20 a viz Gwengolo 2004, niv. 24

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Emglev ebet c'hoazh en Hanternoz Iwerzhon

 

 

Tri devezh kaozeadennoù zo bet e Leeds, e Bro-Saoz, etre dileuridi eus nerzhioù politikel Hanternoz Iwerzhon ha gouarnamantoù Breizh-Veur ha Republik Iwerzhon, evit klask adskoulmañ an emglev etrezo. En diskar-amzer 2002 e oa bet paouezet gant gouarnamant emren Hanternoz Iwerzhon, goude ma vije bet spiet e obererezh gant an IRA. Abaoe klasker, en aner betek-henn, adsevel ar gouarnamant emren-se, diwar emglev an nerzhioù politikel zo war an dachenn, broadelourien hag unanourien. Danvez ar c'haozeadennoù e Leeds a oa dilezel an armoù gant an IRA, lakaat ur polis emren da vezañ degemeret gant an holl en Hanternoz Iwerzhon, ha lakaat broadelourien hag unanourien da genlabourat er gouarnamant emren. Daoust d'an araokadennoù a vije bet graet evit mont war an tu-se, ne oa bet tizhet emglev ebet c'hoazh goude an tri devezhiad kaozeadennoù, ken dibleg m'eo chomet unanourien ar strollad DUP. Fiziañs zo gant gouarnamantoù Londrez ha Dulenn e vo tu da genderc'hel gant ar gaoz ha da gavout un emglev en devezhioù zo o tont, ar pezh a dalvezfe e c'hallfe bezañ lakaet, a-raok Nedeleg, un dibenn d'an "trubuilhoù" zo en Hanternoz Iwerzhon abaoe bloavezhioù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Dimerc’her : "e kêr hep ma c’harr"

 

 

D’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo e vo c’hoazh eus an darvoud “E kêr hep ma c’harr” a oa bet krouet gant Dominique Voynet e 1998. Ar pal eo mont a-enep d’un tech fall hag a zo reiñ plas forzh pegement d’ar c’hirri hepken er c’hêrioù abaoe 40 vloaz.
Saotrañ a ra ar c’hirri e meur a-geñver :
-Digempouezet eo an hinad er bed a-bezh gant ar gaz efed ti-gwer
-Krignoù-bev ha kleñvedoù skevent a vez degaset gant an danvez-saotrañ a ya e-maez ar c’hefluskerioù
-Trouzus eo ar c’hêrioù abalamour d’ar c’hirri (‘peus ken ‘met selaou pegen didrouz eo ho kêr d’ar Sul vintin evit klevet an diforc'h)
Neuze klaskit chom hep mont gant ho oto dimerc’her. Ma n’ho peus ken ‘met un nebeud kilometradoù da vont ganti, kit war droad pe war varc’h-houarn hag e vo fonnusoc’h, yac’hoc’h ha marc’hadmatoc’h. Mod-all, ma vez hiroc’h an hent, kit gant ar c’hirri-boutin, ar metro, an tramway pe an tren hag e vo siouloc’h ha marc’hamatoc’h ivez.
Ha kement hag ober e c’hallfec’h klask kenderc’hel diriaou, digwener ...hag an deizioù da heul ha bemdez mont “e kêr hep ho karr”!

Kement ha goût hiroc’h : http://fubicy.org/ ha http://www.fnaut.asso.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Das MoMA in Berlin

 

 

20/02/04-19/09/04

Ne chom ganeoc’h nemet un nebeud devezhioù ma fell deoc'h mont da Verlin da welout an diskouezadeg "das MoMA in Berlin". Ur pezh diskouezadeg eo : 200 oberenn o tont eus ar Museum of Modern Art (MoMA, e New York) a c’haller gwelout en Neue Nationalgalerie. Ar re a fell dezho mont a ranko kaout pasianted : ken dedennus eo ken e ranker gortoz un nebeud eurvezhioù a-raok bezañ gouest da vont e-barzh ar mirdi. Met ur wech e-barzh, ne viot ket dipitet. Dindan ho taoulagad ho po oberennoù savet gant arzourien bouezusañ an 20vet kantved.
Setu un nebeud anvioù a lakao ac’hanoc’h da gaout c’hoant d’ober an hent : Duchamp, Picasso, Picabia, Matisse, Cézanne, Van Gogh, Andy Warhol, Roy Lichtenstein, Robert Ryman, Jasper Johns...

Das MoMA in Berlin, Neue Nationalgalerie, Kulturforum-Potsdamer Platz
Mont e-barzh : 10 euro
www.das-moma-in-berlin.de

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-dorn

 

 

Kroget eo a-benn ar fin kampionad mell-dorn Frañs an dibenn-sizhun mañ. Hag er bloaz mañ e lavar meur a arbennigour ne vo ket heñvel an traoù ouzh ar bloavezhioù all (skipailh Montpelhier zo kampion evit an trede gwech da heul, da skouer). Disheñvel da gentañ pa vo bremañ an LNH (Kevre Broadel ar Vell-dorn), nevez savet, o verañ an traoù, met ivez dre ma seblant digoroc’h eget biskoazh ar c’hampionad ar bloaz-mañ. Ha n’eo ket devezh kentañ ar rummad kentañ a brou ar c’hontrol. Montpelhier o koll e Pariz (23/21), Chambéry ha Créteil o c’hounit a-enep da Villefranche ha Dukark (31/21 hag 22/21), setu un doare dispar da loc’hañ evit tout ar skipailhoù c’hoant ganto bezañ kampioned. En eil rummad e adkaver ur skipailh breizhat, Saozon-Sevigneg. Er bloaz-mañ emichañs e raint kenkoulz hag er bloaz paseet (6vet) pe marteze gwelloc’h … Evit ar mare ez eo kroget mat gant un trec’h war skipailh Tremblay (28/27).

