Lun 11 a viz Gwengolo, niv.113
Sizhun 37 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok

 

 

 

 

 

 

 

 

Kentañ dilennadegoù Montenegro dizalc'h

 

 

Dec'h e oa bet aozet e Stad yaouank-flamm Montenegro, ar c'hentañ dilennadegoù evit an 81 kannad (dilennadegoù kêr a oa war ar memes tro). Pevar miz zo o doa dibabet ar 480 000 Montenegrad bezañ dizalc'h ha dispartiañ neuze diouzh Stad Serbia. Aet eo ar brasañ-niver gant strollad Milo Djukanovic (skeudenn), kentañ Ministr Montenegro. E penn Montenegro emañ abaoe 16 vloaz. Daoust d'ar c'hoant cheñchamant a vez embannet gant an dud e oa gwelet strollad Djukanovic evel an hini en doa ar chañs brasañ da vezañ trec'h (tro 45 % eus ar mouezhioù a oa bet rakwelet evitañ). Gwelet eo renad Djukanovic evel unan breinet gant arc'hant bras ar eoulmaen rusian koulskoude. N'eus bet graet anv eus beli ar Rusianed war Milo Djukanovic nemet gant unan eus ar strolladoù all war ar renk. Kalz a strolladoù a oa war ar renk ha n'eo ket deuet a-benn enebourien bolitikel Milo Djukanovic d'en em glevet da vat, kalz eus ar strolladoù-se o vezañ tost ouzh renad Serbia.

2 000 enseller etrebroadel a oa er vro dec'h evit gwelet hag-eñ e tremene an dilennadegoù en un doare reizh ha demokratel.

 

 

 

 

 

 

 

 

Penaos sevel un ti ekologel, e Bazeleg-Hazoù

 

 

D'ar 16 a viz Gwengolo e vo kinniget e Bazeleg-Hazoù (Bazouges-sous-Hédée, e-kichen Langoed) ar "Forum 2006" diwar-benn ar sevel tiez ekologel. Prezegennoù a vo, gant dilennidi (maered Langoed ha Silieg) ha tisavourien ekologel. Diskouezet e vo doareoù disheñvel da sevel un ti ekologel, e douar, e koad... Ha kinniget an teknikoù evit espern dour, tommañ an ti en un doare efedus hag ekologel, staliañ privezioù sec'h, penaos e c'heller adnevesaat un ti kozh en un doare ekologel... Diskouezadegoù ha stalioù-labour a vo ivez, gant kevredigezhioù hag embregerezhioù a bled gant an disavouriezh bio. Tu vo da weladenniñ chanter ul lodennaoueg ekologel zo war sevel e Langoed. Ur fest-noz digoust a vo da c'houde e Langoed.

 

Adalek 10 eur beure d'ar Sadorn 16 a viz Gwengolo, er Mille-Club e Bazeleg-Hazoù.

Evit gouzout hiroc'h : http://forum.bazouges.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Land Art er Vro-Vigoudenn

 

 

War un dachenn 4 devezh-arat, e Plouneour-Lanwern, emañ Michel Morvan o kinnig un diskouezadeg Land Art : oberennoù liesliv staliet war reier pe e-mesk ar plant. E Ty Istribilh ho po tro d’ober ur bourmenadenn 1500 metr en ur sellout ouzh oberennoù padus pe berrbad. Ar weladenn a c’hello bezañ displeget deoc’h.
Pal ar gevredigezh ELAN (Eveil Land Art et Nature) zo lakaat da zizoleiñ an doare arz-se (ganet er bloavezhioù 60 hag a implij an natur evel diazez) ha sikour da aozañ darvoudoù arzel e-kreiz an natur. Met ivez mirout ned afe da goll hon mogerioù ha mogerioùigoù, a zo lod eus glad hon maezioù e Breizh.

Hoel Louarn

 

Betek an 30 a viz Gwengolo etre 14e ha 18e
www.landartbretagne.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : Roazhon trec'h, Naoned lakaet diaes bepred

 

 

Dinec'het e oa, un tamm mat, suporterien skipailh Stad Roazhon disadorn : trec'h int bet a-enep Sochaux (2-1) disadorn. Ar wech kentañ e oa d'ar re "ruz-ha-du" gounit ur c'hrogad abaoe penn-kentañ ar bloavezh. Ar palioù zo bet gounezet gant Cyril Jeunechamp hag Olivier Monterrubio (skeudenn). Poent e oa evit Pierre Dréossi, gourdoner c'hoarierien Roazhon. Bremañ m'eo kalonekaet en-dro izili ar skipailh e vo ret bezañ ken efedus all a-enep Nancy... Chom a ra Roazhon e traoñ taolenn ar C'hevre 1, er 16vet plas.

