|
|
|
|
|
|
|
Lun 21 a viz Eost,
niv.110 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ur
roue evit ar Vaoried |
|
|
Mab
henañ ar rouanez Te Atairangikaahu eo zo bet lakaet da roue
dec'h, dirak miliadoù a dud, e Su Auckland en ur
gêr anvet Ngaruawahia. Tuheitia Paki, 51 bloaz, zo
bremañ seizhvet roue ar Vaoried. Gant mamm Tuheitia Paki e
oa bet graet kalz a strivoù evit reizhañ
kudennoù an tachennoù douar a oa c'hoazh abaoe an
trevadenniñ. Abaoe daou vloaz eo aet war-raok ivez an emsav
evit sevenadur ha yezh ar Vaoried, gant harp ar rouanez Te Ata. |
|
|
|
|
|
|
|
Privezioù
sec’h evit an hañv ? |
|
|
A-benn
nebeut ez aio lod ac’hanoc’h da
vakañsiñ hag ho po tro d’ober gant
privezioù disheñvel : privezioù kimiek
e-barzh ho karavanenn, reoù “à la
Turque” war tachennoù kampiñ zo pe
c’hoazh, da vont da blegañ e kreiz ar
c’hoadoù. Ha sur a-walc’h e
vioc’h dibreder war an doare ma vez graet war-dro ho...
lastez, padal bremañ oc’h boas da zibab ho lastez
plastik diouzh ar re gartoñs pe diouzh ar gwer pe me oar. Ya
’vat, ar privezioù hag ar pezh zo lakaet e-barzh a
gont kalzig e-barzh kudennoù ar saotradur. Da
gentañ e vez implijet e-tro 40 litrad dour mat da
evañ evit skarzhañ fank un den bemdez (da
lâret eo war-dro 14m3 ar bloaz) hep soñjal en
diouer a zour mat a zo o kreskiñ. Met gwashoc’h a
zo : 60% eus an dour zo da buraat a zeu eus ar privezioù,
pezh a goust ker-ruz d’an holl hag a saotr ar
stêrioù ivez. Kollet e vez ar fank-se ha ned a ket
da “humus” ken : an douar a ya war baouraat
abalamour ma sachomp warnañ gant hor boued met ne restaolomp
ket ar pezh a zebromp. Peseurt
diskoulm? Ar privezioù sec’h, pe war gouzer, ha
n’int ket un distro d’an toull lous a veze kavet e
foñs jardin hon tud-kozh : lakaet e vez div loiad vras a
vrenn-heskenn e-lec’h dour, e mod-se ne zeu ket
c’hwezh hag a vez kroget gant ar c’hompostaj
diouzhtu. Goude-se ur wezh ar sizhun e vez goullonderet ar sailh war ar
c’hompost. Ha war-lerc’h bloaz e c’heller
implijout ar c’hompost el liorzh. Ret eo kompren ez eo ar
fank ul lodenn eus kelc’hiad ar c’harbon ha
n’eo ket eus kelc’hiad an dour : ur sotoni ekologel
ha kimiek eus ar re washañ eo meskañ dour ha
fank. Hag abalamour d’an dour e teu ar c’hwezh ivez
: n’eo ket ar memes go a ya en-dro er c’harbon, en
dour pe hep aer. Gant
ar privezioù sec’h e vez espernet dour mat, ne vez
ket saotret rouedadoù an dour hag ar
stêrioù gant ar c’haoc’h, hag
e vez pinvidikaet an douar en-dro. Ouzhpenn-se eo kalz
marc’hatmatoc’h eget ar privezioù dre
zour : peurliesañ e vez roet ar brenn-heskenn evit netra.
