn), neveznazied ar
strollad NPD (skeudenn) o deus dastumet war-dro 6,9 % eus ar
mouezhioù. Pemp kannad a vo neuze gant NPD e parlamant al
Land, e Schwerin. An trede Stad eo en Alamagn o kaout kannaded
neveznazi, gant Parlamant Saks (NPD) hag hini Brandenburg (DVU, ur
strollad all). Nec'het-kenañ eo ar mediaoù alaman
gant disoc'hoù "ar re c'hell" o vont war-gresk. Klasket en
doa ar gouarnamant kreiz berzañ NPD e 2003. |
|
|
|
|
|
|
|
Abidjan :
kroget d'ober war-dro an dilerc'hioù |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Foto
natur ha gweledva |
|
|
Hoel
Louarn Digoust.
Betek an |
|
|
|
|
|
|
|
Kib
ar Bed Rugbi ar merc'hed : Zeland-Nevez adarre ! |
|
|
Ar
memes skipailhoù zo er plasoù kentañ
er bloaz-mañ hag e 2002 e Barcelona : Zeland-Nevez
er penn uhelañ, Bro-Saoz da c'houde ha Frañs de
drede. Heuliet int gant Kanada, Stadoù-Unanet Amerika, Skos,
Aostralia, Iwerzhon, Spagn, Samoa, Kazakstan ha Suafrika. |
|
|
|
|
|
|
|
Little
Miss Sunshine |
|
|
Seveniñ
: Jonathan Dayton & Valerie Faris O
paouez klask en em zistruj emañ Frank (Steve
Carell), ur skolveuriad zo mailh war obererezh Proust. E ti e
c’hoar Sheryl (Toni Collette) eo
degemeret, amzer dezhañ da bareañ, met
n’eo ket sur e vo aes sederaat en un tiegezh ken iskis. Ur
prezegennour arbennikaet war un doare hentenn “Que”
dezhañ e-unan eo ar gwaz Richard (Greg Kinnear) ;
paotr e zramm eo an tad kozh (Alan Arkin) ;
Dwayne (Paul Dano), krennard disuj an ti, ne ranno
grik keit ha ne vo ket en Air Force Academy ; hag Olive
(Abigail Breslin), seizh vloaz, ne ra nemet hunvreal e teuio
da vezañ ur rouanez kened. Ha just a-walc’h, ret e
vo d’ar skipailh-se treuziñ ar
Stadoù-Unanet evit kas ar plac’h vihan da
genstrivadeg Little Miss Sunshine. E-kerzh
ar road-movie-mañ e vo dizoloet pishoc’h pep
tudenn evel-just (nemet ar vamm a zo lezet un tamm a-gostez, siwazh).
Met ar pezh a c’hellfe bezañ kriz zo tener-tre e
gwirionez : taolet ez eus ur sell denelour war ar
frailhoù a zo war kalon pep hini eus an dud-se. Abeg
pennañ ar film zo burutellañ ar wask a vez lakaet
war an dud e kevredigezh broioù ar
c’hornôg evit ma vefent atav an hini
gwellañ. Leitmotiv ar redadenn evit pignat en ur
c’harr a ya war-raok zo splann a-walc’h er
c’heñver-se. Daoust hag eñ ne vefe ket
un doare sederoc’h da ren e vuhez ? Meriadeg
Vallerie Evit
gouzout hiroc’h : http://www.littlemisssunshine-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Salioù
evit selaou sonerezh a-vremañ e Breizh |
|
|
E
Roazhon e kaver an Ubu, ur sal ur stumm ispisial dezhi, met brudet evit
kinnig abadennoù a-feson. Da zont neuze e miz
Here : Champion d’an 19, Herman
Düne d’ar 24 pe c’hoazh The
Brian Jonestown Massacre d’an
29. E
Naoned e kaver an Olympic, e karter Chantenay. Ur programm ken dedennus
all a ginnigont deomp : Mogwai (skeudenn)
d’ar E
Penn-ar-Bed e talvez ar boan sellout a-dost ouzh programm ar Vauban, e
kreiz-kêr Brest. Ur sal plijus-tre eo, bepred bourrapl an
aergelc’h enni. E-touesk an abadennoù da zont,
menegomp : Jean-Louis Murat d’
ar R.M. Muioc’h
a ditouroù, listennadoù klok an
abadennoù : |
|
|
|
|
|
|
|
Nozvezhioù
etre merc'hed |
|
|
Marteze
e teu eus an doare ma vev ar merc'hed en deiz a hiziv. A-raok ne veze
ket re start chom e darempred gant ur strollad mignonezed. En em welout
a reer el lise bemdez. Gant ul labour hag ur familh e c'houlenn kalz
muioc'h a strivoù ! Ne chom ket ur bern amzer vak.
Neuze gounezet e vez amzer o welet an holl vignonezed war un
dro ! Arabat
gwelet an holl nozvezhioù se evel emgavioù etre
merc'hed en o zregont vloaz, a vev o-unan, evel re Sex and
the City... Met ar re-se a zo skeudenn ur publik da dizhout
evit metoù ar bruderezh. Ur skeudenn, traken. Perak
en em gavout a-stroll ? Muioc'h evit dispign
startijenn eo un istor identelezh. Choazet eo bet tud ar strollad
peogwir e rannont traoù, peogwir int "heñvel".
Frealzus eo. Ha n'eus ket da zoujañ da redioù
sokial resis. Met
daoust ha n'eus ket ur riskl da bellaat diouzh ar baotred gant seurt
nozvezhioù ? N'eus ket re ! Rak
diwar-benn petra e vez komzet dreist-holl en
nozvezhioù-se ? Diwar-benn paotred evel-just... Katell
Leon Pesked
ha kourjetez paperennet
Raktommit
ar forn e Troc’hit
an tanavennoù pesk diouzh o hed. Gant
un diblusker, troc’hit ar gourjetez a seizennoù. Eoulit
un nebeudig tammoù paper parch Lakait
a-bep-eil : 1 danavenn besk, seizennoù kourjetez, 1
danavenn besk, echuit gant tomatez troc’het e
skejennoù (mirit a-gostez tammoù tomatez evit
klikañ pep asied), pebrit, ha fotit
ur banne gwin war c’horre) Serrit
pep parpilhot, ha lakait pep hini en ur plad. Lakait da
boazhañ 10 mn er forn 220° (tomm). Aozit
an tammoù tomatez bet lesket a-gostez war an
asiedoù, sasunet gant ur banne gwinêgr balzamek,
ha strewet gant bazilik, kinnigit ar parpilhotoù war an
asiedoù hep digeriñ anezho. Doare
kinnig aliet : ur saladenn hag avaloù-douar paredet Mari Lubrano
Ar
re zo bet ganet dindan sin ar Werc’hez a lako
muioc’h a chañsoù eus o zu ma paouezont
da vezañ emgar. Er bloaz-mañ e tlefe
bezañ frouezhus-kenañ an holl
raktresoù a vo savet ganeoc’h, gant tud all pe
evit tud all. Ger-stur ar bloaz-mañ a vo : rannañ. Katell
Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|