5 a viz Here 2004, niv. 26

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Stefan Philippe lezet da vont

 

 

Ar prizoniad politikel breizhat Stefan Philippe a oa bet lezet da vont en e frankiz disadorn, d'an 2 a viz Here.
Harzet e oa bet gant ar polis e miz Mae 2000 ha barnet e oa bet e miz Meurzh 2004 gant Lez Asizoù Pariz. Didamallet e oa bet neuze eus gwall-daol Kever a oa bet klasket lakaat war e chouk, met kondaonet e oa bet da 6 bloavezh toull-bac'h evit gwalldaolioù all.Goulennet en doa, meur a wech abaoe, bezañ lezet da vont ha, goude meur a nac'hadenn, eo bet asantet e lezel en e frankiz.
Paskal Laizé, ur prizoniad breton all, harzet eñ ivez e miz Mae 2000 ha didamallet ivez eus gwall-daol Kever, a vo sellet ouzh e c'houlenn dieubidigezh d'an 30 a viz Du hepken. Kondaonet e oa bet Paskal Laizé da 8 bloavezh toull-bac'h evit gwalldaolioù all estreget hini Kever, ha galv zo bet graet gant Ministrerezh ar Justis a-enep e zidamallidigezh en afer Kever.

 

 

 

 

 

 

 

 

Al Lanv

 

 

1 pe 2 mm uheloc’h eo live ar mor bep bloaz abalamour d’an hinad zo o tommañ. Pezh zo grevus-spontus evit enezegoù ar Meurvor Habask hag a zo un nebeud metradoù a-us ar mor. Ha dre m’int graet gant koural kleuz e teu ar mor dre diabarzh an enezennoù, pezh na ro ket tu da wareziñ netra. Da skouer emañ an enezeg Tuvalu (1 1300 annezad) o vont da netra, beuzet gant ar mor tamm-ha-tamm.
Siwazh, an dra nemetañ savet a live etrevroadel evit gwareziñ an hinad, Protokol Kyoto, zo re zister e balioù : digreskiñ a 5,2 % ar c’hementad a CO2 produet. Ouzhpenn-se n’eo ket degemeret ar protokol-se gant ar Stadoù-Unanet a embann "doare bevañ an Amerikaned n’eo ket da varc’hata". Marteze emaint o vont da cheñch penn d’ar vazh goude ar peder c'horventenn drovanel zo bet o tistrujañ Su ar Stadoù-Unanet nevez zo ? Nag e Bro-C’hall ? Embann a ra Chirac teneraet e vouezh “emañ an ti o teviñ”, met ar “Plan Climat” savet gant e c’houarnamant n’eo ken nemet kaozioù toull divouedet. Emañ an ti o teviñ... hag eoul a vez bannet war an tan gant hor gouarnamantoù !

Kement ha goût hiroc’h diwar-benn ar vrudadeg “Energiezh ha Hinad” gant Greenpeace : http://www.greenpeace.org/france_fr/campaigns/

 

 

 

 

 

 

 

 

Oberenn Loeiz Bloñs digor d’an holl

 

 

A-benn bloaz e vo kinniget oberenn Loeiz Bloñs d’ar Vretoned. Aet e oa da Anaon en diskar-amzer tremenet, goude bezañ bet o luc’hskeudenniñ a bep seurt darvoudoù e Breizh e-pad 30 vloaz. E-kerzh un abadenn en enor d’an arzour e miz Genver en doa embannet Pierre Maille, maer kozh Brest, e youl da welet oberenn Loeiz Bloñs da chom unvan hag er vro. Miliadoù a fotoioù (diapoioù, luc’hskeudennoù war baper ha filmoù) zo bet adprenet gant an ti-kêr eta evit kinnig anezho d’an holl hag enoriñ labour an den. Abaoe 6 miz emañ neuze
servij an dielloù o renabliñ an oberenn ramzel. Ur bloaz labour a vo ret c’hoazh a-raok dizoleiñ sell an arzour war darvoudoù ha tudennoù zo bet o kemer perzh en istor Breizh a vremañ. Tri danvez tost da galon al luc’hskeudenner a vo kinniget er CRBC hag en dielloù-kêr : manifestadegoù ha darvoudoù Breizh, kêr Vrest ha buhez ar blasenn Guerin, hag ur rummad poltredoù eus ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan.

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc’hhouarnerezh

 

 

An dibenn-sizhun-mañ e oa e Verone (en Italia) kampionad ar bed ar marc’hhouarnerezh war hent. Pemp rummad disheñvel a oa da redek : merc’hed junior, paotred junior, paotred danvez-kampioned ha kampionad ar bed war hent evit ar merc’hed hag ar baotred. En urzh ar rummadoù, setu anv ar gampioned nevez :  Marianne Vos (Izelvroioù), Roman Kreuziger (Republik Tchekia), Kanstantsin Sioutsou (Belarus), Judith Arndt (Alamagn) hag Oscar Freire (Spagn). Ar Spagnad hag a zo kampion ar bed evit an trede gwech dija (1999, 2001 ha 2004), en deus gounezet ar redadeg d’ar sprint gant Erik Zabel (Alamagn), da eil, ha Luca Paolini (Italia), da drede. Roud ebet avat eus ur reder gall er 15 plas kentañ. Pell e seblant ar mare ma oa deuet Laurent Brochard da vezañ kampion ar bed e 1997...