Evit Naoned eo diaes ar jeu c'hoazh. E-touez tri skipailh diwezhañ an daolenn emañ ar Ganaried. Disammet e oa koulskoude Serge Le Dizet hag e baotred gant disoc'h a c'hrogad a-enep Lille (1-1). Ma vefe bet kollet an traoù gant Naonediz e oa tost sur ar gourdoner da goll e blas. E c'hoarierien o deus graet o seizh gwellañ evit diskouez e oant prest da genderc'hel gantañ... betek Valenciennes disadorn a zeu, d'an nebeutañ.

Christian Gourcuff, eñ, zo bet un tamm dipitet gant krogad ar Pennoù-Merluz a-enep da c'hoarierien Le Mans (1-1). Evitañ e oa unan eus prantadoù c'hoari fallañ skipailh an Oriant abaoe m'emaint er C'hevre 1 en-dro. Daoust da se e chom an Oriant plaset ar gwellañ e-touez skipailhoù Breizh, er 7vet plas en daolenn.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kaze no tani no Naushika (Nausicaä de la vallée du vent)

 

 

Japan – 1984

Senario ha seveniñ : Hayao Miyazaki

 

E-doug ar Seizh Devezh Tan e oa bet diskaret an Douar dre wall follentez mab-den. Rannet eo ar re zo chomet bev etre meur a bobl a glask derc’hel penn a-dal d’ar c’hoad pistrius ha d’an omuioù didruez (amprevaned ramzel). Met e traoñienn an avel emañ ar briñsez Naushika o ren war ur bobl a glask doujañ d’an Natur. Honnezh a gompren traoù.

 

Setu skignet e Frañs unan eus filmoù bevaat kentañ Miyazaki, ur sevener japanat eus ar re ampartañ ma n’eo ket an hini ampartañ. An eil film hir bet savet gant Miyazaki e-unan eo Naushika hag ennañ e anavezer an elfennoù o deus graet berzh Mononoke hime (Princesse Mononoké, 1997), ar film en deus degaset brud d’e sevener er bed a-bezh : nerzhioù an natur, follentez mab-den hag un dudenn venel kreñv-tre. N’eo ket dre zegouezh, e 1980 en doa kroget Miyazaki da labourat war raktres Mononoke e gwirionez. Koshaet un tamm eo stumm Naushika, evel-just, met brav ha talvoudus e chom ar film.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

Les Inrocks 2 – Punk !

 

 

100 pajennad hag ur bladenn –

9,90 euro er stalioù kazetennoù

 

30 vloaz war-lerc’h e groudidigezh, petra a chom eus ar sonerezh punk ? Gant niverenn ispisial Les Inrockuptibles a zo o paouez dont er-maez ez eus peadra da gompren istor an emsav sevenadurel-se, hag e levezon war veur a dachenn : ar c’hiz, an arzoù, perzh ar merc’hed e bed ar sonerezh, an tiez embann pladennoù distag diouzh reolennoù strizh ar c’henwerzh.

Setu dindan 100 pajennad e kejer gant ar bunked kentañ (New York Dolls, Modern Lovers, Ramones), an holl anezho o tont eus ar Stadoù Unanet, an emsav kreñv-spontus diorroet er Rouantelezh Unanet etre 1976 ha 1978 (Sex Pistols, Clash, Buzzcocks hag all), un nebeud strolladoù gall hag ivez hêred ar spered-se : an hard-core amerikan (Fugazi, Hüsker Dü), ar sonerezh punk "mod nevez" o tont eus Kalifornia (Green Day, Pennywise).

Profet gant ar gelaouenn, ur bladenn warni 13 kanaouenn (Dead Kennedys, Subway Sect, The Fall hag all). Er gelaouenn ez eus ivez rolloù pladennoù renket dre demoù (punk saoz, punk amerikan, hard-core…). Peadra da glokaat ho pladennaoueg, da livañ ho klipenn e gwer pe da vont da brenañ spilhennoù.

R.M.

Muioc’h a ditouroù :

http://www.lesinrocks.com/ListeNews.cfm?iditem=199478

 

 

 

 

 

 

 

 

Evit chom rouzet goude an distro-skol !

 

 

Pa vez ret distreiñ d’al labour pe d’ar skol goude ar vakañsoù hañv, e cheñcher doare bevañ. Diaes eo derc’hel da vont da rouzañ hag ober e vad eus skedoù diwezhañ an heol ! War-bouez skampañ kuit diouzh ar burev – met o paouez adkregiñ emeur, neuze mennet mat a-walc’h c’hoazh ! – e vezer dalc’het muioc’h en diabarzh.

Neuze ma faot deoc’h chom gant livioù brav an hañvezh e kinnigan deoc’h reiñ oksigen d’ho kroc’hen dre skarzhañ ar pezh a c’hell e stankañ, reiñ dour dezhañ ha… truchañ un tammig !…

 

Ar produioù diwezhañ da vravaat liv ho kroc’hen

Glan, fur, treuzwelus… Ar poultrennoù nevez zo leun a elfennoù mikroskopek diwar ditan a brodu un efed aerel. Ar solioù livañ* a zo skañvoc’h o danvez evit bezañ aesoc’h da implijout. Goleiñ a reont ken brav ar c’hroc’hen ma kuzhont e holl sioù bihan.