Perak pas sevel privezioù sec’h lem-laka da
amprouiñ e-kerzh ar vakañsoù? Morwena
Audic Evit
gouzout hiroc’h : http://www.habitat-ecologique.org/toilette.html Un
p’tit coin pour soulager la planète,
Christophe Elain, Editions la goûte d’or |
|
|
|
|
|
|
|
An
arz er chapelioù |
|
|
Hoel Louarn Evit
gouzout hiroc'h : www.artchapelles.com |
|
|
|
|
|
|
|
Daou
rekord nevez evit neuierien amerikan |
|
|
Brendan
Hansen eo an eil Amerikan o vezañ enrollet ur rekord bedel
nevez. An eil gwech er miz-mañ evitañ da wellaat
rekord ar bed evit an 200 metrad angellat (brasse),
gant 2'08"74. |
|
|
|
|
|
|
|
La
tourneuse de pages |
|
|
Frañs – 2006 Seveniñ
: Denis Dercourt
Un
istor veñjañs e vefe, pe un istor
droukrañs kentoc’h ? Deoc’h
d’ober ho soñj e fin ar film evel-just, met
riskloù zo e teufe deoc’h ivez ar santimant eo
echu ar film a-raok bezañ kroget da vat. Abeg an istor zo
mat, koulskoude, met mankout a ra krizder pe kemplezhegezh. Un tammig
re naet, pe re jentil eo e-keñver ar pezh a
c’hortozer e penn kentañ ar film. N’eus
ket bet labouret don a-walc’h war ar senario moarvat. Domaj
eo, rak aktourien a-feson zo bet tutaet avat, ha brav-spontus eo
Déborah François (bet dizoloet e L’enfant gant ar vreudeur Dardenne), gant he zudenn
ael drouk. Peadra a oa da vont kalz pelloc’h. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
Ride
– Nowhere |
|
|
An
deiz all e oan aet skuizh gant ar sonerezh nevez, setu em eus divizet
furchal e-touez ma fladennoù kozh. Klevet’m eus
lavarout ivez e oa ar sonerezh shoegaze, pe noisy pop o tont en-dro.
Ma, dav eo anzav n’eo ket koshaet pladenn Ride, bet embannet
e 1990, hag embannet en-dro e 2001. Er bloavezhioù 1990 - ar
ragistor ma seller ouzh tizh red an darvoudoù er
mare-mañ – e oa gwelloc’h Ride evit ar
re all a rae trouz, peogwir e oa gouest ar pevar faotr eus Oxford da
sevel tonioù gwir, aes da gaout soñj outo. Dreams
Burn Down hag an digoradur gant an taboulinoù, Polar
Bear o vont crescendo, Seagull o
tigeriñ an albom gant larsen, hag evel-just Vapour
Trail, gant ar gourrebed o luskañ ar ganaouenn en
he fezh. Ma’ z eo c’hoazh mat-tre eil pladenn ar
strollad, e ranker lavarout n’eo ket kenkoulz ar peurrest eus
o oberenn. N’eo ket grevus-tre : dibaoe em eus
dizoloet Nowhere en-dro e tro dibaouez e-barzh al
lenner CDioù. R.M. Evit
gouzout hiroc’h : http://www.rideox4.net/ |
|
|
|
|
|
|
|
Chug-frouezh
eonennek gant orañjez hag avaloù ar baradoz |
|
|
Troc’hit ar frouezh e daou ha gwaskit anezho. Diskennit ar chug en ur garafenn hag ouzhpennit ar Perrier fresk. Servijit.
Gallout a rit fardañ an evaj-mañ gant mandarin pe sitroñs glas ivez... Ouzhpennit delioù bent troc'het munut pe skejennoù sitroñs glas da ginklañ.
Evit
6 gwerennad : 1 litrad laezh soja yen-yen, 1 ananezenn vihan, Dibluskit
an ananezenn ha troc’hit anezhi e
diñsoù bras. Gwalc’hit ar sivi ha
dilostit anezho. Meskit ar frouezh gant al laezh soja hag ar mel.
Servijit ar milk-shake. Evit ma vefe freskoc’h c’hoazh e c’hellit ouzhpennañ 3 loaiad vras a skorn pilet. Katell Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|