Mell-droad

9vet devezh (R1)
Roazhon (10vet) 0–1 Lille (2vet)
Strassburg (20vet) 0-2 Naoned (14vet)


11vet devezh (R2)

Brest (1añ) 1-1 Grenoble (2vet)
An Oriant (18vet) 1-2 Amiens (6vet)
Laval (19vet) 1-0 Gwengamp (15vet)

10vet devezh (R1)
Naoned (9vet) – Pariz SG (16vet)
Sochaux (14vet) – Roazhon (15vet)


12vet devezh (R2)
Brest (3e) – Laval (13vet)
Niort (16vet) – Gwengamp (17vet)
Clermont Foot (14vet) – An Oriant 19(vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Wonderful days

 

 

Korea ar Su - 2003

Seveniñ : Kim Moon-Saeng

Priz Meur Anim’Arts – Festival ar Film Faltazi e Gerardmer 2004

 

Gant ar brezel hag ar saotradur e oa bet diskaret ar sevenadurezh. Ken bras ha ken bihan ma ne chom ket ken met div gêr er bed e 2142 : Marr hag Ecoban. Emañ an eil e soñj mougañ eben avat : ezhomm he deus da ledanaat c’hoazh takad ar saotradur a-benn pourvezañ muioc’h a energiezh.

Ur fablenn ekologour e vefe ar film neuze ? Komprenet e vez buan a-walc’h eo kentoc’h un arguzenn da zisplegañ barregezhioù teknikel . Ar pal da dizhout a oa embann e c’hell Korea c’hoari ouzh Bro-Japan war dachenn ar filmoù bevaat a-dra-sur. Trivlius eo disoc’h labour ar sevenerien e gwirionez (gwarizius e teuio George Lucas da vezañ gant an arvestoù redadegoù a zo amañ). Met mont a reont re bell ganti hep na zegasfe tra ebet ouzhpenn : an tudennoù a zo re vrav, ar skeudennoù 3 D a zo lipet betek re, an istor a zo stambouc’hus.

 

Kement ha gouzout muioc'h : http://www.wonderfuldays-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT...

 

 

Kêr-Iz, ur wech ouzhpenn ! Gibelin hag Heloret a ro deomp unan eus ar selloù souezhusañ war vojenn ar gêr veuzet. "Le bateau feu", un oberenn e peder levrenn embannet gant Glénat, en dastumadenn "Grafica".Deuet eo al levrenn ziwezhañ er-maez e 2002. Er bloavezhioù 1920 e tleer bezañ pa vezer er bed "gwirion". A-hend all Ahez, an Diaoul, boudoù iskis, menec'h souezhus hag a stourm abaoe kantvedoù evit dieubiñ ar Gêr-Enezenn eus ar galloudoù drouk, mui un nebeud tud "vev", an alc'hwezioù hag ur vag tour-tan evel hini mirdi Douarnenez... Un avantur leun a zarvoudoù, meskaj SF, fantastek, mojenn. Kontet ha treset mat. Renevezet eo amañ an istor en un doare plijus-kenañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Te pe kafe e tavarnoù T’Chick ?

 

 

E ti T’Chick ez eus tu da dañva doareoù te liesseurt savet gant an ti Tazo : te freskik, temzet, gant frouezh, glas pe du, ha re all c’hoazh. Blazet mat-tre int. Un dra dedennus all a vez kinniget gant Tazo ivez, un te digafeinet. Souezhet e c’heller bezañ da gentañ. Met c’hwi a oar moarvat ez eus un elfenn par d’ar c’hafein e-barzh an te, an tein. Tost ar memes efedoù zo d’an div elfenn : dinerviñ, pe derc’hel dihunet d’an nebeutañ. Nebeutoc’h a dein a zo en te eget a gafein er c’hafe memes tra. Neuze pa soñjer ober vad d’e yec’hed en ur evañ te ha n’eo ket kafe… ne reer ket fall. Met erlec’hiet e vez ur boeson a zo kafein e-barzh gant ur boeson a zo… kafein e-barzh ivez !

Ma, ret eo mont pell evit ober un dramm da vat eus e vanne kafe. Ouzhpenn seizh tasad (700 miligram kafein) zo ret evañ bemdez !

 

Kement ha gouzout hiroc’h diwar-benn ar yec’hed hag ar c’hafe :

http://www.cyberpresse.ca/outil/imprimer.php?id=TnpRek5UZ3c=

http://www.ql.umontreal.ca/volume10/numero15/campusv10n15b.html

 

Evit dizoleiñ an te Tazo : www.tazo.com

Tavarnioù T’Chick : 10 plasenn ar C’henwerzh 44000 Naoned. Pgz : 02 40 48 23 23.

12 straed Rallier du Baty 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 78 24 25.