Bamet e chomer dirak ar santad n’eus ket a liv (efed ‘kroc’hen noazh’ e-giz e vez lâret) ouzh an dremm. Ouzhpenn-se e vez, e produioù zo, un doare kendoniñ etre ar gouloù hag ar pigmantoù a-drugarez da elfennoù a zesach skedoù an heol. Ar c’hroc’hen a vez difennet e-keit ma vez bravaet. Digredus.
Evit skediñ da vat, lakait ur sol flour, ar souplañ posupl. Ouzhpennit a-nebeudouigoù ur blush amliv, pe ur boultrenn liv nakr.


 * evit "fond de teint"

 

Katell Leon

 

 

Gwastell kourjetez

 

Danvezioù : 2 gourjetezenn / pe deir (arabat e vefent re dev) – 2 ivinenn kignen  –– 200 kantrilitad eoul tro-heol, 300 grammad morzhed hoc'h – 200 grammad keuz Gouda (Keuz eus Holland) troc'het e skejennoù moan - holen ha pebr

 

Raktommit ar forn e 200 °C (tommder 6-7).

Degasit d'ar berv ur gastelodennad dour gant holen, ouzhpennit ar c’hourjetez troc’het e skejennoù. Laoskit da virviñ e-pad 2 vunutenn.

Drailhit gant ur mekanik-meskañ (Robot-mixeur) ar morzhed-hoc'h gant an ivin kignen, ouzphennit ar pebr hag an holen (pas re, holenet eo ar morzhed-hoc’h dija), an 2 vi hag an eoul. Meskit mat pep tra ur pennadig (1 mn).

Amanennit 1 moull cake (moule à cake), gwiskañ anezhañ gant an tammoù kourjetez. Lakait a-bep-eil : yod kourjetez, ar c’heuz troc’het e skejennoù, ar pastelloù gouda, betek ma vo leun ar moull.

Echuit gant yod kourjetez.

Poazhañ en dourgib er forn 45 mn, gant un tamm paper aluminiom war ar moull.

Lezit da yenaat, ha lakait er yenerez un nozvezh.

Divoullit a-raok servijout.

 

Mari Lubrano

 

Ar Werc’hez
(
23 a viz Eost – 22 a viz Gwengolo)

Ar re zo bet ganet dindan sin ar Werc’hez a lako muioc’h a chañsoù eus o zu ma paouezont da vezañ emgar. Er bloaz-mañ e tlefe bezañ frouezhus-kenañ an holl raktresoù a vo savet ganeoc’h, gant tud all pe evit tud all. Ger-stur ar bloaz-mañ a vo : rannañ.
Hag ar blijadur ! N’eo ket ur farsadenn ! Lec’hiet war dachenn an arzoù, ar garantez, ar sportoù – an holl blijadurioù dre-vras –, e vo Merc’her en ho sin. Neuze na chomit ket da dermal. Kemerit amzer da vezañ moumounet ha d’ober ar pezh a c’hoarzh ouzhoc’h. Kit da selaou sonadegoù, kemerit emgav e ti plac’h ar gened, lakait hoc’h anv e kentelioù salsa, tresañ, pe bitellat. Bezit hoalus.. ha kouezhit e karantez dreist-holl !
Rak er bloaz-mañ ez eus chañsoù da vevañ traoù a-feson ! An distro-skol a vo ur prantad plijus evit ar c’houbladoù. Evit ar re o do kejet ouzh unan all nevez-zo e vo ur prantad da stardañ an darempredoù ha gwelet an traoù o vont war siriusaat. Er pevare trimiziad e vo diaesoc’h ar jeu evit ar c’houbladoù. Rebechet e vo deoc’h bezañ diseblant ouzh hoc’h amourouz(ez). Diwallit mat ! Ar re all a zleo teurel evezh ivez. Gwarizi a ziskouezint ha ne vo ket erru mat.
Evit a sell ouzh al labour, da vare an distro-skol, e vo ret deoc’h mirout ho fiziañs hag ho startijenn evit raktresoù gwirion. Diwallit diouzh an toulloù-trap, kinniget dindan ur stumm re vrav. Er pevare trimiziad ez aio hoc’h aferioù kalz war-raok. Aesoc’h e vo deoc’h marc’hata. Dre-se ez aio ho tarempredoù labour war wellaat, evit mad an holl.

 

Katell Leon

 

Deiziataer hollvrezhonek 2007

 

An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm.

Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon:
Pgz: 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.frhttp://perso.wanadoo.fr/skol.an.emsav.