|
|
|
|
|
|
|
27 a viz Gwengolo 2004, niv. 25 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tremen-hent
e kembraeg |
|
|
Adalek
ar bloaz a zeu e vo tu da welet kembraeg war paseporzhioù
Breizh-Veur. |
|
|
|
|
|
|
|
Yec’hed
mat d’an holl, |
|
|
Krog
eo ar gouarnamant da stourm ouzh ar c’hrign-bev ha troet eo
an holl strivoù war-zu ar prederiañ hag an
diguzhat. E-giz gant surentez an hentoù n’eus anv
gante nemet eus kiriegezh an hiniennoù : ar butun
hag an alkol a vefe pennkaozioù d’ar
c’hrign-bev d’o soñj. Koulskoude e krog
un nebeud tud da sevel o mouezh a-enep d’ur sell ken simpl
war an traoù : da soñj ar mezeg war ar
c’hrign-bev Dominique Belpomme ha d’e genseurted e
penn "Galv Pariz", eo pennkaoz d’ar
c’hignoù-bev ar c’hudennoù
stag ouzh an endro. Daoust ma'z a an diguzhat hag ar
prederiañ war efedusaat ez a an niver a glañvidi
war greskiñ : deut eo ar
c’hrignoù-bev da drede kaoz da varv ar re yaouank
dindan ugent vloaz. |
|
|
|
|
|
|
|
Oberenn
Loeiz Bloñs digor d’an holl |
|
|
A-benn
bloaz e vo kinniget oberenn Loeiz Bloñs d’ar
Vretoned. Aet e oa da Anaon en diskar-amzer tremenet, goude
bezañ bet o luc’hskeudenniñ a bep seurt
darvoudoù e Breizh e-pad 30 vloaz. E-kerzh un abadenn en
enor d’an arzour e miz Genver en doa embannet Pierre Maille,
maer kozh Brest, e youl da welet oberenn Loeiz Bloñs da chom
unvan hag er vro. Miliadoù a fotoioù
(diapoioù, luc’hskeudennoù war baper ha
filmoù) zo bet adprenet gant an ti-kêr eta evit
kinnig anezho d’an holl hag enoriñ labour an den.
Abaoe 6 miz emañ neuze |
|
|
|
|
|
|
|
C’hoarioù
paralimpek |
|
|
Abaoe
un nebeud bloavezhioù, war-lerc’h ar
C’hoarioù Olimpek "reizh", e vez tu da welet ar
C’hoarioù Paralimpek. Perzh dibar ar
C’hoarioù-se eo an atletourien zo
mac’hagnet pe dall, pe seizet un tamm eus o c’horf. |
|
|
|
|
|
|
|
The
terminal |
|
|
Stadoù-Unanet
(2004) |
|
|
|
|
|
|
|
Two
Lone Swordsmen : From The Double Gone Chapel |
|
|
A-dreñv
an anv-se e kaver Keith Tenniswood hag Andrew Weatherall. An eil a zo
brudet-mat evit bezañ mesket ar rock hag ar sonerezh
elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 1990.
Sonerezh Two Lone Swordsmen a blijo d’an holl dud a selaou ar
sonerezh post-punk saoz ijinet e penn kentañ ar
bloavezhioù 1980 : gant "From The Double Gone Chapel" e
adkaver aergelc’h pladennoù Joy Divison, Gang of
Four pe Wire. Da lavaret eo : gitar boud kreñv,
sonioù yen, lusk iskis dalc’het gant ar gitar, ha
pep tra produet gant teknikoù a vremañ. Sed aze
doare Two Lone Swordsmen. Adkemer a reont ivez Sex Beat, un ton bet
savet gant Gun Club. |
|
|
|
|
|
|
|
Tajin
kig-yar |
|
|
4
den : 10 mun. / 1e15. |
|
|
|