2 a viz Du 2004, niv. 30

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Dimerc'her e vo an disoc'hoù kentañ

 

 

Kroget o deus keodedourien ar Stadoù-Unanet da votiñ evit ur prezidant nevez hiziv. Dilennet e vo "mouezhierien veur" pep Stad. Int eo a zilenno ar prezidant hag an eilbrezidant da vat, d'al Lun 13 a viz Kerzu 2004.
Evit poent ez eus bet raktreset e vefe 179 mouezhier veur a voto evit ar republikan George W. Bush, 153 a voto evit an demokratour John Kerry. Mouezhioù 206 mouezhier veur a chomo da rannañ etre an daou zanvez prezidant.
54% eus an dud enskrivet war al listennoù votiñ o doa kemeret perzh er vouezhiadeg e 2000. Soñjal a reer e vo ur c'hementad brasoc'h c'hoazh a dud o vouezhiañ er bloaz-mañ (war-dro 58% pe 60%), dre ma oa bet kudennoù bras evit kontañ mouezhioù Al Gore ha George W. Bush ar wezh diwezhañ. 36 devezh o doa ranket an Amerikaned gortoz a-raok na vefe lakaet trec'h George W. Bush gant diviz al Lezvarn veur.

 

 

 

 

 

 

 

 

Restachoù mat zo mat da gaout

 

 

Evit poent eo lakaet ar skinoberiantiz da saotradur ha neuze eo difennet strizh e vefe skinoberiant ar boued gwerzhet. Pa vez skinoberiant e vez distrujet ha ne c’hell ket bezañ debret. Gwezh ha gwezh all pa vez un enkadenn pe ur gwallzarvoud hag evit ur prantad resis e c’hell bezañ aotreet ur c’hontammadur skinoberiant. Koulskoude e rank bezan dindan al live termenet gant an ensavadurioù etrebroadel. Al lobby nukleel avat a glask en em zizober diouzh al lezennoù-se a warez an dud ouzh ar boued kontammet.
Ar raktres kentañ savet gant ar c’hCodex Alimentarius (un aozadur dindan an OMS hag ar FAO) diwar goulenn an AEIA a aotre e vefe gwerzhet boued skinoberiant pa vez diouzh ul live “degemerus”. Sur a-walc’h e teuio ar raktres-se da wir e 2005.
An eil raktres eo hini ar CIPR hag a c’houlenn ne vefe ket dalc’het kont eus ar skinoberiantiz dindan ur serten live. Da lâret eo, dindan al live-se, e-keñver al lezenn, ne vo ket skinoberiant an traoù ken. Pezh a sinifi ne vo ket tu d’implijout al lezenn evit bezañ gwarezet ouzh lastez, danvez, douaroù, boued skinoberiant dindan al live-se.
Ret eo gouzout eo dañjerus lonkañ skinoberiantiz a live izel pa vez war hir dermen: degas a ra krignoù-bev hag e c’hell ar babigoù bezañ ganet distummet. Ha neuze gant seurt lezennoù emaomp o vont da zebriñ skinoberiantiz a live izel bemdez-bemnoz hep goût dimp hag hep gallout sevel klemm. Degouezhet eo ar raktres “Krign-bev evit an holl”!

Kement ha gouzout hiroc'h ha kemer kemer perzh e sinadeg ar CRIIRAD: www.criirad.org.

 

OMS : Organisation Mondiale de la Santé

FAO : Food and Agricultural Organisation (aozadur dindan an ONU)

AIEA : Agence Internationale pour l’Energie Atomique (evit reiñ brud d’an nukleel sivil)

CIPR : Commission Internationale de Protection Radiologique

 

 

 

 

 

 

 

 

Roger Corbeau : poltredoù

 

 

N’eo ket alies e weler poltredoù ken brav hiziv an deiz. Fromet e vez tud zo, simudet reoù all, dirak daoulagad bamet Jean Gabin.
Un diskouezadeg poltredoù o tennañ d’ar fiñvskeudennerezh a-hed ar bloavezhioù a vezo e Lannuon etre an 11 a viz Here hag an 29 a viz Du. Un doare beaj eo, kinniget gant un tenner-poltridi hollvrudet, Roger Corbeau e anv. C’hoarierien vrudet a c’hellor gwelet, kement ha bevañ en-dro 50 vloaz a fiñvskeudenniñ. En o-zouez e kavfet Jean Marais, Simone Signoret, Maria Casarès pe c’hoazh Jodie Foster… Tro en deus bet Roger Corbeau da zaremprediñ Pagnol hag etrezo e voe ur vignoniezh dibar ha padus war ar marc’had. Labouret en deus ivez gant Jean Cocteau, Claude Chabrol ha nouspet all. Ouzhpenn da aktourion vrudet int a-benn ar fin, tud vojennel ne lâran ket…

Etre an 11 a viz Here hag an 29 a viz Du. Digor bemdez nemet da sul, meurzh ha devezhioù-gouel. 3e-6e30 abardaezh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad F1

 

 