Mell-droad

6vet devezh (R1)/8vet devezh (R2)

Bourdel (7vet) 0-0 Roazhon (12vet)
Naoned (15vet) 1-0 Istres (16vet)

Gwengamp (19vet) 1-0 Angers (13vet)
Le Mans (12vet) 1-1 Brest (1añ)
Nancy (7vet) 1-0 An Oriant (10vet)

7vet devezh (R1)/9vet devezh (R2)

Roazhon (11vet) – Marselha (6vet)
Monaco (5vet) – Naoned (14vet)

An Oriant (12vet) – Gwengamp (16vet)
Brest (1añ) – Gueugnon (4e)

 

 

 

 

 

 

 

 

Mensonges et trahisons et plus si affinité…

 

 

Frañs - 2004
Senario ha seveniñ : Laurent Tirard

Peurliesañ pa vez embannet danevell vuhez tud brudet e vez skrivet e gwirionez gant ur “c’hi”. Ober a ra Raphaël (Edouard Baer) e vicher deus al labour-se. Pell zo en deus dilezet ar soñj sevel e levrioù dezhañ e-unan, met diflukadenn ur garantez kozh ha darvdoudoù all a lakao anezhañ da dalañ ouzh e zislavarioù.
Istor un den en doa divizet chom hep sammañ e donkad da vat eo enta. Prederiet en doa Laurent Tirard war an abeg-se e-pad ar seizh vloaz m’en doa kenlabouret er gazetenn Studio moarvat. Skiant prenet ar senariour war an dachenn a vez santet dre ma c’hell pep arvestour anavezout santadoù dezhañ e kalon an tudennoù. Ur film lusket-kaer, dic’hortoz betek ar fin, farsus-kenañ (arvest ar pemoc’h-gouez a chomo en eñvor), met fromus ivez da bennadoù zo : gouzout a ra ar sevener diouzh mont re bell gant ar c’hoarvoudennoù ha chom hep ober ludresadennoù deus an tudennoù war un dro. Ur film n’haller ket chom hep mont da welet.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.mensongesettrahisons-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT...

 

 

Setu c'hoazh Kêr-Iz hag ul levr kozhig a-walc'h. En e oberenn "Les huits jours du Diable" e kont Didier Convard eizh istor a-zivout Priñs ar Bed. Tri anezho a ra dave da Vreizh : "Le jour du diable" (beuzadenn Kêr-Iz), "Le jour de Pentecôte" ha "Le jour des korrigans". Kontet ha treset en un doare klasel met plijus. An istor divoutinañ marteze a ro sell Convart war... distruj Sodom ha Gomor. Embannet gant Le Lombard e 1983 er rummad "histoires et légendes". Anavezet eo Didier Convard gant lod evit "Le triangle secret" rummad ezoterek (Jezus, Jakez, Menec'h an Templ, Frañmasoned, ar Vatikan...) bet embannet an diwezhañ levrenn anezhañ (7vet !) e 2003 e ti Glénat.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mel fiez gant kanell

 

 

500 gr a fiez bihan du, 150 gr a sukr, 150 gr a vel gwez-kasia, ½ loaiad vihan a ganell-poultr, 1 loaiad vras a zour bleunioù-orañjez, 1 loaiad vras a chug-sitroñs

Gwalc’hit ar fiez, sec’hit anezho, tennit o zreid ha troc’hit anezho e pevar zamm dre an hirder. Lakait anezho en ur gastelodenn 20 kantimetrad ledander, poultrennit gant sukr ha kanell ha glebit gant ar chug-sitroñs.
Meskit. Laoskit da c’hlec’hiañ e-pad 30 mn. Da c’houde, lakait ar gastelodenn war an tan etre ha laoskit da boazhañ e-pad 10 mn. Meskit bepred, betek ma vefe soubet ar fiez en ur chug stank. Ouzhpennit an dour bleunioù-orañjez hag ar mel ha laoskit da boazhañ un 10 mn bennak : dleout a ra ar gaotigell bezañ fetis, met hep na vef karamel c’hoazh. Tennit ar gaotigell diwar an tan, lakait anezhi e podoù. Pa vo yen e c’helloc’h he mirout er yenerez.

Gallout a reer tañva ar gaotigell-mañ evel unan voutin, anat deoc’h, met gallout a ra bezañ servijet ivez gant avu, jelkennoù kig-moc’h kriz pe fourmaj poazhet o zoaz evel fourmaj-dañvad ar Pireneoù.