Kampionad F1 2004 a zo bet echuet en dibenn-sizhun paseet e Brazil. Evel boaz, ez eo bet trec’h Michael Schumacher war ar re all er bloaz-mañ (gant 13 trec’h diwar 18 redadeg). Evel boaz ivez, n'eus deuet skipailh ebet a-benn da gannañ hini Ferrari e renkadur ar savourien girri. Bez’ e teu da vezañ tost hoalusoc’h neuze gouzout piv zo erruet a-dreñv. Nemet ar pezh zo, goude Schumacher, ez eo Rubens Barrichello, eil blenier Ferrari, en em gav en eil plas er renkadur hollek. Dre chañs n’eus nemet daou vlenier dre skipailh, mod-all Jenson Button, ar Saoz, hag e skipailh Bar-Honda n’o dije ket bet ar blijadur da vezañ trede er renkadur hollek hag eil e renkadur ar savourien … Plas bremañ da gampionad 2005.

Mell-droad

12vet devezh R1
Roazhon (11vet) 1-1 Caen (10vet)
AC Aiacciu (18vet) 1-1 Naoned (9vet)

14vet devezh R2
Brest (2vet) 0–0 Chateauroux (12vet)
Reims (10 vet) 1–4 An Oriant (18vet)
Clermont Foot (15vet) – Gwengamp (17vet)

13vet devezh R1
Naoned (9vet) – Auxerre (3vet)
Bastia (16vet) – Roazhon (13vet)

15vet devezh R2
Gwengamp (20vet) – Créteil (17vet)
An Oriant (13vet) – Le Mans (8vet)
Montpelhier (7vet) – Brest (2vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Aaltra

 

 

Frañs ha Belgia - 2003
Senario ha seveniñ : Benoît Delépine ha Gustave Kervern
Dibab ofisiel – Festival Rotterdam 2004


Setu istor daou zen a zo o chom war ar maez an eil a-dal d’egile a bep tu deus un hent e norzh Frañs. Ul labourer-douar hag ur pell-labourer a zo bec’h warno o klask en em zibab gant o buhez. Magañ a reont kasoni an eil ouzh egile war ar marc’had. Un tabut etrezo a dro da fall pa gouezh warno ur pezh kludell a vrev o divhar. Paket e-barzh kadorioù-ruilh ez aio neuze an enebourien asambles da glemm ouzh ar saver mekanikoù labour-douar lec’hiet e Finland.
Brudet eo Benoît Delépine ha Gustave Kervern gant ar fent du ha kriz a lakaont e “7 jours au Groland” war Canal +. Gant ar memes spered o doa ijinet tudennoù "affreux, sales et méchants" ar film-mañ. Hogen n’eo ket "Aaltra" ur stumm hir war ar skramm bras deus ar sketchoù o deus savet evit ar skinwel, ha gwell ha se. Ur film sinema o deus savet e gwirionez : "road-movie" ur c’houblad tavedek a ya kalz pelloc’h evit ar gazetennerien teodek o deus gounezet brud ganto. Ur blijadur ouzhpenn eo gwelet ar "guest stars" e-leizh anezho a oa bet pedet da gemer perzh er film-mañ.

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.aaltra-roadmovie.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... niv.5

 

 

Embannet etre 1983 ha 1994 e ti Glénat, kavet bremañ er rummad Vécu, "Les écluses du ciel" zo un heuliad 7 levrenn un tamm souezhus. Savet eo bet gant Rodolphe ha treset gant Rouge ha François Allot adalek an niverenn 4. Adkavout a reer Is er penn kentañ. Distrujet gant Taranis evit bezañ dilezet ar c'hredennoù kozh! Diwar e nozvezh karantez gant Ahez, chomet feal dezhañ, e c'han Gwen, priñs a Vreizh...  E avanturioù a ya d'ober danvez an istor. Tremen a reer dre an div Vreizh, Avalon, Skandinavia... Kalz a gevrin. Treset eo en un doare klasel-tre, gwisket e vez ar soudarded e giz ar 14vet kantved pa dremen an traoù er 6vet, sañset. Plijus da lenn memestra...

 

 

 

 

 

 

 

 

Kerniel gazelenn mod Maroko

 

 

Danvez
300 g bleud, 100 g amann, 100 g sukr-sklasañ, 1 loiad vihan a zourenn-orañjez, holen, 200 g toaz alamandez.


En ur bezel, meskit ar bleud hag an amann teuzet, holenit, ouzhpennit ur
bannig dour ha fardit toaz kalet a-walc’h.
Goude bezañ amannenet beg ho pizied, tapit ul lodenn vras a doaz a flastrit anezhi gant ur ruilh amanennet ivez.
Fardit ur follenn doaz fin-tre (2 mm), tennit anezhi mat ha troc’hit anezhi a garrezennoù 10 sm.
Fardit silzigennoù gant an toaz-alamandez, pozit anezho e kreiz pep karrezenn ha rollit evit kaout kornegennoù bihan. Serrit anezho mat.
Lakait anezho war blakenn ar forn ha poazhit anezho gant an tan krenn betek ma vefe melen un tammig. Ma c’hwez an toaz, pikit gant ur spilhenn.
Bannit dourenn-orañjez war ar c’herniel tomm ha rollit anezho er sukr-sklasañ.